Samain, Barzaz Breiz ha Kalevala

n taol-mañ e vo komzet dreist-holl eus ar c'hendael aozet gant ar CRBC e maner Kernod (Mellag) d'an 12 ha d'an 13 a viz Du evit lidañ daou c'hant vloaz ganedigezh Kervarker, dastumer ha skrivagner bet embannet gantañ al levr mil vrudet Barzaz Breiz e 1839.
Gant Brigitte Kloareg ez aimp d'ober un tamm tro betek Bro gKareli a-benn ober muioc'h anaoudegezh gant ar C'halevala, un oberenn par d'ar Barzaz Breiz e meur a geñver bet embannet e 1835 gant Elias Lönnrot.

Hep disoñjal kronikenn Mikael war dem ar Samain, ar Vretoned hag ar marv : un digarez da lidañ ar mizioù du hag ar bloaz nevez evit ar Gelted.

Abadenn radio Sevenadurioù

An abadenn radio « Sevenadurioù » a zo kensavet gant « BHS – Brudañ ha Skignañ », bodad ar radioioù kevredigezhel e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Kerne, Arvorig FM ha Radio Bro Gwened.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité