War-zu Kemper

Aozer : Saphyr Creston / Du 2020

Dre hanterouriezh Mathurin Méheut en deus gellet Reun Kreston mont e darempred gant Jules Henriot evit ar wech kentañ, d’ar 5 a viz Gwengolo 1922. Dre ma oa mennet da labourat evit reneveziñ an arzoù e Breizh, Kreston en doa kinniget er bloavezhioù 1920 un hanter-kant bennak a batromoù, lod diouto bet diskouezet da geñver Diskouezadeg etrevroadel an arzoù kinklañ modern. Kreston en deus kemeret perzh  e brud vat ar priajoù, ha kaset ar gaoz warnañ betek metoù an arzoù e Pariz, evel ma tiskouez deomp an eskemm lizhiri etre Robert ha Sonia Delaunay ha René Delhumeau, en dielloù miret e kreizenn Georges Pompidou. Ma sav kinkladurioù hengounel e-leizh e-doug hanterenn gentañ ar bloavezhioù 1920, ha goude-se kinkladurioù muioc’h grafek a denn eus krouidigezhioù ar Seiz Breur, an oberennoù bet savet gantañ en dek vloaz goude a zo heverkoc’h c’hoazh : Nevenoe, an Dougerien bannieloù, ar voul-douar en Diskouezadeg trevadennel ha Diskouezadeg Etrevroadel arzoù ha teknikoù er vuhez vodern, ha kement zo. War-lerc’h Diskouezadeg 1937 e krogo en-dro Kreston gant labour ar priaj e 1950. Sevel a ra ur rummad pladoù awenet gant tresoù  Saami (Laponia) anvet Ar C’harv, An Heol, ha kement zo. Mesket en doa ar stiloù, en ur gemeret temoù keltiek gant skoazell stummoù Saami. Hag erfin div grouidigezh ziwezhañ, pladoù war un tem tomm d’e galon, hini ar c’hanaouennoù martoloded.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Saphyr Creston, « War-zu Kemper », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 9/11/2020.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/war-zu-kemper

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité