Lise an Naoned, magerezh c’hoarierien rugbi

Aozer : Sylvie Bossy-Guérin / Genver 2019

Abaoe 1889 ez eo aotreet c’hoari rugbi pe melldroad er skolioù. An doareoù sport-se a gav o flas koulz er preder hollek war ar gwellaat yec’hed ar yaouankiz, koulz hag e diabarzh ur bedagogiezh sport amprestet digant ar Saozon.

N’eo ket a-walc’h da c’hoarierien rugbi lise an Naoned (bet anvet a-nevez lise Clemenceau e 1919) c’hoari bep Yaou evit o c’hevredigezh skol. Fougeet int goude ma vefent bet anvet kampioned Frañs etre-skolioù ar rugbi da geñver ar c’houlzad 1906-1907. Lod anezho a wisk bep Sul roched Kleub Stad Skol-veur an Naoned, pezh a ziskouez splann pegent entanet int gant ar sport-se. Lod all, Pierre Monier, Paul Perthuy pe Alfred Eluère en em gav er skipailh kentañ lec’h ma adkavont studierien all bet e lise an Naoned, Charles Hervoche da skouer. Al liseidi a gaver ivez e skipailhoù all a gemer perzh e kampionadoù an Atlantel a gemer o lod evit sevel ar skipailhoù da zont evit rugbi an Naoned.

Meur a baotr yaouank a reas anaoudegezh gant ar rugbi e-doug o bloavezhioù skol ha kenderc’hel a reont gant ar sport -se goude-se. Ha tri eus c’hoarierien bet e lise an Naoned, Pierre Monier, Pierre Rambaud ha Georges Lefèvre o deus savet an Unvaniezh Sportoù Pornizh : « Labour a-zoare an digreizennañ hag ar propaganda sport » eme Le Phare de la Loire, laouen.

Resisoc’h c’hoazh ar gelaouenn L’Ouest e 1913 : « Ur magerezh c’hoarierien a-feson » eo lise an Naoned. Hag e kazetennoù korn-bro Añje e veneger ingal eo tremenet c’hoarierien nevez erruet e skipailh rugbi Kleub Skol-veur Añje dre lise an Naoned, kement ha lakaat o barregezh war-wel. Skiant-prenet ar c’hoarierien lakaet da dalvezout evit Kevredad Frañs ar rugbi gant Alfred Eluère, bet e lise an Naoned ha prezidant ar c’hevredad etre 1942 ha 1952.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité