Sant-Korneli

Aozer : Philippe Gouezin / Here 2017

Sant-Patron parrez Karnag eo Korneli, brudetañ sant e-touez ar re a veze fiziet ennañ diwall ar chatal, loened-korn ispisial. E su-Breizh e vez azeulet dreist-holl ha, souzhusat tra, muioc’h c’hoazh e-tal kichen ar vein-veur, evel e Langidig hag e Ploeneg e lec’h ma oa strolladoù mein-veur gwechall.

Stumm brezhonek Corneille e galleg (Cornelius e latin) eo Korneli. Hervez ar vojenn e vije bet Korneli, pab e Roma, o tec’hout dirak un armead paganiz. P’en em gavas hennezh war ribl ar mor ez eas da guzhat e toull skouarn unan eus an daou ejen a oa gantañ ha treiñ a reas e mein ar soudarded a oa war e lerc’h. Evel-se e vije bet lakaet steudadoù mein-veur Karnag en o sav war-dro an trede kantved goude JK.

Un adstumm eus Kernunnos, doue keltiek (kerniel dezhañ) al loened gouez hag ar frouezhañ e c’hellje bezañ. Mestr al loened ha hanterour etre ar bed-mañ hag an Anaon e vije war a lârer. Bez e c’heller soñjal zoken en dije talvezet hennezh da batrom skeudenn an Diaoul (kornek ha lostek) er Grennamzer. N’eo ket ar siklezonoù a ra ziouer avat, war sujed al loened-korn hag ar gorneged all, war zigarez an etimologiezh hag ar yezhoniezh. Diwall diouzh an displegadennoù faltazius zo ezhomm eta.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Philippe Gouezin, « Sant-Korneli », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 23/10/2017.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/sant-korneli

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité