Sant Erwan hag ar vreizhadelezh

Aozer : Georges Provost / Du 2016
D’an 19 a viz Mae 1303 e varvas Erwan Helouri en e vaner, Kervarzhin, tost da Landreger. Ur beleg emgastiz a oa anezhañ, ur skouer a justis hag a garantez ouzh ar beorien, he deuet eo da vezañ un arouez eus ar vreizhadelezh, penn-da-benn d’ar vro ha pelloc’h e-touez Breizhiz divroet. Ur roud espar eo bet e hini eta, dioutañ e-unan, ur blanedenn evel n’eus bet hini all ebet e Breizh : « Nann n’eus ket en Breizh, nann n’eus ket unan, nann n’eus ket ur sant evel sant Erwan » sed a lavare kantik Tregeriz e 1883.

Dic’hortoz roud e blanedenn

Ganet e oa Erwan en un tiegezh eus noblañs izel Bro-Dreger war-dro 1250, ha da gentañ e oa bet en soñj da vont da varner an iliz, ar pezh a vije bet dleet diouzh e orin ha diouzh e studi e Pariz hag en Orléans, defot a skol-veur e Breizh. Deuet ma oa da vezañ ofisial (barner) dindan arc’hdiagonded Roazhon, e taremprede leandi tadoù Sant Frañsez. O le a baourentez, a c’halve ar re-se da vevañ enni diwar skouer Jezus Krist, a vroudas Erwan tammig ha tammig da cheñch e vod da vevañ. Ne zilezas ket e garg a ofisial – dindan eskob Landreger a-benn neuze –, nemet e veze pleustret honnezh gant ar skrupulusañ reizhded hag ar brasañ damant ouzh ar beorien. Tra ma teu da vezañ person parrez Tredraezh ha goude-se hini Louaneg, e vez dreist-holl o foetañ hentoù Bro-Dreger, diloer e dreid e-barzh e votoù-lêr laset, o prezeg an Aviel gant gred. Ken nes en em gave ouzh ar geizh ken e voe lakaet gantañ e vaner Kervarzhin da ospiti evito. Pa varvas e teuas ur mac’h tud, ha burzhudoù forzh pegement da heul. Tregont vloaz war-lerc’h e vo kouchet eñvorennoù an dud war baper evit magañ an enklask a gaso Erwan Helouri da vezañ lakaet gwenvidik ha neuze sant gant Klemañs VI d’an 19 a viz Mae 1347.

Skouer peurvat ar veleien, ar varnerien hag ar re da vout barnet, an duged…

Pa ziviz ar Pab en Avignon lakaat da sant war an aoterioù ur beleg sekulier a renk izel, ez eo evel un uhelvennad, ur skouer vat kinniget da gement person parrez, hag int tud gwall zister alies d’ar c’houlz-se. Hogen e-touez ar micherioù hag ar c’hargoù all e vo tud o sachañ skeudenn Sant Erwan war o zu ivez. An dud a lezenn a lak anezhañ prestik da vezañ o diwaller, penn-da-benn da Europa, pe demdost : enoret e vez gant delwennoù, livadennoù, relegoù… eus Praha da v/Breslau (Wroclaw), eus Leuven da g/Köln. Ar studierien vreizhat e skol-veur Angers, ar birc’hirined aet eus Breizh da Roma a lak anezhañ da sant patrom o « nasion ». Dizale e vo skoazellet an devosion da Sant Erwan gant an duged, koulz Bleiz koulz Moñforzh, kontant da gaout evit o riez ul lid hag a vefe dezho o-unan. Yann V, da skouer, a lak sevel portal Sant-Erwan e iliz-veur Naoned war-dro 1450. War bez ar sant e Landreger e lak sevel ivez ur mell monumant a vaen-bez e-barzh an iliz-veur, ha goulenn a ra ma vo interet en e gichen. War an delwennoù, ar gwerennoù livet, an taolennoù diniver, e weler alies ar sant gant ur sae erminiget. Evit Yann Varner da gentañ e chom Erwan ar skouer peurvat koulskoude – unan a gav gwelloc’h reiñ o gwirioù d’ar beorien eget degemer arc’hant brein digant ar binvidien – evel m’en diskouez ar skeudennoù stroll livet pe kizellet a-zegadoù etre ar XVIvet hag an XVIIIvet kantved, koulz lavaret holl e Breizh-Izel. Gervel a rae ar Vretoned justis « Sant Erwan ar Wirionez » na petra ’ta, pa c’hoarveze gant justis an dud bezañ faziet, betek goulenn digant ar sant, e-barzh chapel Tredarzeg, lakaat re ar gostezenn enep da vervel. Dizali-krenn ar veleien, koulskoude ne voe skarzhet ar skeudenn-se e-maez ar chapel nemet e deroù an XXvet kantved.

Sant Erwan, Monumantoù orin liammet ouzh buhez Sant Erwan - Gallica
Chapel Sant-Erwan ar Vretoned e Roma - Wikimedia

Sant patrom Breizh

Evit ar wech tout ez eo bet Erwan ur sant karet gant ar bobl : n’eus ken met selaou kement a vez kontet ha kanet a-gozh diwar e benn e Treger ha Goeloù. Padal ne zeuas da vezañ meulet evel un den meur evit an holl Vretoned nemet en eil hanterenn an XIXvet kantved. Youl an Iliz katolik, engouestl an istorour Arthur de La Borderie en doa embannet e 1887 e brosez gwenvidikaat, ar c’hoant da greñvaat perzhioù ar vreizhadelezh e-keñver an IIIde Republik, diwar an tri zra-se a-gevred e voe divizet e 1890 adsevel maen-bez ar sant e Landreger (bet distrujet e 1794). E 1880, ar bloaz ma teuas ar 14 a viz Gouere da vezañ gouel broadel ar Republik, setu ma voe klevet eskob Sant-Brieg o kinnig ober eus Gouel Erwan « gouel broadel ar Vretoned ». Neoazh e chome Erwan ur sant pe un den karet gant an holl, gant Ernest Renan da skouer, ha sachet e veze tud a vil vern, muioc’h evit biskoazh, gant ar pardon en e enor bep 19 a viz Mae. E 1924, setu ma embann eskibien Breizh ez eo Erwan sant patrom Breizh ivez, kenkoulz ha Santez Anna. E-pad an XXvet kantved ez eo kresket en-dro devosion an dud a lezenn, a vez gwelet e pardon Landreger adalek 1936. Ha setu « peurvreizhekaet » Sant Erwan pelloc’h, anezhañ ur banniel eus ar vreizhadelezh a vez adkavet gant ar Vretoned, ha lorc’h enno, dreist-holl ar re divroet da Bariz pe d’an Havr-Nevez. Ar berzh bras graet gant an anv-badez Yves hag e adstummoù brezhonek (Erwan, Youenn...) a ziskouez penaos ez eo bet adperc’hennet hennezh e Breizh a-bezh hiviziken. Puilh e chom ar bardonerien a c’hiz kozh pa vez pardon Sant Erwan e Landreger, e Bubri hag e lec’h all. Meur a zoare zo bremañ avat da enoriñ koun Sant Erwan, anez menegiñ e anv alies, pe neuze dre bouezañ kentoc’h war madoberoù an den Helouri. Doareoù « digor » eta, a zegouezh aesoc’h en ur gevredigezh deuet da vezañ sekulier bremañ, a seurt gant Gouel Erwan (Fest’Yves, adalek 1997) deuet da vezañ Gouel Breizh (Fête de la Bretagne, abaoe 2009) hag a vez lidet koulz e Bangkok hag e New York.

 

Pardon Landreger - INA

 

 

Troet gant Stefan Moal

Levrlennadur

  • Jean-Christophe Cassard, Saint Yves de Tréguier. Un saint du XIIIe siècle, Paris, Beauchesne, 1993.
  • Jean-Christophe Cassard, Jacques Dervilly et Daniel Giraudon, Les chemins de saint Yves,Morlaix, Skol Vreizh, 1994.
  • Jean-Christophe Cassard, Georges Provost (dir.), Saint Yves et les Bretons. Culte, images, mémoire, Rennes, Presses universitaires de Rennes, 2004.
  • Jean-Marie Guillouët, « L’iconographie de saint Yves et la politique dynastique des Montfort à la fin du Moyen Âge », Annales de Bretagne et des pays de l’Ouest, t. 107, 2000, p. 23-40.