MENEZ DREGAN e PLOENEG (PENN-AR-BED)

ul lec'hienn eus Henoadvezh ar maen izel (500 000 da 300 000 bloaz zo)
Aozer : Jean-Laurent Monnier / Gouere 2020
Ur furchadenn veur hag ur programm etre-danvezel a zo bet lakaet e plas evit furchal gwelead Menez Dregan-1 E Ploeneg (Penn ar Bed), ur gwelead e-liamm gant ar strollad Kolombanian, bet dizoloet gant Bernard Hallegouët.

Ur vougev-mor a-gozh

Tamm-ha-tamm eo kouezhet en he foull toenn ar vougev-mor gozh. Ar mod m’eo bet leuniet a ziskouez ur bilañs gouelezennel dister a-walc’h, enni gouzedoù kozh diwar an aod, gant meur a doull en abeg da grignadur ar mor. Tri gwiskad  stratigrafek  (gwiskad 9, gwiskad 7 ha gwiskad 5&4) a ziskouez mat annezadur an dud, gouzedoù diwar an aod etrezo a ziskouez splann ar mareoù ma n’int ket bet annezet. Ar gwiskad 5 dreist-holl a zo ennañ meur a live annezadur (gwiskadoù moan ferennek deuet diwar c’hrignadur ha diwar an ad‑kempennadurioù savet gant an annezidi). Gant an amzeriadurioù e c’heller lakaat an annezadur kentañ etre 500 000 ha 400 000 bloaz. Lec’hiet e vefe an annezadurioù ar gwiskadoù 4 ha 5 etre 300 000 ha 400 000 bloaz.

Ostilhoù diwar reier benet

Anavezet eo ganeomp ar strolladoù tud zo bet o chom e Menez Dregan a-drugarez d’an ostilhoù savet diwar mein kalfichet a zo chomet war o lerc’h. Daoust d’ar furchadegoù eo dianavezetoc’h re ar gwiskadoù koshañ (9 ha 7). Ostilhoù ar gwiskadoù uhelañ (gwiskad 5) a zere ouzh pezh a reer Kolombanian E-tal un niver mat a skeltrennoù ha tosoù maen e kaver ivez bili kalfichet (« choppers » dreist-holl), bili frailhet ha bili savet diwar dilemel tammoù un-hag-un, hag ostilhoù skañv, reoù hosket pe reoù dantet munud dreist-holl, met ivez raklouerioù damheñvel an darn vras anezho. Ar mod da zibezhiañ a veze hini klaktonian». met kavout a reer ivez a-wechoù doareoù « dibezhiañ kantek ».

 

Menez-Dregan, chopper - CNRS/UMR6566 J.L. Monnier
<span class=klaktonian». - CNRS/UMR6566 J.L. Monnier" src="/becedia/sites/default/files/medias/dossiers-thematiques/les-plus-anciens-t%C3%A9moins-de-l-occupation-en-bzh/encart%20menez%20dregan/Menez-Dregan-denticul%C3%A9%20sur%20%C3%A9clat%20de%20silex.jpg" title="klaktonian».">

Frammoù an oaledoù savet a-wiskadoù

Dedennus eo lec’hienn Menez Dregan ivez dre ar « frammoù » a c’hell testeniañ eus oaledoù graet war o zro gant an dud, oaledoù e-touez ar re goshañ bet kavet er bed. Frammoù tanoù ma kaver en o c’hichen restachoù glaou-koad hag eskern e-leizh, met ivez mein kailhastr ha mein bet en tan, setu pezh a gaver stank er gwiskadoù 9, 7 ha 5. Er gwiskad 9 e kaver un takad ruziget a c’hellfe bout un oaled kozh « kampoullet », deiziadet tro 450 000 bloaz. Er gwiskad 7 ez eus bet kavet ivez un oaled all kampoullet. P’eo bet furchet ar gwiskad 5 ez eus bet kavet tri oaled frammet : en diaz (5e-6) e kaver neuze bili bet en tan gant danvezioù karbonek e-leizh (deiziadet tro  380 000 bloaz). E 5c e kaver ur framm savet mat diwar daroùigoù en ur c’helc’h, darn eus un dant olifant en e greiz; displeget eo e vefe un oaled kozh bet skarzhet e ludu, ha kadarnaet eo bet an displegadenn-se gant muzulioù fizikel. E 5d eo bet lakaet war-wel traoñ un oaled kampoullet. Rouez-tre an « oaledoù » bet adkavet diouzh ar mare-se ; e gwelead Terra Amata e Nice, eus an hevelep mare pe seig, ez eus bet kavet unan ivez. [http://www.musee-terra-amata.org/]

En holl ez eo 6 live annezadur war gwiskadoù disheñvel d’an nebeutañ zo bet lakaet war-wel e Menez Dregan, marevezhioù a live-morioù uhel kenetrezo. Pa soñjer pegen krignet eo bet al lec’h a-hed ar milvedoù e c’heller soñjal n’eus dirazomp nemet relegoù gwiskadoù kalz niverusoc’h.

