NoBorder#6 : Emgavioù etrebroadel ar glad dizanvezel e Breizh

Evit an abadenn-mañ emaomp staliet er Quartz, e Brest, da geñver Emgavioù etrebroadel ar glad sevenadurel dizanvezel e Breizh, e lec'h ma oa bet skignet evit ar wech kentañ Un nozvezh e Breizh, un teulfim bet sevenet gant Bastian Gwilhou.

Abadenn radio Sevenadurioù

An abadenn radio « Sevenadurioù » a zo kensavet gant « BHS – Brudañ ha Skignañ », bodad ar radioioù kevredigezhel e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Kerne, Arvorig FM ha Radio Bro Gwened.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité