Kourserien ha morlaeron e Breizh

Aozer : Gael Briand / Du 2018
En Inizi Karaib e vez lec’hiet ar gourserien hag ar vorlaeron peurliesañ ha pa oa Europeiz ur c’halz dioute. Daou borzh a oa e Breizh , e-touez ar porzhioù-mor pennañ gouestlet d’ar c’hours en Europa : Sant-Malo ha Montroulez. Kalz a vorlaeron hag a gourserien zo bet e Breizh eta e-doug meur a gantved.

Tennet o deus kêrioù Montroulez, Sant-Malo ha Naoned zoken, porzhioù-mor anezhe, un tamm bras eus o finvidigezh diouzh ar mor. Tud a bep seurt bro, a bep seurt yezh gante, a veze kavet er c’hêrioù-se er XVvet hag er XVIvet kantved. Un nor digor-bras war ar bed e oa Breizh hec’h aberioù, hec’h oufoù hag he flegoù-mor niverus, ha berzh a rae he c’henwerzh war vor d’ur c’houlz ma tifrete kement pobl pe rouantelezh warnañ o klask bezañ mestr ar bed.

Broudet gant ar warizi ouzh rouaned Spagn bet astennet gante o beli war douaroù nevez, e reas Frañsez a Orleans, roue Bro-C’hall, e soñj arc’hantiñ ur flodad ergerezh. Hervez Michel ar Brizh « War a seblant e roas peurstagidigezh Breizh ouzh rouantelezh Bro-C’hall e 1532 ul lañs nevez d’ar rouantelezh, pa zeuas Frañsez 1añ da vezañ hêr an dugelezh dre an delfin, e vab. Estroc’h evit aodoù dibar an hini a voe perc’hennet neuze gant ar rouantelezh : ur sevenadur kozh ha ledan eus ar moraerezh an hini a voe ravanellet ganti war un dro ». Buan-tre e tiskouezas ar roue e interest evit ar bed, o tougen ar forbanerezh el lezenn, un embregerezh ken kozh anezhañ hag ar verdeadurezh hec’h-unan.

Morlaeron ha kourserien

Diskouez splann a ra ar gresianeg kozh peiratês (deuet da vezañ « pirate » e galleg) e oa eus ar morlaerezh un embregezh mil bloaz hag ouzhpenn. Kalz nevesoc’h avat eo ar gêr kourser (« corsaire » e galleg) deuet war-wel er XVvet kantved diwar al latin cursus (e galleg : « cours », « course »). Alies e vez graet gant an eil ger pe egile evel pa vije gerioù hañvalster anezhe o-daou, daoust ma n’eo ket hañval stad ar vorlaeron ha hini ar gourserien. Er-maez al lezenn e oa ar re gentañ ha tonket e oant da vezañ kaset d’ar c’hroug ma vijent tapet. Rak evite ne oa lezenn ebet estroc’h evit ar reolennoù bet termenet a-stroll gante o-unan, war vourzh o bagoù.

Bezañ e oa eus ar gourserien moraerien diwar gemenn, gante ul « lizher-kours » digant o roue pe e velestradurezh. Evel-se e c’helle hennezh kas e vrezelioù war vor, digoust pe dost, o tagañ batimantoù kenwerzh e enebourien evit gwanaat o armerzh, kentoc’h evit mont d’an emgann gant o listri brezel. Emren e oa ar gourserien ha pa rankent sentiñ ouzh lezennoù boutin ar brezel memestra. Dleet e oa dezhe doujañ da buhez ha da madoù an dud a veze taget gante. Ne veze preizhet gante nemet ar batimantoù hag o fred. Sloops pe biki e oa al listri a yaent war vor gante kentoc’h : bagoù bihan 26 m o hed, ardant hag aezet d’un nebeut martoloded o c’has d’ar c’hours.

Ouf Montroulez gwarezet e ode gant Kastell an Tarv – Wikimedia (menerlach)

Danevellet e oa bet gant Nicolas Anthon (1714-1753), ur c’hourser eus Montroulez, ar mod ma veze preizhet al listri : « sinet e veze un testenni-preizhañ d’ar c’habiten, dezhañ d’en diskouez ma tegouezhje d’ur c’hourser all lakaat harz war e vatimant adarre. Rak berzet e oa preizhañ ur vag div wech. Ma kave d’ar c’hourser e c’helle tennañ ur priz mat diwar gwerzh ur vatimant bet lakaet e grabanoù warni gantañ ez ambrouge anezhi betek porzh Montroulez. Eno e ranke al lestr bezañ priziet gant lez ar preizhadennoù da gentañ, da c’hoût hag ur « preizh mat » a oa anezhañ, kent e lakaat e gwerzh e sav-taol pe e zaskoriñ d’e berc’henn. Rannet e veze frouezh ar gwerzh etre ar Stad, ar baramantourien hag ar bagad martoloded. Kresk a veze lakaet war lod an intañvezed hag ar c’hloazidi. »

Eus ar vorlaeron…

Rouez eo morlaeron Breizh a zo bet dalc’het soñj eus o anvioù, pa veze krouget ar re-se moarvat, a-raok ne dapjent kas un taol-kaer bennaket. Merc’hed a oa en o zouez ivez, ha pa oa berzet oute merdeiñ, diouzh lezenn Bartholomew Roberts. Div anezhe zo brudet e Breizh : Janed a Velleville (war-dro 1300-1359) hag Anna Dieu-le-veut (1661-1710) eus Gourin, bet kaset he reuz ganti war morioù ar bed a-bezh, asambles gant he friedoù, Pierre Lelong, Joseph Chérel ha Laurent de Graff, an eil war-lerc’h egile. Brudet-mat eo ivez, e-touez forbaned Breizh, Jean Koatanlem (1455-1492), aotrou a Gêrodi Plouezoc’h a zeuas da vezañ amiral er Portugal, ha lakaet da « Gouarnour ar mor » eno. Lakaet e voe ar bann warnañ gant dug Breizh abalamour m’en devoa preizhet Kêr Vristol.

… d’ar gourserien

Poltred hanter-korf René du Guay-Trouin, troet e du dehou a dri c’hard – stamp gant Pierron (BNF)
Evit ar gourserien avat e talc’her soñj eus skeudenn hollvrudet René Trouin bet ganet e 1763, a veze graet « Duguay-Trouin » anezhañ. Kregiñ a reas da verdeiñ da 16 vloaz ha dont a reas da vezañ kabiten war-vor d’an oad a 18 vloaz e 1689, betek 1697. Ken ampart e oa en argadoù war-vor ken e voe degemeret er morlu e 1697 war renk kabiten ur fourgadenn. Ken brudet all eo Jacques Cassard eus Naoned, er memes koulz ha Duguay-Trouin a lâre e oa hennezh « gwellañ moraer Bro-Frañs en deizioù a-vremañ ». Jean Vié, eus Naoned ivez, a reas taolioù kaer ha preizhadennoù war vor e-leizh, war vourzh ur vatimant eus Sant-Malo ; ken brav ken e nijas e vrud en tu all da harzoù Breizh. Mont a reas da vrezeliñ a-du gant Republik Venezia ha lazhet e voe e 1718 gant ur bolod kanol taolet gant an Durked. An hini brudetañ avat, pell dreist d’ar re all eo Robert Surcouf (1773-1827) eus Sant-Malo. D’an oad a 13 vloaz e lestras evit ar wech kentañ ; da 20 vloaz e teuas da vezañ kourser hag eñ da dagañ listri ar Saozon. Kement ha 44 lestr e tapas krog enne etre 1795 ha 1801, hag e 1807-1808 goude-se. Ur paramantour pinvidik hag ur perc’henn bras war douaroù e teuas Surcouf da vezañ.

Sant-Malo – Surcouf hag ar « Fort National » - Wikimedia (Guillaume Piolle)

Ne gustume ket ar vorlaeron hag ar gourserien chom er stad-se da viken pa oa o fal, peurliesañ, gwellaat o stad diwar ar vrud bet tapet e-giz-se. Ober a ra Gilles Lapouge anv eus ur morlaer breizhat ne oa ket bet seizhdaletoc’h o paouez da roulañ e blanedenn war vor pa gavas dezhañ n’en doa ket ezhomm d’en ober ken : « Er bloavezh 1728 e tapas an Naonedad Jean Thomas Dulaien krog e pemzek lestr war un dro, anez darc’haouiñ taol ebet, ha pa ne gase-eñ nemet daou vatimant dirapar. Ha tizh dezhi neuze davet Enez ar Vaot (Tortuga del Mar) da rannañ e breizhadenn ramzel ha da lakaat kalafetañ unan eus e ziv vatimant. Eno avat, e keit ma oa e vartoloded o tifretal war he bourzh e tirapas Jean Thomas eorioù e eil bag hag eñ kuit gant an teñzor raktal. « Kenavo da viken, livastred ! » a huchas d’e vartoloded, « da Vro Frañs ‘on ‘vont ha forban n’on ket ken ».

Etre ar c’hroug hag aour ar palezioù ne chom ket pell an nen da dortal…

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Gael Briand, « Kourserien ha morlaeron e Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 16/11/2018.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/kourserien-ha-morlaeron-e-breizh

Bibliographie

  • Mollat Michel, La vie quotidienne des gens de mer en Atlantique IXe-XVIe siècle, Paris, Hachette, 1983.
  • Rossiaud Jacques, La prostitution médiévale, Paris, Flammarion 1988.
  • Le Bris Michel, D’or, de rêves et de sang, l’épopée de la flibuste, 1494-1588, Paris, Hachette Littératures, 2001.
  • Lapouge Gilles, Les pirates, Paris, Phébus, coll. « Libretto », 2001.
  • Garneray Louis, Corsaire de la république, Paris, Phébus, coll. « Libretto », 2001.
  • Poivre-d’Arvor Olivier et Patrick, Pirates et corsaires, Paris, Le Livre de Poche, 2005.
  • Roman Alain, Robert Surcouf et ses frères, Saint-Malo, Éditions Cristel, 2007.
  • Wismes Armel de, Corsaires et aventuriers bretons, Fouesnant, Yoran Embanner, réédition 2007.
  • Buti Gilbert et Hrodej Philippe (dir.), Dictionnaire des corsaires et des pirates, Paris, CNRS Éditions, 2013.
  • Buisson Laure, Pour ce qu’il me plaist, Jeanne de Belleville la première femme pirate, Paris, Grasset, 2017, 336
Article
  • Leguay Jean-Pierre, « Un aspect de l’histoire et de l’économie urbaines bretonnes : les petits ports des abers et des rias au xve siècle », in Connochie-Bourgne Chantal (dir.), Mondes marins du Moyen Âge, Aix-en-Provence, Presses Universitaires de Provence, 2006, p. 297-315. http://books.openedition.org/pup/3850?lang=fr

Liens

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité