Saout Brizh-Du Breizh

eus an diskar d’an adsav
Aozer : Pierre Quéméré / Here 2018
Unan eus gouennoù meur saout Bro-Frañs e oa saout Brizh-Du Breizh e-tro 1900. Koazhet e oant a-daol-trumm goude an Eil Brezel-Bed, ken gwazh ken e oa ar ouenn war var da vont da goll, pa oad krog da glask tennañ bepred muioc’h-mui a laezh digant ar saout. E 1976 avat e oa bet savet ur plañ evit o saveteiñ, ar c’hentañ hini evit a sell ouzh ur ouenn saout. Dek gwech muioc’h dioute zo bremañ, daou-ugent vloaz war-lerc’h.

Eus « saout Breizh » da ouenn « Brizh-Du Breizh »

Gant danevellourien an XIXvet kantved zo kaoz eus tropelladoù loened diforzh, koulz evit a selle ouzh o framm pe ouzh o ferzhioù hag ouzh o blev, o c’herniel hag o c’harnioù. O blev, dreist-holl, a oa a-bep seurt liv anezhe er memes tropellad : brizh-du, brizh-ruz, melen, glazik. E 1884 e voe savet levr-lignañ (herd-book) ar ouenn. Gantañ e voe termenet strizh he fatrom - he blev brizh-du dre ret paneveken - hag en em ledas buan e Kerne-Izel hag er Morbihan o kemer plas ar reoù all.

Patrom ar saout Brizh-Du : bailh, gwenn o chouk hag o dargreiz, gwenn-kann o favioù, ha stumm ul lourenn d’o c’herniel

1862, ar saout Brizh-Du en o barr : ar ouenn saout stankañ e Bro-Frañs

Hervez un enklask gant Ministrerezh al Labour-Douar e oa lakaet ar saout Brizh-Du da « ouenn-vro » e pemp departamant Breizh, 900 000 mil penn-buoc’h enne, da lâret eo koulz hag 1,4% eus an holl saout a oa e Bro-Frañs d’ar c’houlz-se. Renablet e oant e 49 departamant (e departamant al Lannegi, e Pireneoù, e Lemozin, e Jura hag e Bro-Bariz) ha gwerzhet e vezent e broioù estren (tro-dro d’ar Mor Kreizdouar hag e Su-Amerika). Er-maez eus Breizh e veze gwerzhet d’ar broioù estren etre 20 ha 40 000 buoc’h ar bloaz, well-wazh, etre 1900 ha 1939. E 1889, da goulz Diskouezadeg Hollvedel Pariz, e oa bet kaset 40 a saout Brizh-Du da gemer perzh e kenstrivadeg al loened-gouennañ, war dachenn an « Hôtel des Invalides ».

Esporzhadennoù pennañ ar saout Brizh-Du etre 1820 ha 1950. Diwar « La Bretonne Pie Noir », gant Pierre Kemere, emb. La France agricole

Un diskar didruez

En 1958, les effectifs ont chuté à 400 000 vaches. À partir de cette année-là, le déclin s’accélère. Les raisons en sont multiples et imbriquées :
1) Adalek 1946 ne voe douget bri gant ar ministrerezh nemet d’ar saout-laezh frouezhusoc’h, pa gave dezhañ e oa « re a ouennoù saout e Bro Frañs » ; ha diwar-se e voe stanket gantañ ar strivoù a veze graet da wellat ar ouenn.
2) Deuet e oa aezetoc’h sevel gouennoù diaes omagañ, a-drugarez da « dispac’h ar boued-chatal » (pradoù berrbad, frikaj maiz) deuet da heul an araokadennoù teknik.
3) Diwar araokadennoù ar reiñ par kaoutchoug e voe aezetaet ivez ar c’hroaziañ digole. E 1966 e voe krouet « Unanennoù broadel an dibab ha brudañ gouennoù » (UPRA) gant al lezenn war ar sevel loened. Alese n’ez eas ar skoaziadoù publik nemet d’ar gouennoù bras ken.
4) O klask bezañ « diouzh ar chiz » e kavas gwelloc’h ar saverien-saout ober gant gouennoù « modern » kentoc’h evit ar gouennoù-bro… evel ma kave gwelloc’h dezhe gwerzhañ arebeuri kaer o zud da brenañ reoù formika.

1975 : ar saout Brizh-Du o vont da goll

E 1975 ne chome nemet 15 000 buoc’h kozh, strevet e-mesk tropelladoù saout Normandi ha Friz e toleadoù brudet evit bezañ broioù paour (ar C’hab, ar Vro Vigoudenn, maezioù don ar Morbihan). Diouzh krommenn emdroadur an niver a loened e oa tonket ar ouenn da vont da get e 1980. Saout laezh eus ar gwellañ eo al loened-se koulskoude, bihan hag aezet o magañ. Mammoù dispar int ivez, aezet o halañ, abred o parañ, frouezhus ; brudet evit bevañ pell (20 vloaz) ; brudet o laezh (danvez-fourmaj eus ar gwellañ, feur uhel a druzoni hag a azot) ; ken brudet all eo o c’hig (tanav ha tenner o c’higennoù, dibar e vlaz). Kement ha kement a berzhioù kaer ken e vije bet pec’hed leuskel ar ouenn dibar-se da vont da get… ha pa ne oa ket kaoz eus ar vevliesseurted d’ar choulz-se c’hoazh !

Ur plañ saveteiñ

E 1975 e voe roet ul lañs nevez da Gevredigezh ar Saverien a oa morgousket abaoe 1963. Emezelet e voe gant c’hwec’h saver-saout ha daou-ugent, roet gante o ger da virout o saout Brizh-Du (277 en holl) ha da virout ar ouenn war o lerc’h, adal ma oa skoaziadoù a-ratozh da gaout evit en ober digant ar ministrerezh, rannvro Breizh hag an departamant. Lakaet e voe da bal mirout un diaz 300 saout, dezhe da barañ gant koleoù eus an dibab evit ma chomfe digor ar c’hemm-gouenn, kuit na vije ganet loened strihoc’h-strishañ o c’herentiezh a rumm da rumm.

Ur c’hresk reoliek…

E 1980 ne oa tost buoc’h Brizh-Du ebet ken en tu all d’an nebeut re a oa enrollet er raktres saveteiñ. 410 loen a oa neuze, rannet etre 40 perc’henn. E 2005 e oa 340 saver, 1 300 loen gante, 1 000 buoc’h en o zouez. E 2016 e oa 450 perc’henn o sevel 3 500 loen, 2 600 mamm a ouenn orin en o zouez. E-korf daou-ugent vloaz (1976-2016) e oa bet lieskementet an niver a saverien hag a loened gant dek. A bep seurt zo avat e-touez ar saverien-mañ : tud a-vicher (un tri-ugent bennak) hag a denn ul lodenn vat eus o gounid diwar ar sevel saout Brizh-Du, tud hag en em gont « amatourien » (leveidi, tud liesmicher hag all…) ha reoù all c’hoazh (ur saver 60 buoc’h Holstein, 5 buoc’h Brizh-Du en o zouez, da skouer).

…koulz evit al laezh hag ar sevel-leueoù

Ha pa ne veze savet saout Brizh-Du, gwechall, nemet evit o laezh hag an amann a veze graet gantañ, ez int renket e-touez ar gouennoù liestalvoudus gant ar ministrerezh hiviziken. Treuzfurmet e vez o laezh er menaj gant ar pep brasañ eus ar saverien a-vicher, ha talvoudekaet e vez o froduennoù gante o werzhañ anezhe war-eeun war ar marchad tostañ (stal-gwerzhañ er menaj, marc’hadoù an tolead, AMAP, stalioù bio, restoldioù ar vro). A bep seurt boued-laezh a vez produet gante, eus al laezh fresk-goroet d’ar fourmaj-mir : amann, koaven, laezh-ribod, fourmaj fresk pe hanter-sec’h, yaourt hag eveljust,  laezh-goell (a vez skrivet « gwell » dre fazi alies), ur mod laezh goet, trenk un disterañ, hañval awalc’h e vlaz ouzh al laezh-tro pe al laezh-kaouled gwechall.

An treuzfurmiñ er menaj : danvez-boued dibar da bep tolead : fourmaj-mir, amann, fourmaj fresk, laezh-goell, laezh-ribod ha keuzienn Diwar « La Bretonne Pie Noir », gant Pierre Kemere, emb. La France agricole. Foto gant Lionel Flageul

… o vastañ da gortadennoù ar gevredigezh

Ul labour-douar hag a ra gant ar pep nebeutañ a broduennoù diavaez, emren, padus hag a c’hello ar rummadoù da zont kenderc’hel gantañ, sell aze ar choaz bet graet gant an holl saverien-loened-mañ. Stourmerien an agro-ekologiezh int, testenni al labour-douar biologel war o froduennoù, diouzh gortadennoù ar vevezourien oberiant : liammoù a-dost gant ar broduerien, doujañ d’al loened, mirout ar gouennoù-bro, kalite ha dibarded ar produennoù, diwall ar vevliesseurted.

… digant saverien-loened hag en em gont eürus !

Eürus : sell aze disoc’h un enklask bet kaset diwar un dregont bennak anezhe en diskar-amzer 2015 hag en nevez-hañv 2016 pa oa al labour-douar kustum - « evel zo gleet » - e foñs e doull. Warmaezidi nevez zo anezhe alies, gante ul live studioù kalz uheloc’h (Bak +3, Bak + 5) evit ar saverien-loened kustum. Bet int war ur vicher all alies ha dibabet eo bet gante ar vicher nevez-se kement ha reiñ ur ster d’o buhez. Daoust m’eo bet diaes kregiñ ganti alies – ne ouient ket e oa dibosupl… - ez eo deuet gante !
Embann a ra an holl anezhe kempoell o freder war micher ar beizanted, an aezamant a vez o sevel ur ouenn-vro dezhi perzhioù dibar war un dachenn-beuriñ distank pe distankoc’h, an ad-gounid a vez graet diwar gwerzhañ a-dost prodennoù blaz ha liv dibar un tolead warne. Alies ivez e tisklêriont pegen aezetaet e vez o buhez-familh, o buhez micherel hag o buhez keodedel gant ar modoù-se da reizhañ al labour-douar. Ha kaeroc’h zo c’hoazh, evit ar pep brasañ anezhe : tud yaouank a vez da vont war o lerc’h pa vez arru poent dezhe mont war o leve !

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Pierre Quéméré, « Saout Brizh-Du Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 11/10/2018.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/saout-brizh-du-breizh

bibliographie

  • Bourgault P., Quéméré P., Bretonne Pie-Noir, la vache des paysans heureux, Ouest-France, 2016, 94 p.
  • Colleau J.-J., Quéméré P., Larroque H., Sergent J., Wagner C., Gestion génétique de la race bovine Bretonne Pie-Noir. Bilan et perspectives, INRA Productions Animales, 2002, 15 (3), p. 221-230.
  • Quéméré P., Colleau J.-J., Krychowsky T., Bilan des actions de sauvegarde en race bovine Bretonne Pie-Noir, Bulletin technique du Département de génétique animale, n° 26, INRA, 1978, p. 49-58.
  • Quéméré P., Bougler J., Brossard G., Sergent J., La race bovine Bretonne Pie-Noir (BPN) : de la sauvegarde à la relance, 6es Rencontres autour des Recherches sur les Ruminants, 1999, p. 43-46.
  • Quéméré P., La Bretonne Pie-Noir. Grandeur, décadence, renouveau, Éd. France Agricole, 2006, 192 p.

Liens

 

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité