Toullañ an ode en Avranches

31 a viz Gouere 1944
Aozer : Christian Bougeard / Du 2016
Da heul emgannioù kalet, sizhunioù-pad, e maezioù don Normandi e tapas an obererezh Cobra toullañ linennoù difenn an enebour en Avranches ha digeriñ frank an hent d’ar soudarded amerikan a yeas, dre an ode-se, da zigabestrañ Breizh e korf un nebeud deizioù, harpet gant rezistanted ar vro, un 350 000 FFI bennak anezhe e deroù miz eost 1944.

Eus toullañ an ode en Avranches betek dieubidigezh ar c’hêrioù pennañ (2 -12  a viz eost 1944)

Kaset e voe taol-argad Cobra d’e benn pa ‘z antreas 4re rannlu kirri-arsailh (4re DB) ar jeneral Wood en Avranches d’an 30 a viz gouere da noz. An deiz war-lerc’h ez antreas an Amerikaned e Breizh dre pont Pontaubault a oa chomet en e sav. D’ar 1añ a viz eost, kerkent ha kemeret gantañ penn an IIIde arme amerikan, e tivizas Patton reiñ tizh war-zu Breizh ha traoñienn al Liger : 120 000 den ha 10 000 karr en em silas dre an toull-ode e korf tri devezh. Stagañ a reas div rannlu kirri-arsailh (DB), div rannlu soudarded war-droad ha Task Force A ar jeneral Earnest gant dieubidigezh Breizh. Dieubet e voe Felger ha Dol d’an 2 ha d’an 3 a viz eost. Rankout a reas ar 4re DB, lakaet diaes e toull-dor kêr Roazhon abaoe ar 1 a viz eost, gortoz bezañ kreñvaet kent antreal enni d’ar 4 a viz eost. Dre norzh ar vro e roas Earnest tizh war-zu Brest : tremen a reas hebiou da Dinan, mont-tre e Sant-Brieg d’ar 6, e Gwengamp d’ar 7 hag e Montroulez d’an 8. O loc’hañ eus Antrain e voe buket mervent ar vro gant ar 6vet DB, renet gant Grow, dre daou hent kenstur a-dreuz kreiz-Breizh, o tieubiñ Merdrignag d’an 3, Rostrenn ha Pondivi d’ar 4, kent treiñ war-zu an Uhelgoad d’ar 5. D’ar 7 ez erruas ar GI’s e toull-dor kêr Vrest. Emgannoù taer a voe e meur a lec’h gant ar soudarded alaman a glaske stankañ an hent oute pe tec’hout war-zu an Oriant pe porzh ar C’huzh-heol (e Plabenneg hag e Plouvien). Tizhet e voe Bain-de-Bretagne d’an 3 ha Kastellbriant d’ar 4 gant steudadoù soudarded amerikan a dremenas hebiou da gornog Roazhon. E Gwened ez antrejont d’ar 5 a viz eost. D’an 12 e voe dieubet Naoned. An Alamaned avat, souchet e su al Liger,  a zalc’has penn betek an 28.

 

Kerkent ha toullet ode Avranches e skarzhas an Alamaned kuit eus ar c’hêrioù d’an 3 ha d’ar 4 a viz eost. Kilañ a rejont er c’hreñvlec’hioù (Festung) bet savet gante abaoe daou vloaz war un dro gant ar Voger atlantel. En em staliañ a reas ar jeneraled Fahrmbacher ha Jung e enklozennoù an Oriant ha Sant-Nazer war aodoù ar Meurvor atlantel ha derc’hel a rejont penn eno betek an 9-11 a viz mae 1945. E pep lec’h e voe degemeret an dieuberien gant ar boblañs dirollet gant al levenez. Gant meur a zarvoud kriz ha kañvioù avat e voe merket ivez deizioù an dieubidigezh. Torfedoù, muntroù brezel, lazhadegoù rezistanted hag ostajoù a voe e-leizh e deizioù diwezhañ an Okupasion.

carte de la percée d'avranche

Lod ar Rezistañs en dieubidigezh ha diskar ar poulladoù Alamaned war an aod

Adalek ar 6 a viz even 1944 e krogas rezistanted Breizh an FFI, FTPed anezhe koulz hag izili an Arme guzh gant brezel ar strouezheg ha pa vanke armoù dezhe. Kaset e voe da vad an taolioù tarvañ a oa bet raktreset, daoust ma oa bet taget ha diskaret skorioù an harzlammerien SAS, e Duod hag e Sant-Varsel, e miz even, ha meur a strouezheg e miz even hag e miz gouere (Saffré…), harpet an Alamaned gant milisianed ha spierien c’hall koulz ha milisianed vreizhat ar Bezen Perrot.

D’an 3 a viz eost e voe lañset urzh an emsavadeg veur e Breizh gant ar jeneral Koenig. Fonnusaet e voe araokadennoù an Amerikaned gant harp bagadoù war-droad an FFI ouzh o henchañ hag o c’hwennañ an dachenn tro d’o zro (surentez, mesa ar brizonidi alaman). Hag an Amerikaned ha distrujañ an neizhiadoù Alamanted diwezhañ a glaske talañ ouzh al lanv, tra ma voe dieubet meur a gorn-bro gant an FFI o-unan (Lannuon, Kemper…)

Bec’h bras a rankas an Amerikaned ober memestra, betek sezisañ lec’hioù zo zoken, evit dont a benn eus ur c’halz a neizhiadoù bihan Alamanted o talañ oute : e Sant-Malo, daskoret gant an Alamanted d’ar 17 a viz eost war-bouez Enez Cézembre a voe dalc’het gante betek an 2 a viz gwengolo. Diskregiñ a rejont eus Beg Frehel d’an 12 a viz eost ha dieubet e voe korn-bro Pempoull d’ar 17. E Konkerne e talc’has penn o gouarnizon betek ar 24 kent tec’hout dre ar mor betek an Oriant. Tarvet e veze ar porzhioù gant an Alamanted avat a-raok en em rentañ. Eus ar 7 betek an 18 a viz gwengolo e voe seziset Brest gant Middleton hag ar 6vet DB ma talas oute ar jeneral Ramcke hag e harzlammerien 43 devezh-pad kent plegañ dindan un disac’hadeg dir ha tan ken stank ken e voe puzuilhet kêr ganti. D’an 19 en em rentas Ramcke war ragenez Kraozon. Eus ar 17 d’an 20 a viz gwengolo e voe c’hwennet begoù Penn-ar-Bed gant an Amerikaned hag an FFI ha diskaret gante savlec’h diwezhañ an Alamaned e Lezongar Gwaien.

Un treuzkas galloudoù kaset da vad

Adsavidigezh lezennoù ar republik hag an dizalc’helezh vroadel (c’hall), aze e oa dalc’h pennañ dieubidigezh Breizh. Mizioù-pad, harpet ouzh skor al Djazair e oa bet prientet treuzkas ar galloudoù gant aozadurioù ar rezistañs, anvet gante dre guzh ar wazed a gemerje plas gouarnamant Vichy. Eus an 3 d’ar 5 a viz eost, e Roazhon, e Sant-Brieg, e Gwened hag e Kemper e voe aloubet lec’hioù ar galloud (prefetioù, tier-kêr) gant rezistanted armet ha pa ne oa ket aet an holl Alamaned kuit evit c’hoazh. Enne e voe staliet gante prefeded ha maerioù an dieubidigezh, ha Victor le Gorgeu, komiser ar Republik, e Roazhon d’ar 4. Staliet e oa ar galloud gall nevez eta pa ‘z antreas an Amerikaned er c’hêrioù-se. Komiteoù Departamant an dieubidigezh (CDL), bet savet dre guzh gant aozadurioù liesseurt ar rezistañs an hini a rae war-dro ar surentez hag an urzh, hapet ar galloud nevez gante, ha lakaet buan gante un termen d’an torfedoù a veze kaset war zigarez dibab ar pell diouzh ar c’herc’h. Kement all a veze graet er c’homunioù gant komiteoù lec’hel an dieubidigezh (CLL). Dibistig e voe  treuzkaset ar galloud e Breizh. Kaset e voe an FFI, bet enrollet en arme nevez, da dalañ ouzh an daou neizhiad Alamaned a chome war aod ar Meurvor atlantel. A-drugarez d’an ode bet toullet en Avranches e voe dieubet Breizh buan ha pa zalc’has ar brezel da gas e reuz er vro betek noz an 8 d’an 9 a viz mae 1945 pa kodianas ar Reich.

 

Troet gant Jean-Dominique Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Christian Bougeard, « Toullañ an ode en Avranches », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 28/11/2016.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/toullan-an-ode-en-avranches

Levrennadur

  • Bougeard Christian, La Bretagne de l’Occupation à la Libération 1940-1945, Roazhon, Presses Universitaires de Rennes, 2014.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù