Mina Gladys Reid, ael gwenn ar banniel steredennek

Aozer : Erwan Le Gall / Eost 2020

E fin an XIXvet kantved e oa eus Dinarzh hag eus an aod tro-war he zro unan eus al lec’hioù ma prizie kalz an dud cheuc’h dont da hañviñ pe da bourmen o c‘haliteoù eno. N’eo ket souezhus eta e vije bet paket eno touristed pinvidik deuet da ebatiñ war draezhennoù Mor Breizh pa darzhas ar brezel. Tapout a reas al lod brasañ eus ar Vreizhveuriz mont war o c’hiz d’o bro. Ar Rused hag an Amerikaned avat a voe trapet da vat e Breizh.

Evel e voe kont gant Mina Gladys Reid, bet ganet d’an 19 a viz 1894 e Baltimore (Maryland, Stadoù-unanet) ha d’he mamm a oa o hañviñ o div en ostaldi Windsor e Dinarzh pa voe disklêriet ar brezel. Bet e oa c’hoazh an dimezell c’hallgar-se o pourmen he c’halite e Bro-Frañs c’hwec’h miz-pad e 1913. Karr e oa-hi d’ar jeneral Joffre, pennjeneral ar arme chall.

Daoust hag ar gerentiezh veur-se an hini zo kaoz ma nac’has an dimezell distreiñ d’ar Stadoù-Unanet evit ober war-dro ar wazed bet gloazet er brezel, evel klañdiourez a youl vat en ad-ospital nenn 28 bet staliet en ostaldi Royal e Dinarzh ? Sur-awalc’h… ha pa n’eus diell ebet ouzh en prouiñ da vat. N’eus douetañs ebet avat war engouestl ar plac’h yaouank bet medalennet meur a wech evit kement-mañ ; medalenn a enor ar c’hleñvedoù-red (en arc’hant) paneveken a veze stad enni lakaat war-wel d’an holl, spilhennet ouzh he bruched.

Souezhusat a donkadur avat, hini Mina Gladys Reid. Paouez a reas d’ober war-dro ar re c’hloazet e miz here 1917 evit mont d’ar Stadoù-Unanet da zimeziñ gant Virgil A. Lewis, ur blenier ambulañsoù a youl-vat anezhañ ivez, a oa e Bro-Frañs abaoe 1914. Krog gant ar brezel abaoe miz ebrel 1917 ha dilestret o soudarded e Breizh dre porzh Sant-Nazer abaoe miz even 1917 e oa ar Stadoù-unanet war-nes mont d’an argad a-enep armeoù ar C’haizer, dres pa oant o koll unan eus o brudetañ « aelioù gwenn ».

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Erwan Le Gall, « Mina Gladys Reid, ael gwenn ar banniel steredennek », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 25/08/2020.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/mina-gladys-reid-ael-gwenn-ar-banniel-steredennek

Sachet Claudia, « Une Américaine à Dinard. Miss Mina Gladys Reid, infirmière bénévole (1914-1917) », in Joret Éric et Lagadec Yann (dir.), Hommes et femmes d’Ille-et-Vilaine dans la Grande Guerre, Rennes, Conseil général d’Ille-et-Vilaine / Société archéologique et historique d’Ille-et-Vilaine, 2014, p. 152.

La Grande Guerre, un tournant dans l’histoire des femmes ? Livret d’exposition, Rennes, Archives départementales d’Ille-et-Vilaine, 2018.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité