Madeleine Ebrel - Lohuec

MADELEINE EBREL-MPEG-4

Madeleine Ebrel, deus Lohueg, a gomz deomp diwar-benn he bugaleaj, hag ober war-dro al loened 'barzh ur menaj.

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Madeleine : Ya

Lors : Ha kezeg ‘peus ket bet ?

Madeleine : A nann

Lors : Dija ‘ba ‘r blavezh eizh ha tri ugent dija oa trakteurioù, koa

Madeleine : A ba ya !

Lors : Ya ya ya...

Madeleine : Geo, pé oan ‘ba ‘r yêr mije -- 'oa, 'oa kezeg Pe oan -- Pe oan ba ‘r yêr, gant... ma zud ié, oa diou gazeg

Lors : A bon a ya

Madeleine : A ya, ha bet -- ha bet labouret gante

Lors : A bon

Madeleine : A ya, me m’eus bet labouret gant ar c’hezeg hin

Lors : D’accord

Madeleine : A ya !

Lors : Hag ho tud neus ket prenet trakteur nê ?

Madeleine : A geo, ma -- ma dad na prenet un trakteur goude neun, goude oamp dime’et mimp. Neun 'na -- neun 'na gwerzet e gezeg, pugur... eñ nije aon deus e c’hezeg.

Lors : A bon

Madeleine : Hag pugur me 'vije dalc’hmad gantañ, a ben me 'vije gant ar c’hezeg !

Lors : Ha pije ket aon ?

Madeleine : Ha me mije ket aon, mes a-wechoù vije graet trouz din, goud ’wac’h a rez, pugur me 'vanke din lak nê o diou da labourad

Lors : A bon

Madeleine : A bin ya, pé c’haen da gerc’het ur garg -- ur garg voenn, pé da gerc’het n’eus ket forzh petra, me ‘lake nê o diou, ‘vije lakaet un -- un ‘raog, hag an hin’ ell... hag, neun ‘vije graet trouz din !

Lors : ‘blam betra ?

Madeleine : Bin ‘dam’ geo, pugur ‘nije aon lar penaos mijen tapet gante, goud ‘wac’h a rez...

Lors : A bon

Madeleine : Ba ya, pé un dê kaout aon deus un dra b'neket, pé... anfin, beb seurt mod !

Lors : Ya memestra ‘benn digas ur c’harrad foen oa aesetoc’h kaout diou gazeg ‘vit un

Madeleine : A ba ya !

Lors : Aesetoc’h dê ê.

Madeleine : A bin aesetoc’h oa.

Lors : Ha c’hoazh pije ket aon set’...

Madeleine : A nann, me mije ket aon, ha c’hoazh -- c’hoazh izhpenn da sé, pé vijen 'c’h o'r sé, pé -- alies wech esaen mont ma-un. Ha neun -- ha mod-se c’haen war gein an hini gentañ, an hin’ vije ‘ba penn a-raok ! Ha mod-se, 'vijen trankil, goud a rez !

Lors : Ha ‘vouje ket ?

Madeleine : Ha hon'z vije -- vouje ket !

Lors : A nann, med c’hwi ‘ zo un tamm « dresseuse » memestra Madeleine m’eus aon ?

Madeleine : Ya ? O...

Lors : Ya kar me m’eus kle’et laret, ho saout oar pelec’h mont, c’hwi oar...

Madeleine : An ya !

Lors : Peseurt mod raint neun ?

Madeleine : A ya, ha pé c’haint maez ar porzh, amañ-giz-mañ c’haint ‘ba o zu dehou. Ha goude ma mê c’hoant da gas nê war -- ‘ba, ‘ba tu ar chapel

Lors : ‘n tu kleiz

Madeleine : C’han -- c’han ‘ba o zu dehou, d’ober dê da zont ‘ba o zu kleiz.

Lors : Hag e c’haint

Madeleine : Pugur pé c’han -- pé droan tu, e ouient

Lors : Hag e c’heint ‘ba ‘n tu all

Madeleine : Neuhe c’heint ‘ba ‘n tu all, hag e ouient amañ-giz-mañ omp sanset da zont 'vit 'noz. Ha da zont 'yêr eo memes mod, reint ur pejet da beked -- ‘ba o zu kleiz, ‘darre, ha goude neun pé veint eï war bouez kant -- kant metr deus ar porzh, dreujeint an hent, hag c’heint war o zu dehou.

Lors : Ha peseurt mod peus gallet dresañ nê a mod-se ?

Madeleine : Bin geo...

Lors : Ha c’hwi ‘ peus desket nê

Madeleine : Kaozeal dê pé vije kistion

Lors : Ha te lare dê en brezhoneg, pe neun

Madeleine : A bin ya...

Lors : Peseurt mod larec’h

Madeleine : Bon, mont d’an tu all aze-giz-se bremañ hin...

Lors : "Mont d’an tu all"...

Madeleine : Ya, "bremañ vo ret dac’h chañch tu!"

Lors : Ha mod-se int bet desket ?

Madeleine : Ya.

Lors : Med c’hwi -- te ‘zo deut benn da zeskiñ nê, med daoust hag-eon out ken mad da zeskiñ ar c’hi ?

Madeleine : Da zeskiñ ar c’hi ?

Lors : Ya

Madeleine : A ya, a ya, eñ ‘sent diouin memes bremañ !

Lors : A bon

Madeleine : A, bremañ eo krog’t da sentiñ diouin, ha pé senta ket...

Lors : petra rit ?

Madeleine : A ben 'nê un «dérouillée»

Lors : A bon

Madeleine : A ba ya

Lors : Ha mod-se vé dreset ?

Madeleine : A ya, ha neun welez nañ c’hont war e gorf aze-giz-se war an ti, ha sell diouin neun

Lors : 'Nê aon koa...

Madeleine : Ya.


Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Madeleine : Ya

Lors : Ha kezeg n’az peus ket bet ?

Madeleine : A nann

Lors : Dijà e-barzh ar bloavezh eizh ha tri-ugent, dijà e oa trakteurioù koa...

Madeleine : A ba ya

Lors : Ya ya ya

Madeleine : Eo, pa oan e-barzh ar gêr, am bije -- e oa -- e oa kezeg, pa oan -- pa oan e-barzh ar gêr, gant ma zud ivez, e oa diou gazeg

Lors : A bon a ya

Madeleine : A ya, ha bet -- bet labouret ganto

Lors : A bonn

Madeleine : A ya, me am eus bet labouret gant ar c’hezeg hein

Lors : D’accord

Madeleine : A ya

Lors : Hag ho tud n’o deus ket prenet trakteur anezho ?

Madeleine : A eo ma -- ma dad en doa prenet un trakteur, goude neuze -- goude e oamp dimezet – ni neuze en doa – neuze en doa gwerzhet e gezeg, peogwir... eñ en dije aon diouzh e c’hezeg.

Lors : A bonn

Madeleine : Hag peogwir me a vije dalc’hmat gantañ, a bin me a vije gant ar c’hezeg !

Lors : Ha pije ket aon ?

Madeleine : Ha me n’am bije ket aon, mes a-wechoù e vije graet trouz din, goud awalc’h a re, peogwir me a vanke din lakaat anezho o diou da labourad !

Lors : A bonn

Madeleine : A bin ya,pa c’haen da gerc’hat ur gargad -- ur gargad voenn, pe da gerc’hat n’eus forzh petra, me a lake anezho o diou … e vije lakaet unan -- unan araok hag an hini all... neuze e vije graet trouz din.

Lors : Abalamour da betra ?

Madeleine : Bin, abalamour eo peogwir en dije aon da laret ? penaos am bijen tapet ganto, gouzoud awalc’h a rez

Lors : A bonn

Madeleine : Ba ya, pe un deiz kaout aon diouzh un dra bennak, pe... anfin, bep seurt mod.

Lors : Ya memestra a-benn degas ur c’harrad foen e oa aezetoc’h kavout diou gazeg evit unan...

Madeleine : A ba ya !

Lors : Aezetoc’h dezho ivez

Madeleine : A bin,aezetoc’h e oa.

Lors : Ha c’hoazh n’az pije ket aon, setu...

Madeleine : A nann me n’am bije ket aon ha c’hoazh -- c’hoazh ouzhpenn da se, pa vijen oc’h ober se, pa -- alies 'wech esaen mont ma-unan, a-mod-se c’haen war gein an hini gentañ, an hini e vije e-barzh penn araok. Hag ar mod-se e vijen trankil, gouzoud awalc’h a rez.

Lors : Ha ne vouje ket ?

Madeleine : Ha honnezh ne vouje ket.

Lors : A nann mes c’hwi a zo un tamm « dresseuse » memestra Madeleine am eus aon ?

Madeleine : Ya ? O...

Lors : Ya, kar me am eus klevet laret... Ho saout a oar pelec’h mont, c’hwi a oar

Madeleine : An ya

Lors : Peseurt mod a reont neuze ?

Madeleine : A ya, ha pa c’heont maez ar porzh amañ e-giz-mañ 'c’h eont e-barzh o zu dehou, ha goude m'am bez c’hoant da gas anezho war ... e-barzh tu ar chapel

Lors : An tu kleiz

Madeleine : Ec'h an -- ec'h an e-barzh o zu dehou d’ober dezho da zont e-barzh o zu kleiz

Lors : Hag ec’h eont

Madeleine : Peogwir pa 'z an -- pa droan en un tu, e ouiant

Lors : Hag ec’h eont e-barzh an tu all

Madeleine : Neuze ec’h eont e-barzh an tu all hag e ouiant « amañ e-giz-mañ omp sañset da zont 'vid noz » ha da zont d’ar gêr eo memes mod ivez, e reont ur pezhad da beteg e-barzh o zu kleiz adarre, ha goude neuze pa vezont erruet war bouez kant -- kant metr diouzh ar porzh, a dreuzont an hent hag ec’h eont war o zu dehou.

Lors : Ha peseurt mod az peus gallet dresañ anezho a-mod-se ?

Madeleine : Bin eo

Lors : Ha c’hwi az peus desket dezho...

Madeleine : Kaozeal dezho pa vije kestion...

Lors : Ha te a lare dezho e brezhoneg ?

Madeleine : A bin ya

Lors : Peseurt mod larec’h ?

Madeleine : Bonn, mont d’an tu all e-giz-se bremañ, hein !

Lors : « Mont d’an tu all »...

Madeleine : Ya, « bremañ e vo ret deoc’h chañch tu ! »

Lors : Ar mod-se int bet desket ?

Madeleine : Ya

Lors : Mes c’hwi… te a zo deuet a-benn da zeskiñ anezho, mes daoust hag-eñ ez out ken mad da zeskiñ ar c’hi ?

Madeleine : Da zeskiñ ar c’hi ?

Lors : Ya

Madeleine : A ya, a ya, eñ a sent diouzhin memes bremañ !

Lors : A bon

Madeleine : A bremañ eo kroget da sentiñ diouzhin, ha pa ne sent ket...

Lors : Petra a rit ?

Madeleine : A bin, en deze un « dérouillée » !

Lors : A bon

Madeleine : A ba ya

Lors : Ar mod-se e vez dreset ?

Madeleine : A ya, ha neuze e welez anezhañ o vont war e gorf, aze e-giz-se, war an ti ha sellet diouzhin neuze...

Lors : En deze aon koa...

Madeleine : Ya.

Komzoù Brezhoneg

Komzoù brezhoneg a zo un heuliad pennadoù video enrollet gant Lors Jouin evit dastum komzoù gant tud brezhoneg, hag evit kaout un tañva deus liester ar parlantoù hag an taolioù-mouezh e brezhoneg.

Kevelourien

Skol Vreizh