Simone ha Marie Alizon, eus Roazhon da Auschwitz

Aozer : Emmanuel Couanault / Mezheven 2022

E miz Here 1941 e rank Robert Alaterre, penn ar rouedad Johnny, en em dennañ kuit prim-ha-prim da Roazhon, hag eno e kav ur « PC » nevez e-kichen an ti-gar, « an otel Arvor, ul leti bihan na vager ket ennañ nemeur a garantez ouzh ar Boched ». Ar familh Alizon eo a zo o talc’her an otelig-se, dreist-holl an div verc’h, Marie, 20 vloaz, ha Simone (Poupette), 16 vloaz. Marie n’eo ket seizhdaleetoc’h o reiñ bod da dud ar rouedad ha da sikour anezho. Goude an dud a-bouez bet harzet e Kemper e miz C’hwevrer 1942 e vez harzet tud all c’hoazh e Roazhon ur miz war-lerc’h. Marie Alizon zo tapet d’an 13 a viz Meurzh 1942 ha Simone, plac’h al lizheroù evit ar rouedad, d’ar 17. E dalc’h ar Gestapo emaint, bac’het e prizon ar Santé ha neuze hini Fresnes, en o-unan, ha dispartiet. Eizh miz goude, e miz Here 1942, en em gavont asambles en-dro e-barzh kamp-bac’h fort Romainville. Strollet int eno gant ar re a vo lakaet en tren, dek sizhun goude, evit an treniad tud deportet anvet « an 31 000 » diouzh an niverennoù marilhañ a voe roet dezho pa voent erru e Auschwitz. Ouzhpenn un hanter eus an 230 maouez deportet ar wech-se a oa komunourezed anezho. Displegañ a raio Simone Alizon diwezhatoc’h, pa skrivo hec’h eñvorennoù : « Souezhet e voemp o welet penaos e oa liammet start ar merc’hed-se kenetrezo dre ereoù kreñv-tre o ideologiezh, ur santimant da vezañ kenstag evel na vez ket alies […]. Iskisat aergelc’h, unan graet koulz a walleurioù berniet hag a nerzhioù kreñv an uhelvennad. Un darn vat eus ar merc’hed-se a oa anezho skiantourezed hag intelektualezed a live uhel, divrall o feiz en o uhelvennad. » En o zouez, Charlotte Delbo, Danièle Casanova, Marie-Claire Vogel (Vaillant-Couturier), Hélène Solomon. D’ar 24 a viz Genver 1943, an treniad a 230 maouez a zo deportet da Auschwitz. E deroù miz Eost ne chom ken met 57 anezho. Mervel a ra Marie Alizon gant an tifuz e Birkenau d’an 3 a viz Mezheven 1943. Kaset eo Simone da Ravensbrück, Beendorf, ha neuze da Neuengamme, ac’haleno eo e vo dieubet d’an 3 a viz Mae 1945. Eurediñ a ra, ur wech distro e Roazhon, gant Jean Le Roux, krouer ar rouedad. Gwiriekaet eo evel is-letanantez eus ar Frañs o stourm, ha reiñ a reer dezhi al Lejion a enor e 1966. Diaes an distro goude bezañ bet deportet avat : « Auschwitz en devez rezon dalc’hmat » emezi. Simone Alizon a gav repu er varzhoniezh hag er skrivañ. Aet eo da Anaon e miz Gouere 2013.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Emmanuel Couanault, « Simone ha Marie Alizon, eus Roazhon da Auschwitz », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 27/06/2022.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/simone-ha-marie-alizon-eus-roazhon-da-auschwitz

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité