René Hamon - Mellioneg

RENÉ HAMON -MPEG-4

E Mellioneg eo bet degemeret Lors Jouin gant René Hamon.

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin:

Lors : Chaseour lapined kalz

René : O ya ya lapined o ya gadaou klujiri klomed kevelegi toud al loned koa med d'er c'hours oa loned maleurus ben ar blé­man m'eus ma m'eus bet ba ya arrriuet ma fermi pemp pemp permi ha tri­uigent m'eus bet

Lors : A ya

René : Ya 'ba 'oed a c'hwezeg vlé moé komanset kar moé ket droad da chiboej a­raog o memesta a raein

Lors : Ya

René : med pe moé bet ma fermi da c'hwezeg vlé me ' lar dac'h an dé­sé oé sakré deweh 'vidon o la la la ha ankouain ket james

Lors : hag ho fusul kentañ ?

René : A ba ma fusul kentañ ma zad 'noé 'noé daou euh div fusuillenn koa

Lors : A ya

René : Ya ya

Lors : hag e neus roet inon

René : A ya ya ya ya

Lors : ha peseurt hani ' oé ?

René : O hani 16 inon « à percussion centrale » d'er c'hours­se oé ket oé ket bo bo 'n « Hammerless » komanse dont koa med dam kozi toud er fusinoù fusinoù a chach ( à chien ) oé groeit deus sé

Lors : A ya

René : Ya ya

Lors : ha peseurt mod peseurt difers ' oa 'tre ar c'hours­se ha bremañ ?

René : O bein bremañ chiboej neus ket loned kin hein

Lors : Nann

René : N'eus ket loned kin bo bidouc'hed bidouc'hed e vé lac'het ' zo med louarned moc'h goué eu med « gibier » loned bihan n'eus ket ken n'eus ket na kounifed gadaoù marse ' zo un 'noneket ( quelques uns ) med n'eus ket kalz

Lors : Nann

René : klujeri peh pé vé lachet med hend­erell n'eus ket

Lors : A bon

René : Re goué n'eus ket nann nann nann nann faisanyed vé lachet eue meur a wech choma un nonnek med choma ket kalz a nann

Lors : Ha marse ma vé lachet faisanyed al louarned c'h a warné

René : O ya al louarned er bused toud al loned koa o ya

Lors : Ha petra ' zo kaos n'eus ket loned ...

René : Ben 'n henchoù ' ra, "penses­ tu", loned goué zur wac'h ha opfff er peh e vé laket 'ar an douar arañja ket eué

Lors : A ya

René : Toud er produioù

Lors : A ya

René : Toud er produioù a vé laket 'ar 'n douar sé arañja ket el loned hein 'peus ket 'met sell gwenan gwenan vé ket gwel't kin

Lors : A gwenan ya

René : A n'eus ket kin hein surtoud 'zo ur bern er blé­man ' zo merchen gwenn ha 'ar merchen gwenn veze gwel't gwenan lar « à volonté « 'ba 'raog mes n'eus ket kin

Lors : N'eus ket kin

René : A nann nann nann nann

Lors : An dra­he a zo trist memestra

René : A nann nann nann

Lors : Ha peus ket soñj deus un deweh chase lec'h oa bet chiboej kalz hag kalz tud ha chas ha toud

René : O dam

Lors : Memes gwechall

René : Ya ya ya ya o ben d'er c'hours­sé dé an « ouverture » oé un eur med a­hend­erell ' heller chiboej adaleg ' vintin adaleg weler spann bitag noz koa

Lors : A ya

René : A ya da vintin sur wac'h ' c'haemp d'ar c'hounifed da gadaoù toud el loned toud peh gowim ( gavaem ) koa med stang wac'h oemp ket 'vid dougen toud peh lac'himp. O nann, gwel't m'eus get ma zad dé an « ouverture » hon doé lac'het naondeg klujar tri pé boar gad ha ouian ket... O, kounifed hon doé lac'het eue oemp ket 'vit dougen er peh e lahim hein

Lors : A bon

René : O nann

Lors : Med peseurt mod oé moian doc'h debo toud an traoù­se ?

René : O la gwerzet 'vezint tal e rae an taol hein

Lors : A bon

René : O ya dé an « ouverture » arriuemp da baeo ar permi gartenn ar c'hartouchaoù gozeig ( hogozig ) 'vid er seson

Lors : A bon

René : O ya soñj m'eus ur bleac'h ... oen oiet da zikour ur c'honsort d'ober 'vid dorno an eost koa ha c'houniemp mil mil lur « ancien » d'er c'hours­sé koa mil lur

Lors : A ya an deweh ?

René : An deweh ha da chiboej ge' ma zad hon doé graet d'ohpenn pemzeg mil

Lors : peb hani ?

René : pemzeg mil ya

Lors : 'tre daou ?

René : 'tre daou ben dale ket an taol mond da mond 'ba 'n humenn ( poussière ) hein

Lors : A ya ya ya hag imen vehe gwerzet ?

René : O ben 'ba toud er bureioù butun ha toud ar jeu

Lors : A ya ?

René : A ba amañ 'ba Melioneg oé tri « dépôt ».

Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Lors : Chaseour lapined kalz ?

René : O ya ya lapined o ya kujiri klomed kefelegi toud al loened koa mes d'ar c'houlz­se e oa loened maleürus ! Ben, ar bloaz­mañ am eus ma... am eus bet... ba ya, erruet ma « fermi » pemp... pemp « permi » ha tri­ugent am eus bet !

Lors : A ya ?

René : Ya, e­barzh an oad a c'hwezeg vloaz am boa komanset kar n'am boa ket droad da jiboesat araok, o, memestra a raen...

Lors : Ya

René : Mes pa moa bet ma « fermi » da c'hwezeg vloa, me a lar doc'h an deiz­se e oa sakre devezh evidon, o la la ha n'ankounac'hin ket james

Lors : Hag ho fuzuilh kentañ ?

René : A ba ma fuzuilh kentañ ma zad en doa en doa daou « euh » diou fuzuilhenn koa

Lors : A ya

René : A ya

Lors : Hag en deus roet unan

René : A ya ya ya ya

Lors : Ha peseurt hini e oa ?

René : O hini 16 unan « à percussion centrale », d'ar c'houlz­se ne oa ket... ne oa ket... eo eo an « hammerless » komanse dont koa mes « dam » kazi toud ar fuzilhoù fuzilhoù a chas e oa graet diouzh se

Lors : A ya ?

René : Ya ya

Lors : Ha peseurt mod, peseurt diferz e oa etre ar c'houlz­se ha bremañ ?

René : O ben jiboej, n'eus ket loened ken hein...

Lors : Nann

René : N'en deus ket loened ken, eo, bidoc'hed, bidoc'hed e vez lac'het a zo mes louarned, moc'h goueñv ivez mes « gibier », loened bihan n'eus ket ken n'eus ket na konifed gadaou marteze a zo unan'eket mes n'en deus ket kalz...

Lors : Nann

René : Klujiri ar pezh pa vez lachet, mes a­hend all n'eus ket

Lors : A bon

René : Re goueñv n'eus ket nann nann nann nann faisanyed e vez lachet ivez meur a wech chom un unanek bennaket mes ne jom ket kalz a nann

Lors : Ha marteze ma vez lachet faisanyed al louarned a ya warnezo

René : O Ya, al louarned, ar buzed toud al loened koa. O ya...

Lors : Ha petra a zo kaoz n'eus ket loened ?

René : Ben an hentoù a ra « penses­tu » al loened goueñv zur awalc'h Opfff ar pezh a vez lakaet war an douar 'aranja ket ivez

Lors : A ya ?

René : toud ar produioù

Lors : A ya

René : Toud ar produioù a vez lakaet war an douar se ne aranja ket al loened hein n'ho peus ket nemet sellet gwenan gwenan ne ver ket gwelet ken

Lors : A gwenan ya

René : Ha n'en deus ket ken hein surtoud a zo ur bern... ar bloaz­mañ a zo melchon gwenn ha war ar melchon gwenn e vize gwelet gwenan da laret « à volonté » e­barzh en araok, mes n'eus ket ken

Lors : N'eus ket ken

René : A nann nann nann nann

Lors : An dra­se a zo trist memestra

René : A nann nann nann

Lors : Ha n'ho peus ket soñj diouzh un devezh chase e lec'h e oa bet jiboej kalz hag kalz tud ha chas ha toud ?

René : O « dam »

Lors : Memes gwechall

René : Ya ya ya ya ! D'ar c'houlz­-se deiz an « ouverture » e oa un eur mes a­hend­all e c'haller chiboesaat adalek da vintin, adaleg e weler splann, beteg noz koa

Lors : A ya

René : A ya da vintin zur awalc'h ec'h aemp d'ar c'honifed d'ar gadaoù toud ,al loened, toud ar pezh a gavemp koa, mes stank awalc'h, ne oamp ket evid dougen toud ar pezh a lac'hemp o nann... gwelet am eus gant ma zad deiz an « ouverture » hon doa lac'het naonteg klujar, tri pe pevar gad ha ne ouian ket, o konifed hon doa lac'het ivez, ne oamp ket evit dougen ar pezh a lac'hemp hein

Lors : A bon

René : O nann

Lors : Mes peseurt mod e oa moaien da zebriñ toud an traoù­-se ?

René : O la gwerzhet e vezent, talvoud' a rae an taol hein

Lors : A bon

René : O ya deiz an « ouverture » erruemp da baeañ ar « permis », ar gartenn, ar c'hartouchoù kazimant evid ar sezon

Lors : A bon

René : O ya, soñj am eus ur bloavezh e oan aet da zikour ur c'honsort d'ober evid dornañ an eost koa, hag e c'hounezemp mil mil lur « ancien » d'ar c'houlz­se koa mil lur

Lors : A ya an devezh ?

René : An devezh ha da jiboesaat gant ma zad ouzhpenn pemzek mil

Lors : Pep hini ?

René : Pemzeg mil ya

Lors : Etre daou ?

René : Etre daou ben ne dalve ket an taol mont da mont e­barzh an humenn hein

Lors : A ya ya ya hag emen e vize gwerzhet ?

René : O ben e­barzh toud ar buroioù butun ha toud ar jeu

Lors : A ya ?

René : A ben amañ e­barzh Melioneg e oa tri « dépôt »

Komzoù Brezhoneg

Komzoù brezhoneg a zo un heuliad pennadoù video enrollet gant Lors Jouin evit dastum komzoù gant tud brezhoneg, hag evit kaout un tañva deus liester ar parlantoù hag an taolioù-mouezh e brezhoneg.

Kevelourien

Skol Vreizh