Kontelezh Richmond

Aozer : Michel Brand'Honneur / Du 2016

Mab Eudes kont Breizh eo Alan ar Rouz. Feal-tre eo ouzh Gwilherm an Alouber, evel e dad, a zo niz d'ar roue. Ha gantañ e vo roet dezhañ karg ur domani ledan ha pouezus, dre m'emañ o tiwall harzoù bro-Saoz diouzh reoù bro-Skos. Ha dont a raio e veur, ar c'hont Stevan, da vout ur priñs ken galloudus hag hini Breizh, ur wech ma voe strollet e holl zouaroù, a veze graet Richmond eus outo, ouzh e zouaroù e Breizh, tro-dro da Wengamp ha Lambal.

Dre un emglev war ar glad e tapas krog duged Breizh war Enor Richmond e 1146. N'o deus ket bet tro da dennañ kalz diwar an douaroù-se, koulskoude, rak implijet e veze gant rouaned bro-Saoz evit kaout troad war politikerezh Breizh. E gwirionez, etre 1148 ha 1398, ar bloaz ma voe tennet da vat an domani digant dugelezh Breizh, ne chomas Richmond nemet 125 bloaz etre daouarn an duged, ha c'hoazh pa veze en e bezh ganto.

En XIvet kantved ne oa eus Richmond nemet strollad douaroù dindan aotrouniezh mestr ar c'hastell, bet lakaet urzh enni gant ar c'hont Stevan tro ar bloavezhioù 1120-1135, ar ger a Richmond o vezañ pennlec'h ar c'hontelezh (alese e anv). En hevelep mare e oa bet savet kontelezhioù Lambal ha Gwengamp. Urzhiet eo an tachennoù-se gant un aotrouniezh kastellan en o c'hreiz, pa ne oa kontelezhioù kozh Roazhon pe an Naoned diazezet war ur geoded Gallo-Roman kozh, pennlec'h ur c'hont hag un eskob.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Michel Brand'Honneur, « Kontelezh Richmond », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 22/11/2016.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/kontelezh-richmond