POT, sevenadur ha yezhoù Breizh

Bloaz 'zo, setu boulc'het ez-ofisiel koulz adaozañ an implij-amzer skol. Peseurt plas evit yezhoù ha sevenadur Breizh e-doug ar Prantadoù Obererezhioù Tro-Skol ? Sed aze tem an emgavioù bet aozet e miz Ebrel gant ar gevredigezh Bretagne Culture Diversité / Sevenadurioù.

Abadenn radio Sevenadurioù

An abadenn radio « Sevenadurioù » a zo kensavet gant « BHS – Brudañ ha Skignañ », bodad ar radioioù kevredigezhel e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Kerne, Arvorig FM ha Radio Bro Gwened.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité