Kontadennou breizhek ?

Aozer : Fañch Postic / Genver 2017

Ar c’hontadennoù pobl a veze kontet e Breizh – hag a vez c’hoazh a-wezhioù – zo anezho adstummoù eus ar c’hontadennoù standart etrebroadel anavezet er braz eus Europa, ha pelloc’h gwezh a vez.

E c’heller ober fed, tra ken, e vez kavet stankoc’h e Breizh war a seblant rummadoù zo (ar « c’hontadennoù relijiel ») pe stummoù zo (« Ar veaj d’ar Bed All »), endra ma vefe rouesoc’h lod all (ar « c’hontadennoù loened »). Kenkoulz-all, avat, ne ziskouez kement-se nemet interest an dastumerien o-unan gant tra-mañ-tra. Poentoù zo a vez kavet kalz stankoc’h eget e lec’h-all, evel bazh « Yann e vazh-houarn » a vez meneget ingal-ingal e-barzh digoradur kement stumm breizhek eus ar gontadenn-se.

Un dra-all a hañval bezañ dibar e-mesk ar c’hontadennoù dastumet e Breizh : alies e vez kaoz enno eus tud a relijion (Doue hag ar sent) pe eus boudoù marvailhus (an Ankoù, ar c’horriganed, hag all, hag all). E-skeud ma vez kemeret plas ar boudig gant ar Werc’hez a-wezhioù, ha hini ar roñfl gant an diaoul, daoust ha levezon an Iliz hepken a zo da welet aze evit afer-se ?

A-hend-all, pa ’z eo gwir ne glever ket e Breizh dezrevelloù meur ar Gelted, evel en Iwerzhon, pe e Kembre gwechall, e vez kaoz eus o harozed ur wezh an amzer er c’hontadennoù pobl. Kaoz eus Marzhin, e stumm ul loen dreist-ordinal, marzhus na petra ’ta, e stumm ur ramz a c’heller damwelet c’hoazh war e zremm tres an den gouez eus ar Grennamzer. Kaoz ivez eus ar roue Marc’h e ziskouarn marc’h, re bar d’ar roue Midas e ziskouarn azen, ha kaoz eus reoù all c’hoazh.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù