Victor Tromeur - Braspartz

Victor Tromeur - Brasparts

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Victor : Me m'eus ket ma-eun m'eus ket bet orkestr ebet

Lors : A nann

Victor : Nann me 'zo bet « euh »   de gentañ 'oan  a' mod-se de heul' ar re-he … da c'houde … 'n dra-he  'oa amzer brezel 'vije ket kement … neuhe 'vijen ma-eun ' son' hag... Kaou 'oa i ano  un' deuhoute  Soïg 'oa  ga' egil' all... an daou vreur-se … un 'oa aet da labour'd  'ba … 'ba ur feurm ha  neuhe 'ba 'ba … kichen … 'ba pl'ec'h 'oa 'n dra-he ...kichen «Chartres » deuc'h an tu  'bennak mac'hat 'oa hag egil' all 'oa maro … ev'  eva' re 'rae 

Lors : A ya

Victor : Ya 'n hin 'vije ga' 'n akordeon diatonik … hag set' me ' vije ma-eun 'pad 'n okupasion neuhe 'ba Brenniliz ahe 'vi'en 'son'  o bep bep si'n kai'mant

Lors : Bep si'n

Viktor : O ya 'peupre

Lors : Med med d'ar c'houlz-se  d'ar mare-se 'oas da-eun

Victor : A ya

Lors : Ha war-lerc'h ar brezel oc'h chomet hoc'h-eun eu

Victor : War-lerc'h ar brezel goude-se 'ba e Brenn...  'ba e Boneur ahe 'oa eun  un Italian e wreg 'oa deus Boneur ar re-he 'oa 'tac'hen un episeri mem'  mañ … 'ba ...me gav din 'ba Karanteg 'oa ha gou'-ze 'oant  deut da Vontroulez med aesoc'h 'oa kaoud  bevez (bevañs) amañ 'c'hi'-mañ 'ba Boneur 'vid 'ba 'r c'heriou surtoud amzer 'n okupasion  'oa «  la carte d'alimentation » hag traoù 'vije ket ka'et d'ar poent-te trawac'h  de zibi … war 'r maez 'vije   'oa aesoc'h un tamm mat koa 'r ch'iz-se  ha set' … Celesto 'oa-eñ 'tao  Celestino Opranzi 'oa e ano

Lors : Celestino Opranzi

Victor : Ya  Céleste «  le père Céleste » 'lare lod deuhonto ueu  mes 'fin  bep seurt mod koa set'  'vi'en  sames ga' henzh … an dra-he 'oan komañs de c'hoa'i  'ba e Kommana sames ganton me 'vije ga' 'r jazz  neuhe pugur eñ 'oa gwelloc'h 'vidon ga' 'n akordeon heñ   me vije ga' 'r pa... batri me ma bet pren't ur batri … gou'-se 'ma bet gwerz't neï   ...pren't un all 'n dro 'darre gou'-se 'mod-se 'oa

Lors : Set ' c'hwi   c'hwi  peus bet sonet ga'  ga'  henzh

Victor : Ya sete

Lors : 'Pad pegeit neun

Victor : Brem' neuhe o beñ o  mare ha mare 'vien sames ganton 'c'hat 'ba e Boneur ahe hag … Boneur … 'ba Boneur  'ba p'lec'h  'omp bet  'ba Vouillez 'omp bet ueu memes

Lors : Un tamm partoud 'ba …

Victor : A ziou hag a gleiz … 'benn neuhe  'oan 'ba Kommana ha brem'  neuhe un' dac'h e … deus Montroulez  henz 'na un tamm atelier   pet'a   'vé lar't deuc'h  gwerz' binv... boutikioù … elektrik 'rae koa

Lors : Ya

Victor : T.S.F ha neuhe  boutikioù ha traoù  elektrik

Lors : Ya ya

Victor : Hag 'na gwel't  'c'haon ene hag  eñ 'c'houl ganign de-geñ  'oan «  attitré »  ga'd  eun bennak … a  «  je suis libre «   'ma lar't deon «  je suis de droite et de gauche »  hag eñ 'oa kont'n d'amboch'   'chaon

Lors : Bon

Victor : Sete  daouzek bennak 'm eus graet   daouzek vlâ bennak  med brem' 'oa deut kompren a rit ... 'ba e … d'o'r   «  la matinée dansante »  'ba e Leon  ahe … ha « la soirée » 'vije ket

Lors : A nann

Victor : A nann tot tot tot ! ar merc'hed yaouank 'renke dond er gêr araog an nonz

Lors : Sete da bet eur vize echuet

Victor : A pa weler ar … ar patron dac'h ar zal dañs  'hij' e vazh … ar valaenn  oa kim 'met son' an hin' dive'e «  ah non c'est la dernière , la der , la der »

Lors : A ya

Victor : « La der des der » ha set'  ahe 'ouien an dra-he 'raok pugur 'ba 'ba surtoud bro Paganiz ahe … ar re-he 'zo strikt , paotr paour,  hag int ato hag brema'  'vije lar't dê ma vec'h ket 'r gêr 'raok 'n abarda'  'raok 'vo sarr an nonz  'benn disul  vec'h ket lesket d'hont da … d'hont da … d'hont da zañsal

Lors : A

Victor : Ahe vi'e  ur c'hoa'i  ga ' r  re-he

Lors : A ya sete

Victor : Med 'ba e Treger 'oa ket heñvel

Lors : A nann

Victor : Nann … 'ba e Treger  'c'hoarien' da veked … beked deg eur deg eur hanter

Lors : A ya

Victor : Ya

Lors : Med ...med  'ba Bro Pagan  neuhe  an dud 'oa

Victor : Med Kommana  amañ  'c'hiz-mañ  'viz' uchuet «  à dix heures » deg eur deg eur hanter bennak … deg eur

Lors : Deg eur

Victor : ' wechoù deg eur hanter  an dra-he 'zepante … ya ya … amañ  'mañ 'l Leon vihan heñ

Lors : A ya

Victor : «  Le p'tit Leon » hag an tu-mañ  ha Kommana  Plouneour-Menez

Lors : A ya

Victor : Med  « Le haut-Leon »  ' tapet Landivicho  ahe 'int kalez striktoc'h

Lors : A ya

Victor : Ya

Lors : Petra ' zo kaoz ar … ar … ar veleien 'neus …

Victor : Ar velein  dac'h alese teue  'n tri c'hard  deuc'houte

Lors : A ya

Victor : Hag ar seurezed eu

Lors : A ya

Victor : Beñ  me ' wel  'wac'h la da … ma breur 'oa bet 'bac'h en Nivot  ar-c'hiz-se hag … me zad 'lare  'oa tri blâ eñ  hag … daou vlâ 'na graet met  pa 'oa gouiet la 'oan 'son' ga 'n akordeon  'oa 'oa ket keme't kin … set' 'oa lar't la mé 'oa kaoz gou'-ze e mac'hat a vi'e 'blam  'oa chetet  kuit … hag ur c'hamar'd deon deus ar gar ahe … ahe 'zo bet un treñ bihan gwechall 'barzh   ' basee  biou ahe ha neuhe ar michelin … michelin 'oa 'vid ar voiajourien koa

Lors : Ya ya

Victor : Hag 'na   un akordeon   hag  e  vije dre an nozvechoù eu   gwechall war 'r maez da  … d'ar goañv  'vije nozvechoù

Lors : Nozvechoù ya

Victor : Hag ar re … ar re deut  war 'n oad  'vije  'c'hoa'i   'c'hartoù  pet'amant  ' c'hoa'i domino pé un t.... bon  ar re yaouank 'vije  'tañsal … ar re 'na un akordeon a gase naon ganto ar re 'na un harmonica ' gasaen'   mod a zigoue'e … med an dra-he 'oa difennet

Lors : A ya

Victor : Lar't  'oa da me mamm … ma gontinuen da soniñ  'mod-ze  c'hoazh na raen kin 'met koll ar re yaouank  ha vije ket kemer't da … ar verc'h kin 'bac'h er skol

Lors : Opala

Victor : Sete  brem'  neuhe  'oa-hi ket kemer't  ha oa-hi sañset d'ober c'hoazh «  l'école menag.... »   goude he sertifikat  'oa-hi aet 'ba «  l'école ménagère »   'oa hag  gou-ze 'oa bec'h 'blam'  'blam'  doc'h houm'  n'é ket kemer't en-dro hag oin oin oin oin oin 'oa kin 'met an dra-he ma  ma breur 'oa meme' mod 'ba en Nivot  du-he … me 'm eus choñj un droiad omonier an Nivot  eñ 'oa ur mel den bras doc'h a Leon 'oa-eñ hag 'vije 'lies 'ba e Brasparz ahe hag 'oa deut hag   me 'oa  'tispartiañ  avalo d'ober ur waskadenn jistr  goude koan  war 'r plouz 'ba 'n angar…me 'wel neoñ  'oa deut ahe hag e c'houle ga' 'm mamm p'lec'h 'ma' er vouest muzik er vouest muzik hag eñ ' gaoze'e Leon koa … pet'a  zinifie ar marc'h  sistem-te ' lar a'c'hi-se lar la henz damaïk 'vo  taol't ar foet  dañ war  e revr    'ma lar't me 'zo deut da gerc'hed er vouest muzik da dorriñ … damaïk e vo kaset d'ar presbital ha vo torret … me ' gaoze Leon un tamm  'vel  'vel (a rae)

Lors : Ya ya

Victor : 'Vel  a rae koa

Lors : Ya ya

Victor : Me diskenn' da … deut dac'h an angar lec'h ' oan 'lar't doc'h 'oan 'prepariñ  avaloù d'o'r ur … 'tispartiañ nê  'tenn' ar re vrein  kuit hag ar re 'oa tachet d'ober ur waskadenn jistr me 'h a d'hont  da diou'l  «  mais pour qui vous m'prenez » pugur serten gerioù Leon gomprenen ket ma me lar' deoñ  kaozeal  galleg douwin...  me lar dañ

Lors : A ya

Victor : Serten serten gerioù … 'ma poan kompren neo

Lors : A ya

Victor :C'hwi ' zo eun ne ra kim  'met koll ar re yaouank  'oa lar't din  «vous perdez la jeunesse, vous ne devrez plus exister »  n'é ket eksit un dra bennak  'oa lar't din «  vous serez , vous serez ramassé et vous serez envoyé à  à Quimper dans une «  pet'a v'i'e lar't deus an… un tamm… ene vije kaset ar baotred hag ar merc'hed 'vije kaset d'ar Zalet  'ba e … da sujiñ   'ba e  Montroulez ar re 'oa « dévoyées »

Lors : A ya

Victor : Ahe  'zo bet un urzh  ga' 'r re-he  hag un n'é un hanter hini heñ !

Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

 

Victor : Me 'm eus ket ma-unan   'm eus ket bet orkestr ebet

 

Lors : A nann

Victor : Nann me a zo bet « euh » da gentañ e oan ar mod-se da heul ar re-se… da c'houde an dra-se e oa amzer brezel… ne vije ket kement… neuze e vezen ma-unan o son ha Kaou e oa e anv unan diouto  Soaig e oa gant egile all… an daou vreur-se… unan a oa aet da labourat e-barzh… e-barzh ur feurm ha neuze e-barzh… e-barzh… e- kichen… e-barzh pelec'h e oa an dra-se… e-kichen «  Chartres »  un tu bennak moarvat e oa hag egile all e oa marv… evañ… evañ re a rae

Lors : A ya

Victor : Ya an hini a veze gant an akordeon diatonik… ha setu me a veze ma-unan e-pad an okupasion neuze e-barzh Brenniliz aze e vezen o son… o bep bep sizhun  kazimant

Lors : Bep sizhun

Victor : O ya apeupre

Lors : Mes… mes d'ar c'houlz-se… d'ar mare-se e oas da-unan

Victor : A ya

Lors : Ha war-lerc'h ar brezel e oac'h chomet hoc'h-unan ivez

Victor : War-lerc'h ar brezel goude-se e-barzh e Brenn... e-barzh e Boneur aze e oa unan un Italian e wreg a oa eus Boneur… ar re-se a oa o talc'hen un espisiri, memes emañ… e-barzh me a gav din e-barzh Karanteg e oa ha goude-se e oant deuet da Vontroulez mes aesoc'h e oa kaout bevañs amañ ar c'hiz-mañ e-barzh Boneur evit e-barzh ar c'herioù surtout amzer an okupasion e oa « la carte d'alimentation » ha traoù  ne vije ket kavet, 'ouzoc'h a-walc'h, d'ar poent-se trawalc'h da  zebriñ… war ar maez e veze… e oa aesoc'h un tamm mat koa ar c'hiz-se ha setu… Celesto a oa-eñ atav… Celestino Opranzi a oa e anv

Lors : Celestino Opranzi

Victor : Ya Céleste «  Le père Céleste »  a lâre lod dioutañ ivez met fin bep seurt mod koa setu e vezen asambles gant hennezh… an dra-se e oan komañset da c'hoari e-barzh e Kommana asambles gantañ… me a veze gant ar jazz neuze peogwir eñ a oa gwelloc'h evidon gant an akordeon heñ… me a veze gant ar pa... batri… me am boa bet prenet ur batri… goude-se  am boa bet gwerzhet anezhi… prenet unan all en-dro adarre goude-se… ar mod-se e oa koa…

Lors : Setu c'hwi… c'hwi ho peus bet sonet gant… gant hennezh

Victor : Ya setu

Lors : E-pad pegeit neuze

Victor : Bremañ neuze… o beñ o mare ha mare e vezen asambles gantañ moarvat e-barzh e Boneur aze hag… Boneur...e-barzh Boneur… e-barzh pelec'h omp bet… e-barzh ar vFouilhez  omp bet ivez memes

Lors : Un tamm partout e-barzh…

Victor : A-zehoù hag a-gleiz... a-benn neuze e oan e-barzh Kommana ha bremañ neuze unan eus a… eus Montroulez… hennezh en doa un tamm atalier… petra e vez lâret eus… gwerzhañ binv... boutikioù elektrik a rae koa

Lors : Ya

Victor : T.S.F ha neuze boutikioù ha traoù elektrik

Lors : Ya ya

Victor : Hag en doa gwelet ac'hanon eno hag eñ da c'houlenn ganin hag-eñ e oan « attitré » gant unan bennak … « ha, je suis libre » am boa lâret dezhañ « Je suis de droite et de gauche » hag eñ a oa kontant d'ambochiñ ac'hanon

Lors : Bon

Victor : Setu daouzek bennak 'm eus graet ...daouzek vloaz bennak … met bremañ e oa deuet kompren a rit …e-barzh e ... d'ober  … « la matinée dansante »  e-barzh e Leon aze … ha « la soirée » ne veze ket

Lors : A nann

Victor : A nann tot tot tot tot  ar merc'hed yaouank a ranke dont d'ar gêr a-raok an noz

Lors : Setu da bet eur e veze echuet

Victor : A pa weler ar … ar patron eus ar sal dañs o hejañ e vazh … ar valaenn ne oa ken nemet son an hini diwezhañ « ah non c'est la der , la der »

Lors : A ya

Victor : « La der des der »  ha setu aze ...e ouien an dra-se a-raok peogwir e-barzh … e-barzh surtout bro Paganiz aze … ar re-se a  zo strikt, paotr paour, hag int atav ha bremañ e veze lâret dezho… ma ‘vezoc'h ket er gêr a-raok an abardaez … a-raok e vo serr an noz  a-benn disul ne vezoc'h ket laosket da vont da… da vont da… da vont da zañsal…

Lors : A

Victor : Aze e veze ur c'hoari gant ar re-se

Lors : A ya setu

Victor : Met e-barzh e Treger ne oa ket heñvel

Lors : A nann

Victor : Nann e-barzh e Treger e c'hoarient da vetek… betek dek eur dek eur hanter

Lors : A ya

Victor : Ya

Lors : Met… met e-barzh Bro Pagan an dud a oa

Victor : Met Kommana amañ ar c'hiz-mañ e veze echuet « à dix heures » dek eur dek eur hanter bennak … dek eur

Lors : Dek eur

Victor : A-wechoù dek eur hanter  an dra-se a zepante … ya ya … amañ  emañ Leon vihan heñ

Lors : A ya

Victor : « Le petit Leon »  hag an tu-mañ Kommana  Plouneour-Menez

Lors : A ya

Victor : Met « Le Haut Léon » e tapit Landivizio… aze ez int kalz striktoc'h

Lors : A ya

Victor : Ya

Lors : Petra a zo kaoz ar… ar… ar veleien o deus

Victor : Ar veleien… eus alese e teu an tri c'hard diouto

Lors : A ya

Victor : Hag ar seurezed ivez

Lors : A ya

Victor : Beñ me a wel  a-walc'h la da… ma breur a oa bet e-barzh An Nivod ar c'hiz-se hag ma zad a lâre a oa tri bloaz eñ hag… daou vloaz en doa graet nemet pa oa gouezet la oan o son gant an akordeon… ne oa ket… ne oa ket kemeret ken... setu e oa lâret la me a oa kaoz goude-se ivez moarvat a veze  abalamour e oa chetet kuit hag ur c'hamarad dezhañ eus ar gar aze… aze a zo bet un treñ bihan gwechall e-barzh… a basee e-biou aze ha neuze ar  « micheline »… « micheline » a oa evit ar veajourien koa

Lors : Ya ya

Victor : Hag en doa un akordeon hag e veze dre an nozvezhioù ivez… gwechall war ar maez da… d'ar goañv e veze nozvezhioù

Lors : Nozvezhioù ya

Victor : Hag ar re… ar re deuet war an oad a veze o c'hoari ar c'hartoù peotramant c'hoari domino   pe un t... bon ar re yaouank a veze o tañsal… ar re o doa un akordeon a gase anezhañ ganto   ar re o doa un harmonika… e kasent… mod a zegouezhe… met an dra-se a oa difennet

Lors : A ya

Victor : Lâret e oa da ma mamm… ma gontinuen da son ar mod-se c'hoazh a raen ken nemet koll ar re yaouank ha ne vije ket kemeret da… ar verc'h ken e-barzh er skol

Lors : Opala

Victor : Setu bremañ neuze ne oa-hi ket kemeret hag e oa-hi sañset d'ober c'hoazh « l'école ménag... » goude he sertifikat e oa-hi aet e-barzh « l'école ménagère » a oa hag goude-se e oa bec'h abalamour  abalamour  homañ  n'eo ket kemeret en-dro hag weñ weñ weñ weñ weñ ne oa ken nemet an dra-se… ma... ma breur e oa memes mod e-barzh en Nivod du-se… me 'meus soñj un droiad omonier an Nivod… eñ a oa ur mell den bras eus a Leon a oa-eñ hag a veze alies e-barzh e Brasparzh aze hag e oa deuet… me a oa o tispartiañ avaloù d'ober ur waskadenn sistr goude koan war ar plouz e-barzh an angar… me a wel anezhañ e oa deuet aze hag a c'houle gant Mamm… pelec'h emañ ar voest muzik   ar voest muzik hag eñ a gaozee Leon koa… petra a zinifi ar marc'h sistem-se lâr ar c'hiz-se lâr la hennezh bremaik e vo taolet ar foet dezhañ war e revr… em boa lâret… me zo deuet da gerc'hat ar voest muzik da dorriñ… bremaik e vo kaset d'ar presbital hag e vo torret… me a gaoze Leon  un tamm evel… evel

Lors : Ya ya

Victor : Evel a rae koa

Lors : Ya ya

Victor : Me ‘diskenn da… deuet eus an angar e-lec'h e oan  o lâret deoc'h e oan o prepariñ ur… avaloù d'ober ur… o tispartiañ anezho… o tennañ ar re vrein kuit hag ar re a oa tachet d'ober ur waskadenn sistr… me da zont da diwall « mais pour qui vous m'prenez »  peogwir serten gerioù a Leon ne gomprenen ket… ma me a lâr dezhañ kaozeal galleg diouzhin… me a lâr dezhañ

Lors : A ya

Victor : Serten serten gerioù… me am boa poan kompren anezho

Lors : A ya

Victor : C'hwi zo unan ne ra ken nemet koll ar re yaouank a oa lâret din « vous perdez la jeunesse, vous ne devrez plus exister » n'eo ket egsistañ   un dra bennak a oa lâret din  « vous serez, vous serez ramassé et vous serez envoyé à  à Quimper dans une... » petra a veze lâret eus an… un tamm… eno e veze kaset ar baotred hag ar merc'hed a veze kaset d'ar Zalette e-barzh e… da sujiñ… e-barzh e Montroulez  ar re a oa « dévoyées »

Lors : A ya

Victor : Aze zo bet un urzh gant ar re-se hag unan n'eo ket un hanter hini heñ !

Komzoù Brezhoneg

Komzoù brezhoneg a zo un heuliad pennadoù video enrollet gant Lors Jouin evit dastum komzoù gant tud brezhoneg, hag evit kaout un tañva deus liester ar parlantoù hag an taolioù-mouezh e brezhoneg.

Kevelourien

Skol Vreizh