Menez-Dregan, oaled savet a-wiskadoù 5c - CNRS/UMR6566 J.L. Monnier

An eskern bet kavet

Ouzhpenn an darn dant olifant-mañ ez eus bet kavet eskern bronneged meur er gwiskad 9, asambles gant ostilhoù maen all. Met ar stad fall ma ’z int bet miret n’eus lakaet ar furcherien da staliañ ur programm paleo-genetek evit termeniñ an ADN kozh bet kavet. Evel-se eo bet lakaet war-wel e oa eus ur perisodaktil. Evel-se ez eus bet gellet prouiñ e veze debret geotdebrerien bras gant pobloù ragistorel Menez Dregan, dre ar chase pe debriñ gagnoù. Heverk eo memestra ez eus bet kavet roudoù ur galedenn diwar  un arvevad bouzelloù karrekaet (Toxocara canis) pezh a lak anat e oa deuet bleizi-broc’hed war un dachenn annezet gant an dud ur 400 000 bloaz zo.

Doareoù hin klouar

War vord an aod a-vremañ eo bet kavet holl gweleadoù ar strollad-mañ, hag an holl anezo e gwasked torosennoù uhelennoù-mor kozh. An holl anezho a oa staliet war danvez traezhennoù kozh, pezh a c’hellfe diskouez e oa bet eus ar staliadurioù-se nebeut amzer goude ma krogfe live ar morioù da vont war-draoñ, dindan hin klouar a-walc’h neuze. E Menez Dregan e c’heller lec’hiañ an annez en ur marevezh paleo-hinel klouar a-walc’h ha meurvorel, met o vont tamm‑ha‑tamm war yenaat. Hervez an ardremez dindan-vor, ne zlefe ket bezañ bet gwall bell an aod er mare ma oa annezet al lec’h gant an dud, moarvat etre 5 ha 10 km pelloc’h nemetken.

Relegenn ebet

Diouzh pezh zo bet kavet er furchadeg betek-henn, ne gaver ket a eskern tud. Posupl eo kaout ur soñj eus o neuz koulskoude, pa geñverier gant an eskern bet kavet e gwelead  Caune an Arago (Tautavel, Pireneoù ar Reter), bet annezet tamm-pe-damm d’an hevelep mare [http://www.tautavel.culture.gouv.fr/]. /]. War a seblant e vefent bet tud « rak‑neandertal » hag o morfologiezh a zo bet studiet hag adsavet en ur mod dedennus dija.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Jean-Laurent Monnier, « MENEZ DREGAN e PLOENEG (PENN-AR-BED) », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 27/07/2020.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/menez-dregan-e-ploeneg-penn-ar-bed

LEVLENNADUR

  • Hallégouët B., Hinguant S., Gebhardt A. & Monnier J.L., « Le gisement paléolithique inférieur de Menez-Dregan 1 (Plouhinec, Finistère). Premiers résultats des fouilles », Bulletin de la Société préhistorique française, 1992, t. 89, p. 77-81.
  • Bouchet F., Araujo A., Harter S., Chaves S.M., Duarte A.N., Monnier J.L., Ferreira L.F., « Toxocara canis (Xerner, 1782) Eggs in the Pleistocene Site of Menez-Dregan, France (300,000-500,000 Years Before Present) », Mem. Inst. Oswaldo Cruz, Rio de Janeiro, 2003, vol. 98 (Suppl.), p. 137-139.
  • Lefort J.P., Monnier J.L. & Marcoux N., « Apport de la géologie marine à la détermination des sources de matières premières au Paléolithique dans le Massif armoricain : Origine possible du silex utilisé sur les stations paléolithique inférieur de Menez-Dregan (Plouhinec, Finistère, France), implications paléoclimatiques et paléo-environnementales », Quaternaire, 2007, 18 (3), p. 233-241.
  • Monnier J.L., Hallégouët B., Hinguant S. & Molines N., « La datation de l’habitat paléolithique inférieur de Menez-Dregan 1 (Plouhinec, Finistère, France). Argumentation géologique et archéologique ». Actes des XXIe Rencontres internationales d’Archéologie et d’Histoire d’Antibes : Datation (19-21 octobre 2000) Éditions ADPCA, 2001, p. 261-277.
  • Monnier J.L., Hallégouët B., Hinguant S., Falgueres C., Laurent M., Yokoyama Y., Auguste P., Bahain J.J., Marguerie D., Molines N. & Morzadec H., « A new regional group of the Lower Palaeolithic in Brittany (France) recently dated by Electron Spin Resonance », C.R. Acad. Sci. Paris, 319, II, 155-160.
  • Ravon A.L. & Monnier J.L., « La transition Paléolithique inférieur-moyen dans l’Ouest armoricain : l’exemple de la couche 4 du site de Menez-Dregan 1 (Plouhinec, Finistère) ». Bulletin de la Société préhistorique française, 2013, 110, 1, p. 7-23.

Sites

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité