Pilhaouaerien ha pillotou, pilhaouerien eus Breizh

Aozer : Yann-Bêr Kemener / Kerzu 2016
An dibab dre zanvez n'eo ket un dra nevez. Betek an eil brezel bed o doa graet paotred ha maouezed, dreist-holl eus Menez-Are, o micher eus al labour-se, da lavared eo daspugn hag adreiñ talvoudegezh d'an danvezioù krai en ur gevredigezh, lec'h ma oa un diouer kriz anezho e embregerezhioù an artizaned ha goude en ijinerezhioù. Graet e veze pilhaouaer eus an den a glaske war-lerc'h ar pilhoù e Breizh-Izel, pilhotour pe pilhotaer e Bro Gwened. E Breizh-Uhel e veze anvet pillotou.

Dibarelezh ha kumuniezhioù lec'hel

Bez' eo ar c'henwerzh-mañ tra annezerien Menez Are, kouerien Bodveur, Brenniliz, Ar Fouilhez, Berrien ha Lokeored. Ober a reont war-dro tiegezhioù bihan-tre (etre 3 ha 5 hektar) gant un douar paour dre natur pe mod-all int hepken devezhourien pe merourien. Setu perak e astennont o c'hounidigezh en ur vont da bilhaoua en-diavaez eus mareoù al labourioù war ar maez.

Bez ez eus ur gumuniezh all e Kêr Ar Roc'h e Bro-Dreger, hini ar stoupaerien. Etre 1851 ha 1872 e oa savet un hanter-kant penn-tiegezh bennak (un annezad diwar eizh) o chom e-barzh karterioù traoñ-kêr ur seurt republik vihan gant ul langaj ispisial anvet tunodo.

Restachoù mat zo mat da gaout

Foetañ a reont dre ar maezioù o klask war-lerc'h pilhoù lienoù teuc'h kanab pe lin, dreist-holl evit fardañ paper, met traoù all ivez. Daspugn a reont an holl draoù, betek rouedoù pesketa pe kozh-houarn. Implijet e vez ar reun moc'h hag al lostoù kezeg da fardañ broustoù, gwisponoù a bep seurt , ar c'hrec'hen lapined, gozed pe loened gouez all d'ober mantilli. Mont a ra an eskern da aozañ peg, ar stoub, restachoù gros al lañfas lin pe kanab, da galafetiñ ar bagoù.

Pilhoù da fardañ paper

E Breizh e stag ijinerezh ar paper er XVvet kantved hag e ra berzh er c'hantvedoù da heul. Mont ar milinoù en-dro a-hed ar sterioù, dreist-holl e Bro Montroulez, Bro-Dreger ha Bro Felger. Graet e vez gant ar pilhoù trafikoù a bep seurt. Ezporzhiet e vez drailhoù al lienoù finañ da Vro-Normandi, d'ar Saintonge pe da Vro-Saoz. Setu perak e chom ar re grosañ e Breizh, ar pezh a lak nec'het ar bapererien, a c'hell produiñ paper pakadurezh nemetken.

D'an 8 a viz Meurzh 1733 e verz un aret a-berzh ar roue, a zo sañset diwall ar bapererien a-enep ar c'hevezerezh-se, pep monedonea ha pep grignolaj pilhoù en un dachennad tri lev a ledander a-hed an mor. D'an 21 a viz Eost 1771 e verz un aret-all, war-zigarez lemel dastumoù pilhoù flodus, sevel ha derc'hel en o stad milinoù-paper dindan peder lev eus an aodoù.

 Ur c’houblad pilhaouerien eus ar Fouilhez. Font ELD -Kevredigezh "Sur les traces de François Joncour".

Renkadur kevredigezhel

Heritañ a ra pep pilhaouaer ur parzh-pilhaoua hag e treuzkas anezhañ d'e vugale. Desket e vez ar vicher buan gant ar re-mañ, peurvuiañ e miz Gwengolo goude an eost, tri pe pevar bloaz diouzh renk. P' o deus bet ar sertifikad e dibenn ar skol kentañ derez, e ambrougont o zad pe e reont al labour evitañ.

Graet e vez ar peder c'hasadenn-pilhaoua etre mareoù al labourioù bras war ar maez : goude an eost e miz Gwengolo, etre Gouel an Hollsent ha Nedeleg, etre deiz kentañ ar bloaz hag ar mare da lakaat an avaloù-douar, e miz Meurzh pe miz Ebrel, hag e miz Mae ha miz Even betek mare ar foennoù.

 

Ar parzhioù

Ar parzhioù gwellañ evit ar bilhaouaerien zo plaenennoù ar Porzhae pe Bro-Leon, bord ar mor, ar porzhioù peskerezh, ar c'hêrioù, plasoù lec'h m'eo bras stankted an dud, lec'h ma c'hell an annezerien prenañ dilhad nevez e-lec'h peñseliat a re gozh. «Lec'h m'ema an dud ema ar pilhoù !», a lavare Mari Menez, ur bilhaouaerez gozh ganet e 1899 er Fouilhez.

Pemdez ar bilhaouaerien

Da gentañ tout ez eont da di ar marc'hadour pilhoù a-vras a ro dezho listriajoù eil choaz o tont eus tier-failhañs norzh pe reter Bro-C'hall evit an trok. Goude-se ez eont betek o parzh, lec'h ma feurmont ur pezh evit lojañ hag ur c'hrañj evit dispartiañ ha berniañ o filhoù.

Abred-tre diouzh ar mintin e kemeront penn an hent evit reiñ da c'houzout int erruet er vro. Huchal a reont e brezhoneg «Pilhoù d'ar pilhaouaer !» pe «Pilhoù, pilhoù, krec'hen lapined !» evit ma c'hellfe ar maouezed, a zo chomet er gêr, aozañ ar pakadennoù. Da c'houde e teuont en-dro goude kreisteiz pe en abardaevezh evit daspugn ar varc'hadourezh.

A-raok ar c'hentañ brezel-bed e eont war droad. Goude-se e prenont ur penn-kezeg, ur c'harr pe ur charabañ.

Berniañ a reont o «freizadur» e lec'hioù zo evit ma vefe daspugnet goude-se ha kaset gant ar c'harr betek an ti bet feurmet ganto. Eno e ve dispartiet ar varc'hadourez e-pad ur sizhunvezh pe ouzhpenn. Da c'houde e vez kaset an traoù kozh betek ti ar marc'hadour a-vras annezet peurliesañ e kêr. Eno e resev ar pilhaouaer e arc'hant ur wech diskontet priz al listriajoù evit an trok.

Ar bouezadenn hag e statud e-keñver al lezenn

Ur gwir ard eo ar bouezadenn. Graet eo gant ur c'hrog-pouezer «roman» pe unan bihan gant ur winterell a c'hell bezañ kuzhet buan er godell pa vez gwelet beg-e-dog o tont.

Gant lagad ar mestr e oar ar pilhaouaer hag-eñ e talv ar bakadenn pilhoù hag, adalek ar c'hentañ brezel-bed, hag-eñ n'eus ket re a zanvezioù-kenaoz enni. Peotramant e lak dre guzh e droad dindan ar bakadenn evit ma bouezfe nebeutoc'h. Neuze e kennig ur priz hag a-wechoù e ranker marc'hata.

Ha pa zisfiz ar maouezed diouzh ar pilhaouaer, e tegemeront anezhañ gant pled hag interest. Pourchas a ra dezho un nebeut listriajoù nevez : bolennoù, asiedoù gant kilheien pe bleunioù, podoù-soubenn, grekoù, ha mouchoueroù ivez ouzh danvezioù teuc'h. Kavout a ra gwelloc'h gwerzherien zo, ar vevelien pe ar baotred yaouank, kaout un tamm arc'hant evel gwerzh-butun.

Goude ar brezel 14 e rank ar bilhaouaerien derc'hel en e reizh ur c'haier gant o gwerzhioù evit ma vefe lakaet tailhoù war sifr o aferioù ma vefe ret.

Degas a ra ar pilhaoua kalz arc'hant betek an eil brezel-bed, met arabat d'ar pilhaouaer komz eus ar pezh en deus gounezet, ma ne fell ket dezhañ bezañ riblet war hent ar gêr.

Un diskar dre ret

Goude ar brezel 14, e tigresk ar pilhaoua dija, peogwir o deus kemeret an danvezioù-kenaoz, na c'heller ket implij evit fardañ toaz paper, lec'h an danvezioù kanab, lin pe kotoñs. Muioc'h-mui e implij an uzinoù paper kelluloz disachet eus ar c'hoad hervez un teknik bet lakaet da dalvezout e dibenn an XIXvet kantved.

Goude an eil brezel-bed, e paouez ar pilhaoua a-viken, zoken ma zalc'h un nebeut milinoù paper an doare hengounel da fardañ paper-pilhoù.

 

 

Troet gant Yann-Bêr Kemener

Levrlennadur

  • Kemener Yann-Bêr, Moulins à papier de Bretagne – Une tradition séculaire, Morlaix, Skol Vreizh, 1989.
  • Kemener Yann-Bêr, Pilhaouer et Pillotou, chiffonniers de Bretagne, Morlaix, Skol Vreizh, 1992 (3e édition).
  • Favreau Jacqueline, Pilhaouer et bonnet rouge, Le Faouët, Liv’Éditions, Pochothèque jeunesse, 1998, 128 p. (épuisé).
  • Le Hérissé Yann, Vers une étude des chiffonniers du grand Ouest, diplôme d’Études appliquées en histoire, Université du Havre, 1er juillet 2002.
  • Le Hérissé Yann, « Des pilhaouer de Plouec-sur-Lié aux chiffoniers de Gournay-en-Bray (1881-1977) » ABPO, tome 109, n°2, 2002, pp.93-102.
  • Caroff Jean et Huon François, Moulins à papier de Bretagne et familles papetières de Bretagne du XVe siècle à nos jours, Centre généalogique du Finistère/Au fil du Queffleuth et de la Penzé, 2015, 364 p.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù