Perzh Gwengamp evit kas an emsavadeg pelloc’h

Aozer : Gauthier Aubert / Genver 2017

Gwengamp, ar gêrig-se war treuzoù Breizh-Izel a zo bet bras he ferzh evit kas pelloc’h an emsavadeg war-zu kornôg ar vro. E dibenn miz Mae 1675 e oa erruet ar c’heloù-mañ eno eus Roazhon, evel e lec’h all e Breizh : ne blegfe ket ar roue evit a sell an tailhoù, ha kaset e vefe soudarded raktal da gement lec’h ma savfe trubuilh. Tomm-tomm ar speredoù, padal e voe didaeret buan d’ar re daerañ, ha n’ez eas ket an traoù da bell war a seblant. Un tamm disheñvel e voe an afer e Gwengamp avat, abalamour ma oa eno ar markiz de La Coste, roet kemenn dezhañ gant an dug de Chaulnes ober a seurt ma vije savet an tailhoù diwar Breizh-Izel e-giz oa dleet. Rak mennet e oa ar markiz da lakaat doujañ an aotrouniezh a oa bet fiziet ennañ, ha d’ober skouer zoken, kuit a rankout degas soudarded, kement ha prouiñ pegen gredus ha strivus e oa ar Vretoned e servij ar roue. Pennoù bras kêr, spontet gant ar soñj e rankjent gouzañv ar soudardaj, a hastas ober un dra bennak, sed e voe lakaet ganto serriñ div blac’h hag ur paotr. Marc’harid Koad, ur vrezhonegerez hag a veve hec’h-unan, ha hi moarvat ar muiañ dizarmet ha dizifenn eus an tri frizoniad, honnezh a voe krouget. Pal un hevelep krougerezh e  Gwengamp a oa war un dro embann d’ar roue e oa sentus ar Vretoned daoust d’un tammig bennak a zifretañ e-mesk ar bobl amañ hag ahont, hag embann da dud Breizh-Izel ne oa ket dav dezho esperiñ tremen e-bioù an tailhoù. Strafuilh a savas un nebeudig devezhioù goude e Brieg pa voe klevet keloù eus donedigezh La Coste diouzh kostez Kastellin, e lec’h ma oa bet savet tud enep an tailhoù. Alese e voe aozet ar gentañ huadeg war-lerc’h salorjerien. Krog e oa emsavadeg ar Bonedoù Ruz.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Gauthier Aubert, « Perzh Gwengamp evit kas an emsavadeg pelloc’h », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 23/01/2017.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/perzh-gwengamp-evit-kas-an-emsavadeg-pelloch

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù