Mikro braserezhioù e Breizh : ur c'hresk abominapl

Ur seurt mare aour emañ bremañ evit ar c'hrouidigezhioù bier. A bep seurt goustoù e kaver er vro, kaset lies mat get mikro-brasserezhioù nevez lañset.

Tud vat oe tro-dro d'an daol e RBG e Pondi evit lakaat ar gaoz àr an dra-se : Tugdual Girard ag ar stal-tavarn Mar'Mousse e Plerin, ha Yann-Vadez Galloudeg a volonte-vat evit ar mikro-brasserezh Bambelle (e bro Redon). Tizhet e oa bet ivez Gwenole Ollivier dre bellgomz, evit ar braserezh D'Istribilh.

Gant : Tugdual Girard, Yann-Vadez Galloudeg, Gwenole Ollivier

Un abadenn kaset get Enora Molac ag RBG asambl Mikael Bihannig ag ar gevredigezh BCD, get Gaël Le Du (RBG) àr an teknik.

Abadenn radio Sevenadurioù

An abadenn radio « Sevenadurioù » a zo kensavet gant « BHS – Brudañ ha Skignañ », bodad ar radioioù kevredigezhel e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Kerne, Arvorig FM ha Radio Bro Gwened.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité