Yves Follezou - Duaod

YVES FOLLEZOU

Yves Follezoù hag e wreg, deus Duod, o deus gwerzhet o feurm d'un nizh, a zo labourer-douar en "bio".

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Lors : Ha gallet 'peus gwerzañ ar feurm … n'é ket bet start gwerzañ ar feurm

Yves : Gwerzañ ar feurm 'oa ket … ar feurm 'oa ket din … in feurm oaint ganin koa

Lors : A

Yves : Ha me 'ma un tamm … me 'ma ket kalz … petra 'ma deg"dix hectares" 'zo amañ

Lors : Ugent devezh-arad

Yves : Ya ar re-he … ar re-mañ n'eus ket ...n'int ket feurmet din

Lors : Set' ma gomprenan mad ugent devezh-arad oa 'oa dit

Yves : Ya

Lors : Hag ar peurrest 'oa

Yves : In feurm

Lors : In feurm

Yves : Ya ya

Lors : Set' ' oac'h … ya ya … set' n'é ket bet start 'benn ar fin

Yves : O nann 'c'ha …nann ha m'eus ket… béo, c'hwi'pa un tamm 'ba, 'ba Vourc'h nê c'hwi

Gwreg Yves : Me 'ma 'ba 'r vourc'h nê un tamm

Yves : Pugur amañ 'oa 'ba 'n tu all d'ar barrez

Gwreg Yves : Me m'eus gwerzet ar re-se … me m'eus gwerzet ar re-se

Lors : Ha gwerzet …

Yves : Un tamm 'tre he c'hoar ha hi "donc" 'n'om ambetiñ da bartajiñ

Lors : A ya

Yves : Bet gwerzet derc'hmat, 'fin 'oa ket kement-se ...pegement 'oa c'hwezeg devezh-arad … c'hwezeg devezh-arad

Lors : C'hwezeg devezh-arad

Yves : Ya

Gwreg Yves : Bon n'é ket bet start leuskañ ar feurm pugur un ni 'oa … 'oa intereset da gomer neï a-mod-se n'é ket ...n'é ket konpliket an traoù hin

Lors : A nann

Yves : Nann nann n'é ket bet bon batimañchoù m'eus gwerzet dañ … m'eus ket … meus ket forset re 'vid … ma vefe bet un ell matren 'mefe bet …

Lors : 'Peus ket bountet re …

Yves :"Non voilà c'est ça voilà" a-mod-se é ...pugur

Gwreg Yves : Ga' r familh ar mod-se n'é ket brao

Lors : Bin dao é 'n'om 'n'om jikouriñ un tamm koa

Yves : Ya ya ya "voilà, ouais ouais ouais" ma 'vefe bet un ell matrehe 'mefe bet goul't muioc'h med bon ale … mad … m'eus ket ...m'eus ket keuñ d'aff-se

Lors : Nann

Yves :"Voilà c'est ça" eñ n'eus ka'et e jeu ha me m'eus ka'et ma hin'…ha se é ar "principal"

Lors : Ha pé vé ka'et un' yaouank 'n'eus c'hoant da labourad

Yves : Ya ya ya ya ya

Lors : An dra-he 'zo brao dija

Gwreg Yves : Ya surtoud aet in "bio", in "bio" 'mañ

Lors : A "bio" 'mañ

Gwreg Yves : Ya kar me 'oa aet 'raog … pé 'na … pé 'na...pé 'na aretet

Lors : Yves

Gwreg Yves : Ya ...me 'ma komer't

Lors : Ar feurm

Gwreg Yves : Me m'a komer't ar feurm

Lors : Ha 'pa chañchet e "bio"

Gwreg Yves : Ha 'oan aet ...pas dioustu … graet 'ma daou vlâ kazi zur ... daou vlâ apeupre daou vlâ kazi zur

Yves : Daou vil deg …

Gwreg Yves : hag hem' ell 'oa 'techen ... 'derc'he un ni derc'he dond da wele't 'c'haon 'laret din mont in" bio" dre gonversion 'blam 'dañ da gomañs dioustu

Lors : In "bio"

Gwreg Yves : In "bio"

Yves : Ya ya ya ya

Lors : Laez "bio" pe

Gwreg Yves : ' Ra ket … hemañ 'ra ket 'met … hem' 'ra ket 'met legumaj anfin legumaj kulturioù

Lors : Legumachoù

Yves : Ed ed … an tamm "feverolles"

Gwreg Yves : Maïs

Lors :Maïs 'ra eu Yves hag e wreg : Ya ya maïs "bio" ha

Gwreg Yves : Hend ell 'laka bin … petra vé graet deus sé piz ha traoù 'mod-se "haricots"

Lors : Gwinizh-tu

Yves : Ya justamant gwinizh-tu ya … gwinnizh tu ya … me 'lar ed-tu med gwinizh-tu an hin ' é normalamnt ya

Lors : Segal

Gwreg Yves : A segal 'ra ket nann

Yves : 'N tamm kerc'h … kerc'h 'laka è 'gav din

Gwreg Yves : Kerc'h ha neun petra é ar "variété" ell o la la un ano "l'épeautre"

Yves : "L'épautre" med hem ' ' laka ket sé

Lors : "Épautre" sé ' zo … sé 'zo ur gwinnizh kozh …

Yves : Gwinnizh kozh justamant ya

Gwreg Yves : Ur c'hamarad dañ 'laka … laka sé … 'zo 'chom 'ba Duod ahe … ha eñ 'zo in "bio" è

Lors : A ya

Yves : Ya "bio" laezh koa

Gwreg Yves : Med henzh 'zo in laez

Yves : Lar't ' ran 'ra laez ' baea gwellañ ... laez "bio" 'zo paeet ker

Gwreg Yves : Ahe vé paeet ker ...'zo paeet ker hin

Yves : Med ar c'hulturioù amañ … 'n'om zibrouilh … paeet int ker ya … paeet int ker an ed

Lors : Ya

Yves : Med n'eus ket kement "rendement" med n'eus ket kement frejoù è … n'eus ket tretemanioù da baeo na ...bon temz 'vé ket lak' warnê pugur n'eus ket droad d'ober … 'mod-se d'an eil penn d'égile ...'n'om

Lors : ' Michañs

Gwreg Yves : Erruont fffff

Yves : Ya bez 'meump bet

Gwreg Yves : Pegement 'neump graet bin peder 'neump graet … tri blâ, daou vlâ...

Yves : Per blâ te 'c'heus ket bet kollet 'c'h ober … 'n'im lak' in "bio" pugur ' douchemp 'douchez pegement vé graet deus sé in gall... in brezhoneg … pemzeg mil

Lors : Pemzeg mil

Yves :"euros" bep

Lors :"Euros" bep blâ

Yves : Nann perzeg ha pemzeg en tu all d'ar "prime PAC" 'vid ober… 'vid ober an "transition"

Lors : Ya ya

Yves : Med 'vitomp sé ' jañch ket pugur saout ahe ... ha saout-laez nim 'ra saout memes mod … 'oa ket 'met an douar 'n hin' 'oa laket in "bio" koa

Lors : A ya

Yves : A-mod-se … tri pe per blâ n'eus ket … sé sé sé ' augmente … 'augmente ar "revenu" pugur 'oamp 'kontañ deus an dra-he ha me ' douche ma retred 'skeud... ha 'benn fin … 'ba 'r fin ...'ma bet un tamm mad impoioù da baeo

Lors : A

Yves :"La vache"

Lors : A ya tapet 'out bet

Yves : A ya bet on tapet

Lors : Roet deus un tu …

Yves : Pezh m'eus bet 'ba un dorn é bet red din reï ga' 'n dorn ell

Gwreg Yves : A ya sé n'é ket "normal" 'peus labouret 'pad da vuhé toud é red dit mond da renta' toud … toud 'pezh c'heus gone'et hin

Yves : A ra per mil ha tregont

Gwreg Yves : O la la la la … sé ...pfff

Lors : N'é ket "normal"

Yves : Per mil ha tregont "euros" … sé 'ra un tamm mad hin

Lors : Ya

Gwreg Yves : "Ah ouais non" sé n'é ket

Yves : Nann nann nann n'é ket "normal" ar priz 'zo gwerzet al loened an traoù kenkoulz 'mefemp bet mired nê … pe mefemp ka'et nê 'vé ket gouve'et petra 'vé 'c'h erruet d'an dud pé veint éo ur serten oad hin

Lors : A nann

Yves : Bin ouiet ket peseurt mod 'vé fin ar vuhé

Lors : O nann 'c'ha

Yves : Nann ma... vé ket an den klask boud 'ba rest e vugale mar galla … mar galla papred

Lors : Mar galla ya

Yves : "voilà"

Lors : Pugur bremañ

Yves : Brem' 'vé wechoù vé beb seurt mod hin

Lors : Bremañ é kentoc'h ar c'hontrol pugur bremañ 'c'ha kalz re tud yaouank ha tud beked tregont vlâ 'c'ha …

Yves : Chom chom chom war... kost o zud

Lors : Distro da jom 'ba ti ho tud … 'ba ti o zud koa

Yves : Ya ya bin ya sé ya bremañ ya bin ya kar 'maint ket … vé ket ka'et re 'labour

Lors : Na labour nag erc'hant

Yves : Ha pae vé ket re … re ford "forte" ha ma vé red paeo ul, ul lojamant pe un dra benneg

Lors : 'Jom ket kalz traoù ken da ...

Yves : Nann nann goud 'wac'h 'ran … kle'et ' vé amañ partoud … la "quatre, cinq cents euros" an ti da feurmiñ ha c'hoazh 'vé ket

Lors : Ne jom 'mann 'bet koa

Yves : Bin bevet derc'het un oto ha toud 'c'hat, 'jom ket ur bern kazi zur hin !

Lors : O o nann

Gwreg Yves : Memes mod 'vel ur retred é … ar retred douchit ket kalz dra

Yves : Nann nann nann te papred


Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Lors : Ha gallet ho peus gwerzhañ ar feurm ...n'eo ket bet start gwerzhañ ar feurm

Yves : Gwerzhañ ar feurm ne oa ket … ar feurm en oa ket din ... en feurm e oant ganin koa

Lors : A

Yves : Ha me am boa un tamm … me n'am boa ket kalz ...petra am boa dek "dix hectares" a zo amañ

Lors : Ugent devezh-arat

Yves : Ya ar re-se … ar re-mañ n'en deus ket … n'int ket feurmet din

Lors : Setu ma gomprenan mat ugent devezh-arat a oa ... a oa dit

Yves : Ya

Lors : Hag ar peurest e oa

Yves : En feurm

Lors : En feurm

Yves : Ya ya

Lors : Setu e oac'h … ya ya ...setu n'eo ket bet start a-benn ar fin

Yves : O nann moarvat … ha me n'am eus ket, eo, c'hwi pa un tamm e-barzh ...e-barzh ar vourc'h nevez, c'hwi

Gwreg Yves : Me am boa e-barzh ar vourc'h nevez un tamm

Yves : Peogwir amañ e oa e-barzh an tu all d'ar barrez

Gwreg Yves : Me am eus gwerzhet ar re-se … me am eus gwerzhet ar re-se

Lors : A gwerzhet

Yves : Un tamm etre he c'hoar ha hi "donc" en em ambetiñ da bartajiñ

Lors : A ya

Yves : Bet gwerzhet dalc'hmat... anfin ne oa ket kement-se … pegement e oa c'hwezek devezh-arat … c'hwezek devezh-arat

Lors : C'hwezek devezh-arat

Yves : Ya

Gwreg Yves : Bon n'eo ket bet start laoskañ ar feurm peogwir un ni(z) a oa … a oa intereset da gemer anezhi, ar mod-se n'eo ket … n'eo ket kompliket an traoù hin

Lors : A nann

Yves : Nann nann ...n'eo ket bet … bon … batimañchoù am eus gwerzhet dezhañ … n'am eus ket n'am eus ket forset re evit... ma vefe bet unan all marteze am befe bet …

Lors : N'ho peus ket bountet re

Yves : "Non voilà , c'est ça voilà" ar mod-se eo ... peogwir

Gwreg Yves : Gant ar familh ar mod-se n'eo ket brav

Lors : Bin dav eo en em … en em sikouriñ un tamm koa

Yves : Ya ya ya "ouais ouais ouais" ma vefe bet unan all marteze an befe bet goulennet muioc'h mes bon ale … mad … n'am eus ket … n'am eus ket keuz d'afer-se

Lors : Nann

Yves : "voilà c'est ça" eñ en deus kavet e jeu ha me am eus kavet ma hini … ha se eo ar "principal"

Lors : Ha pa vez kavet unan yaouank en deus c'hoant da labourat

Yves : Ya ya ya ya ya

Lors : An dra-se a zo brav dija

Gwreg Yves : Ha surtoud aet e "bio" … e "bio" emañ

Lors : A "bio" emañ

Gwreg Yves : Ya peogwir me a oa aet a-raok … pa en doa … pa en doa … pa en doa aretet

Lors : Yves

Gwreg Yves : Ya … me am boa kemeret ar feurm

Lors : Hag ho poa chañchet e "bio"

Gwreg Yves : Hag e oan aet … pas diouzhtu … graet am boa daou vloaz kazimant sur… e... daou vloaz apeupre ... daou vloaz kazimant sur

Yves : Daou vil dek

Gwreg Yves : Ha hemañ all e oa o talc'hen, a dalc'he ... un ni(z) a dalc'he dond da welet ac'hanon o laret din mont e "bio" dre gonversion abalamour dezhañ da gomañs diouzhtu

Lors : E "bio"

Gwreg Yves : E "bio"

Yves : Ya ya ya ya

Lors : Laezh "bio" pe

Gwreg Yves : Ne ra ket … hemañ ne ra nemet … hemañ ne ra nemet legumaj anfin kulturioù

Lors : Legumachoù

Yves : Ed … ed … un tamm "fèverolles"

Gwreg Yves : Maïs

Lors : Maïs a ra ivez Yves hag e wreg : Ya ya maïs "bio" ha

Gwreg Yves : Hend-all a lak bin … petra a vez graet diouzh se piz ha traoù ar mod-se "haricots"

Lors : Gwinizh-du

Yves : Ya justamant gwinizh-du ya … gwinizh-du ya … me a lar ed-du mes gwinizh-du an hini eo normalamant ya

Lors : Segal

Gwreg Yves : A segal ne ra ket nann

Yves : Un tamm kerc'h … kerc'h a lak a gav din

Gwreg Yves : Kerc'h ha neuze petra eo ar "variété" all olala un anv... "l'épeautre"

Yves : "L'épeautre" mes hemañ ne lak ket se

Lors : "Épeautre" se a zo … se a zo ur gwinizh kozh

Yves : Gwinizh kozh justamant ya

Gwreg Yves : Ur c'hamarad dezhañ a lak … a lak se … a zo o chom e-barzh Duod aze ha eñ a zo e "bio" ivez

Lors : A ya

Yves : Ya "bio" laezh koa

Gwreg Yves : Mes hennezh a zo e laezh

Yves : Laret a ran a ra laezh a bae gwellañ ... laezh "bio" a zo paeet ker

Gwreg Yves : Aze a vez paeet ker ...a zo paeet ker hin

Yves : Mes ar c'hulturioù amañ … en em zebrouilh … paeet int ker ya … paeet int ker an ed

Lors : Ya

Yves : Mes n'en deus ket kement "rendement" mes n'en deus ket kement frejoù ivez … n'en deus ket tretemanioù da baeañ na … bon temz ne vez ket laket warne peogwir n'en deus ket droad d'ober … ar mod-se d'an eil penn d'egile … en em

Lors : Emichañs

Gwreg Yves : Erruomp

Yves : Ya bez hon eus bet

Gwreg Yves : Pegement hon eus graet bin … peder hon eus graet … tri bloaz … daou vloaz

Yves : Pevar bloaz te n'az peus ket bet kollet oc'h ober … en em lakaad e "bio" peogwir a douchaemp … a doucheas pegement a vez diouzh se e gall... e brezhoneg ...pemzek mil

Lors : Pemzek mil

Yves : "euros" bep

Lors : bep bloaz

Yves : Nann pevarzek ha pemzek en tu all d'ar "Prime PAC" evid ober an "transition"

Lors : A ya

Yves : Ar mod-se tri pe pevar bloaz n'en deus ket … se … se … se "augmente" ar "revenu" peogwir e oamp o kontañ eus an dra-se ha me a douche ma retred 'skeud (se) hag a-benn ar fin … e-barzh ar fin … am boa bet un tamm mat a impoioù da baeañ

Lors : A

Yves : "La vache"

Lors : A ya tapet ez out bet

Yves : A ya bet on tapet

Lors : Roet diouzh un tu

Yves : Pezh am eus bet e-barzh un dorn eo bet ret din reiñ gant an dorn all

Gwreg Yves : A ya se n'eo ket "normal" az peus labouret e-pad da vuhez tout eo red dit mont da rentañ tout … tout ar pezh az peus gounezet hin

Yves : A ra pevar mil ha tregont

Gwreg Yves : O la la la la … se …. pppffff

Lors : N'eo ket "normal"

Yves : Pevar mil ha tregont "euros" … se a ra un tamm mat hin

Lors : Ya

Gwreg Yves : "Ah ouais non" se n'eo ket...

Yves : Nann nann nann n'eo ket "normal" ar priz a zo gwerzhet al loened an traoù kenkoulz hon defemp bet miret anezho ...pe hon befemp kavet anezho na vez gouiet petra a vez oc'h erruout d'an dud pa vezont erruet ur serten oad hin

Lors : A nann

Yves : Ne ouiet ket peseurt mod a vez fin ar vuhez

Lors : O nann moarvat

Yves : Nann ma vez ket an den o klask bout e-barzh rest e vugale mar gall ... mar gall bepred

Lors : Mar gall ya

Yves : "Voilà"

Lors : Peogwir bremañ

Yves : bremañ e vez a-wechoù e vez bep seurt mod hin

Lors : Bremañ eo kentoc'h ar c'hontrol peogwir e ya kalz re … tud yaouank ha tud betek tregont vloaz moarvat

Yves : O chom … o chom … o chom war … e-kostez o zud

Lors : Distro da chom e-barzh ti ho tud … e-barzh ti o zud koa

Yves : Ya ya bin ya se ya bremañ ya bin ya kar n'emaont ket … na vez ket kavet re a labour

Lors : Na labour nag arc'hant

Yves : Ha pae … na vez ket re ... re "forte, forte" ha ma vez ret paeañ ul … ul lojamant pe un dra bennak

Lors : Ne chom ket kalz traoù ken da

Yves : Nann nann gouzout a-walc'h a ran … klevet e vez amañ partout … a "quatre, cinq cents euros" an ti da feurmiñ ha c'hoazh na vez ket...

Lors : Ne chom mann ebet koa

Yves : Bin 'benn 'vez dalc'het un oto ha tout moarvat ne chom ket ur bern kazimant sur hin

Lors : O o nann

Gwreg Yves : Memes mod evel ur retred eo … ar retred ne douchit ket kalz a dra

Yves : Nann nann nann te bepred !

 

Komzoù Brezhoneg

Komzoù brezhoneg a zo un heuliad pennadoù video enrollet gant Lors Jouin evit dastum komzoù gant tud brezhoneg, hag evit kaout un tañva deus liester ar parlantoù hag an taolioù-mouezh e brezhoneg.

Kevelourien

Skol Vreizh