Linenn hent-houarn Landerne-Kastellin

Aozer : Jérôme Cucarull / Du 2016
D’ar 16 a viz Kerzu 1867 eo bet digoret al linenn etre Landerne ha Kastellin hag a roe tu d’ober tro-Breizh gant an hent-houarn. En ur ober un dek vloaz bennak eo bet staget Breizh ouzh peurrest bro-C’hall dre ul liamm fonnus a c’heller fiziout ennañ. Pazenn gentañ un digor war-zu bro-C’hall, un digor war-zu ur vodernelezh daouduek e efedoù.

E-kreiz an xixvet kantved, daoust ma oa bet digoret ar ganol Brest-Naoned e 1842, e chom Breizh a-gostez eus ar c’hemmoù bras a grog da eilpennañ ekonomiezh ha kevredigezh bro-Frañs. Dister e chom an doareoù treuzdougen, skosellek eo an hentoù, darn anezho ne c’heller ket embreger er goañv.

Prientiñ a reer neuze raktresoù evit liammañ Breizh diouzh Pariz, gant doare treuzdougen modernañ ar mare, an hent-houarn. Met ur preder politikel ha strategek ne oa ket distag diouzh an divizoù-se, gant ar pal kadarnaat un darempred buanoc’h ha suroc’h gant arsanailh Brest, met ivez evit bout mestr war ur vro he doa bet diskouezet meur a wech bezañ disuj.

Ar sevel linennoù e Breizh

Abaoe ma oa erruet an tren e gar Roazhon er bloaz 1857 e oa tizhet ur bazenn a-bouez war-zu ar C’hornôg. Met peurrest ledenez an Arvorig a chome da zienkañ. Hag evit-se e vo div gompagnunezh prevez o taouhanteriñ ar chanter sevel ha korvoiñ an hent-houarn, Kompagnunezh ar C’hornôg en hanternoz, hag hini Pariz-Orleans er c’hreisteiz.

Diwar neuze e vo liammet rouedad ar c’hêrioù brasañ hag ar porzhioù, hep tremen dre greiz ar vro, muioc’h war naou-dinaou, ha n’eo ket ken poblet.

Gant lezenn an 2 a viz Mae 1855 e oa bet grataet linenn Naoned-Kastellin, gant ur skourr war-zu Napoléonville (Pondi) d’ar gompagnunezh PO. Hervez dekred an aotreadur e oa bet roet d’ar gompagnunezh betek ar bloaz 1872 evit staliañ al linenn, hag he lakaat en pleustr. Met abalamour d’ar gevezerezh etre an div gompagnunezh e voe echuet al labourioù a-raok an termen lakaet, tizhet eo An Oriant e 1862, Kemper e 1863, ha kenderc’hel a ra al labourioù betek Kastellin, tizhet e 1864. Diouzh an tu all ne vo tizhet Brest gant Kompagnunezh ar C’hornôg nemet e 1865 en abeg d'an skoilhoù (pont-meur Montroulez).

Digoret e voe an tennad unhentek etre Kemper ha Kastellin d’an 12 a viz Kerzu 1864. Diwar-neuze e chomo Landerne da dizhout evit liammañ an div linenn vreizhat gant ul linenn unhentek.

An echuamant : taol-kaer an teknik

Diaesterioù bras zo en em gavet evit sevel tennad diwezhañ al linenn abalamour d’un hent war naou-dinaou. Eno e kaver traoñiennoù don, skoazennoù Menez Are o sevel etrezo, o vont da gaout lenn-vor Brest evel m’eo reteret an hent-houarn dre vras. Da gentañ tout e oa bet soñjet lakaat ul linenn listri-dre-dan war ar ster Aon ha war lenn-vor Brest, e plas al linenn hent-houarn Brest-Kastellin. Met gant ur studiadenn e oa bet lakaet splann ar c’hudennoù treuzlestrañ ha surentez liesseurt a a vefe bet. Gant dekred ar 6 a viz Gouere 1863 e voe neuze loc’het gant sevel an hent-houarn. Abalamour d’ar c’hudennoù-se ez eo hiroc’h an hent-houarn etre Kastellin ha Landerne (53km), pa n’eo ken met 43km war an hent. Evit tremen an uhelderioù hag ar skoilhoù all ez eus bet fardet pemp savadur : pont-meur ar stêr-Aon (Gilli-glas e Meilh-ar-Wern), espar gant e 357 metrad a hirder ha 54 metrad a uhelder, en ur renkennad un-volzek hepken (padal e saver daou renkennad bolzioù peurvuiañ, zoken war hini Montroulez, ha n’eo ket ken uhel koulskoude); pont-meur an Doufin gant e 222 metrad a hirder ha 40 a uhelder ; tunel Neizh-Vran, gant e 431 metrad a hirder; pont-meur Daoulaz, gant e 357 metrad a hirder ha 37 metrad a uhelder; pont an Elorn, e Landerne, gant 47 metrad a hirder ha 12 a uhelder.

Diouzh un tu all e kaser da benn labourioù bras kompezañ douar : 2 590 000 metrad kub douar ha reier dilec’hiet. Ba’ plasoù ‘zo eo divent al labourioù-se : fozelloù betek 17 metrad a zonder, savennoù betek 27 metrad a uhelder.

Gant ar sifroù-se e c’heller kompren pegen divent niver al labourerien bet implijet: 2 982 micherour pa oa al labourioù en o barr, ur geidenn a 1 900 den dre vras. E mod-se e c’heller displegañ pegen buan eo aet ar chanter : pevarzek sizhunvezh labour evit sevel pont-meur Daoulaz.

Linenn Kastellin-Landerne. Pont-meurMeilh ar Wern war ar stêr Aon. Emaer o sevel ar pileroù. Foto : J. Duclos. Gallica.
Linenn Kastellin-Landerne. Pont-meur Pont-ar-veuzenn, war an Doufin. Emeur o sevel ar bolzioù. Foto : J. Duclos. Gallica.

Un digor liesseurt e efedoù

D’ar 16 a viz Kerzu 1867 eo lakaet al linenn Landerne-Kastellin da vont en-dro, frouezh un dek vloaz bennak a labour start. Boutin d’an div gompagnunezh eo ti-gar Landerne, en em glevet int evit ma vefe miret ar muiañ posupl kendalc'husted al liamm etre an daou hent-houarn.

Tamm-ha-tamm e vo kreskaet ar rouedad pennañ, hag alese kreñvaet enframmañ ekonomikel ha sevenadurel Breizh Izel. Gwir eo, aes tizhout kêrioù an aodoù, padal e chom disteroc’h rouedad an hentoù e kreiz ar vro. Adalek ar bloavezhioù 1890 eo bet staliet ur rouedad lec’hel a hentoù metrek evit interestoù lec’hel an tiriad. Dont a raio da vout rouedad stankañ bro-Frañs, hag alese e dalvezo da venveg dienkañ met ivez da venveg divroañ evit kalz a Vretoned.

 

Troet gant Sten Charbonneau

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Jérôme Cucarull , « Linenn hent-houarn Landerne-Kastellin », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 24/11/2016.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/linenn-hent-houarn-landerne-kastellin

levlennadur

  • « Ouverture du chemin de fer de Châteaulin à Landerneau », Annales des ponts et chaussées. Mémoires et documents relatifs à l’art des constructions et au service de l’ingénieur, ti-embann Dunod, Paris, 4e rann, vol. 1, levrenn XV, Genver-C’hwevrer 1868, p. 93-99.
  • Cucarull Jérôme, « Le développement des moyens de communication : une révolution inachevée », contribution à La Bretagne des savants et des ingénieurs 1825-1914, Roazhon, emb. Ouest-France, 1994, p. 66-80.
  • Euzen Jean-Pierre, L’arrivée du chemin de fer en Bretagne Nord, Riveneuve éditions, miz Even 2013, 124 p.
  • Chauris Louis, « Le tunnel de Neiz Vran », Les Cahiers de l’Iroise, n° 206, Miz Genver-miz Gouere 2008, p. 47-51.

DVD

  • Arrivée du chemin de fer à Saint-Brieuc et dans les côtes du nord, D’un train à l’autre, 150e 

 

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù