Yvette Collobert - Groñvel

YVETTE COLLOBERT

Yvette Collobert, deus Groñwel, a zo bet terc'hel ostaleri.

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Lors : Hag ar gwin, daoust de­geñ neus chañchet ar gwin 'baoe ' baoe ar gomañsamant ha 'ba'r fin ar memes gwin 'oa pe ...

Yvette : O 'benn 'oan deut me 'oa dija gwin mad koa o ya

Lors : Ha 'ba'r fin 'oa ar gwin mad, se

Yvette : Bin da gomañs tre zur ... 'benn 'oa komans' ar bistro 'vije ket gwin gwall vad, 'gredan ket

Lors : Petra 'oe ?

Yvette : O m'eus ket soñj ken med 'benn 'oan deut me 'benn neuhe 'oe gwin mad me 'vize livret ga' Manac'h Karaez

Lors : A ya dija

Yvette : Ya ya ya

Lors : Manac'h

Yvette : Manac'h ya

Lors : Hag chistr 'oe è

Yvette : Chistr 'm eus ket gwerzet ... pas ... nann

Lors : Gwin ha kafe

Yvette : Gwin ha kafe ha bier war­lerc'h

Lors : Ha bier 'oe è

Yvette : Ya ya

Lors : Bier boutailhou

Yvette : Bier boutailhou ya ha ya bier « pression » m'eus ket laket gwech ebet

Lors : Ha « rhum »

Yvette : O ya tammig gwechou 'ba kafe

Lors : Peseurt mod 'vize gwerzet « rhum » doc'h 'ba boutailhou peotramant...

Yvette : Ya ya

Lors : ' vi'e ket doukennoù

Yvette : Nann nann pas me me 'gemere toud 'ba

Lors : Boutailhou

Yvette : Ga' boutailhou

Lors : A ya ha peseurt mod vi'e pae'et an impoioù 'ba ur bistro e­giz­se

Yvette : Med da gomañs 'vize ket 'oa ket kalz impoioù... med da gomañs me me 'ma ket « chiffre d'affaire » gwall vras koa hag ar re all ma 'oa raog 'oa kozh kozh « eh ben » an dra­se .... neus derc'het ... vi'e derc'het ar buro butun ... ha 'raent ket kalz konvers ken koa ... ha me 'ma demar't ga' ga' priz ar re­se ha 'na sikouret 'c'haon daou vlâ benneked 'raog 'oa eo war ma gont 'vel faot koa ... ha ya ya an impoioù ma peus c'hoant a vé pae'et douzh ar blâ araog pe douzh daou araog memes wechoù, gred 'walc'h 'ran

Lors : A

Yvette : Ya ya « j'crois qu'c'est deux ans »

Lors : Daou vlâ 'raog

Yvette : « Oui j'crois » ha med war­lerc'h gast 'na chañchet an traoù gast ola me me « brassait » ur bern moneiz med vi'e ket kalz « bénéfice » an taksoù 'na augmentet ur bern ... ha war­lerc'h neuhe 'oa aet ou la la ... med bon

Lors : Re uhel koa re bell

Yvette : Ya ya med bon

Lors : Ha 'tre toud 'zo bet moaien doc'h n'on jeñch koa

Yvette : Ya ya ya ya

Lors : Ped bugel 'peus bet ?

Yvette : C'hwec'h 'vugale

Lors : Ha 'peus gallet sav nê toud

Yvette : Ya ya

Lors : Ga' 'r bistro

Yvette : Ya diskoue'et mad toud ... ha ya ma vizen bet chomet 'ba 'r feurm mize ket gallet kas nê d'ar skol ar mod­se « hein »

Lors : Nann

Yvette : Nann o nann 'ba 'r feurm 'oa mizer ru

Lors : Mizer ru

Yvette : Ya ha ma gwaz Doué d'e bardono 'oa bambocher

Lors : A bon

Yvette : Bin ya ... 'oa oeit d'ober marc'hadour saout

Lors : Da belec'h

Yvette : A bin

Lors : Partoud

Yvette : Partoud med hennz 'debe toud e moneiz 'wac'h e­geun

Lors : E­geun

Yvette : Bon « paix à son âme »

Lors : Doue d'e bardono

Yvette : Doue d'e bardono

Lors : Ya ya ha penvare é­eñ maro ?

Yvette : Bin ... med ... divorset 'oan araog med... se 'na sikouret 'c'haon ur bern kar keit 'vize amañ vize mè mè bemdé mè' dall

Lors : A ya

Yvette : Ha « méchant »

Lors : A ya

Yvette :Ya ya med bon

Lors : Ha droug ' vize pe vize ket mè ?

Yvette : Pe 'vize ket eñ 'oa jentil ken ken'... ya ... sé zo kaoz na graet ur bern bugale din è

Lors : A ya ... ha pe vize mè

Yvette : O ya 'benn 'fin 'na kollet e benn koa Ya ya bin 'baoe 'baoe apeupre 'maon amañ oan ma­eun koa ... me 'ma divors't oan « en 77 » ha war­lerc'h goar' 'rit ... 'na ket mann 'bet da wel't amañ ken ... ha maro ... petra 'na eñ pemp vlâ ha tri­ugent matrese

Lors : A ya

Yvette : Nann pemp ha hanterkant

Lors : Ha peseurt micher 'rae

Yvette : Bin 'mann 'bet bin nann 'benn 'na aretet da ... war­lerc'h on konsideret « comme » klañv eu koa

Lors : Kollet ga' 'r

Yvette : Kollet ga' 'r boeson

Lors : Kollet ga' 'r boeson trist é

Yvette : Bin ya

Lors : Peseurt ano bihan 'na

Yvette : Denis

Lors : Denis... Ha peus ket bet kemeret ur gwaz all goude­se

Yvette : Nann bet m'eus bet copainyed med

Lors : Pas da zimi

Yvette : Pas da zimi ha nann nann 'c'houlan ket dimi ken ha bromen 'mañ « très bien »

Lors : Mad tre a­mod­se

Yvette : Ya mad tre a­mod­se


Testenn skrivet :

Yvette : O a­benn e oan deuet me e oa dija gwin mat koa o ya

Lors : Hag e­b arzh ar fin e oa ar gwin mat, se

Yvette : Bin da gomañs tre zur ....a­benn e oa komañset ar bistro ne vije ket gwin gwall vat... ne gredan ket

Lors : Petra a oa ?

Yvette : O n'am eus ket soñj ken mes a­benn e oan deuet me ... a­benn neuze e oa gwin mat ... me a vize livret gant Manac'h Karaez

Lors : A ya dija

Yvette : Ya ya ya

Lors : Manac'h

Yvette : Manac'h ya

Lors : Ha chistr a oa ivez ?

Yvette : Chistr ne'm eus ket gwerzhet ... pas .....nann

Lors : Gwin ha kafe

Yvette : Gwin ha kafe .... ha bier war­lerc'h

Lors : Ha bier a oa ivez ?

Yvette : Ya ya

Lors : Bier boutailhoù

Yvette : Bier boutailhoù ya ha ya bier « pression » ne'm eus ket bet lakaet gwech ebet

Lors : Ha « rhum » ?

Yvette : O ya tammig gwechoù e­barzh kafe

Lors : Peseurt mod e vize gwerzhet « Rhum » deoc'h, e­barzh boutailhoù peotramant

Yvette : Ya ya

Lors : Ne vize ket doukennoù ?

Yvette : Nann nann pas... me me a gemere tout e­barzh ...

Lors : Boutailhoù

Yvette : Ya boutailhoù

Lors : A ya ha peseurt mod e vize paeet an impoioù e­barzh ur bistro e­giz­se ?

Yvette : Mes da gomañs ne vize ket ... ne oa ket kalz impoioù ... mes da gomañs me me ne'm boa ket « chiffre d'affaire » gwall vras koa hag ar re all ...am boa araok e oa kozh kozh « eh ben » an dra­se .... o deus dalc'het ... a vize dalc'het ar buro butun Ha ne raent ket kalz konvers ken koa ... ha me am boa demarret gant gant priz ar re­se hag en doa sikouret ac'hanon daou vloaz bennaket araog e oa erruet war ma c'hont evel a faot koa ...ha ya ya an impoioù m'ho peus c'hoant a vez paeet diouzh ar bloaz araok pe diouzh daou araok memes a­wechoù ... krediñ a­walc'h a ran

Lors : A

Yvette : Ya ya « j'crois qu'c'est deux ans »

Lors : Daou vloaz araok

Yvette : « Oui j'crois » mes war­lerc'h gast en doa chañchet an traoù, gast ola me ... me « brassait » ur bern moneiz mes ne veze ket kalz « bénéfice » an taksoù o doa ogmantet ur bern ... ha war­lerc'h neuze e oa aet o la la ... mes bon

Lors : Re uhel koa re bell

Yvette : Ya ya mes bon

Lors : Hag etre tout zo bet moaien deoc'h en em sachañ koa

Yvette : Ya ya ya ya

Lors : Pet bugel ho peus bet ?

Yvette : C'hwec'h a vugale

Lors : Hag ho peus gallet sevel anezho toud

Yvette : Ya ya

Lors : Gant ar bistro

Yvette : Ya ha deskouezet mad toud ... ha ya ma vizen bet chomet e­barzh ar feurm ne'm beze ket gallet kas anezho d'ar skol ar mod­se « hein »

Lors : Nann

Yvette : Nann o nann e­barzh ar feurm e oa mizer ruz

Lors : Mizer ruz

Yvette : Ya ha ma gwaz, Doue d'e bardono, a oa bambocher

Lors : A bon

Yvette : Bin ya ... e oa aet d'ober marc'hadour saout

Lors : Da belec'h ?

Yvette : A bin

Lors : Partout

Yvette : Partout mes hennezh a zebre toud e moneiz a­walc'h e­unan

Lors : E­unan

Yvette : « Bon... paix à son âme »

Lors : Doue d'e bardono

Yvette : Doue d'e bardono

Lors : Ya ha pevare eo­eñ maro ?

Yvette : Bin ... mes ... divorset e oan araok mes... se en doa sikouret ac'hanon ur bern kar e­keit 'vize amañ e veze mezv... mezv bemdez, mezv­dall

Lors : A ya

Yvette : Ha « méchant »

Lors : A ya

Yvette : Ya ya mes bon

Lors : Ha drouk e veze pa ne veze ket mezv ?

Yvette : Pa ne veze ket eñ a oa jentil ken­kenañ ...ya ... se a zo kaoz en doa graet ur bern bugale din

Lors : A ya ha pa veze mezv

Yvette : O ya a­benn ar fin en doa kollet e benn koa ... ya ya bin abaoe abaoe apeupre emaon amañ ... e oan ma­unan koa ... me am boa divorset e oan « en 77 » ha war­lerc'h goar' 'rit... n'en doa ket mann ebet da welet amañ ken ...ha maro ...petra en doa eñ pemp vloaz ha tri­ugent marteze

Lors : Ha ya

Yvette : Nann pemp ha hanterkant

Lors : Ha peseurt micher a rae

Yvette : Bin mann ebet ...bin nann a­benn en doa aretet da ... war­lerc'h e oa konsideret « comme » klañv ivez koa

Lors : Kollet gant ar ...

Yvette : Kollet gant ar boeson

Lors : Kollet gant ar boeson ... trist eo

Yvette : Bin ya

Lors : Peseurt anv bihan en doa ?

Yvette : Denis

Lors : Ha n'ho peus ket bet kemeret ur gwaz all goude­se

Yvette : Nann, bet am 'eus bet kopinyed mes

Lors : Mes pas da zimeziñ

Yvette : Pas da zimeziñ nann nann ... ne c'houlan ket dimeziñ ken ha bremañ emañ « très bien »

Lors : Ma­tre ar mod­se

Yvette : Ya mat­tre ar mod­se

Komzoù Brezhoneg

Komzoù brezhoneg a zo un heuliad pennadoù video enrollet gant Lors Jouin evit dastum komzoù gant tud brezhoneg, hag evit kaout un tañva deus liester ar parlantoù hag an taolioù-mouezh e brezhoneg.

Kevelourien

Skol Vreizh