Bazhvalan kinniget da brezhonegerien bro Roazhoñ

Ur wech ar miz, d’ar Gwener da noz, e vez pedet brezhonegerien bro Roazhoñ da bakañ banne o kaozeal brezhoneg. E Skol an Emsav e vez staliet an Davarn vrezhonek. Ezhomm ‘z eus, eme an aozerien, da gaout seurt prantadoù evit kaout un digarez da vrezhonegiñ, evit ar re a zo o paouez deskiñ brezhoneg kement hag ar re all.

D’ar 14 a viz Here e oa bet pedet kevredigezh BCD/Sevenadurioù da ginnig raktres Bazhvalan. Bet eo bet neuze Lena Catalan Marcos o tisplegañ petra eo kevredigezh BCD/Sevenadurioù ha petra ‘vez graet ganti evit pezh a zell ar brezhoneg – hag ar gallaoueg – gant ar raktres Bazhvalan. Anv a zo bet eus an treuzkas, eus pinvidigezh ar brezhonegoù ha eus diaesterioù ar vrezhonegerien nevez pa glaskont kaozeal gant tud a oar ar yezh a-vihanik. Un tregont den bennaket a oa deuet, en o zouez tud a oa o paouez komañs gant ur stummadur 6 miz.

Amzer o deus bet an dud goude-se d’ober goulennoù hag evezhiadennoù, ha da gaozeal oc’h evañ ur banne. Emichañs e servijo lec’hienn Bazhvalan da galz anezho.

Emañ dielloù Radiobreizh enlinenn war Bretania

War ar porched radiobreizh.bzh e vez kavet abadennoù produet gant ar pevar radio a ya d’ober ar rouedad « Brudañ ha skignañ – Radio Breizh » : Arvorig FM (staliet e Landerne, 29), Radio Bro Gwened (Pondi, 56), Radio Kerne (Ploneiz, 29), ha Radio Kreiz Breizh (Sant-Nigouden, 22).

Podskignadoù abadennoù brezhonek RCF Penn-ar-Bed (Brest, 29) ha re c’hallouek Plum’ FM (Serent, 56) a vez kinniget ivez.
Ur benveg pinvidik, fetis hag aes da implijout a ro an tu da Yann Vrezhoneger ha da Gatell Vrezhonegerez da selaou brezhoneg dre ar rouedad e n’eus forzh pelec’h e vefe o chom, e Kanuel koulz hag e New-York !

Ur mor a abadennoù prizius en amen d’an holl, da selaou ha da adselaou, e lec’h ho peus c’hoant a-drugarez d’ar skignadur war-eeun met ivez gant ar podskignañ, ha kement-mañ evit netra.

[Gwelout an dielloù war Bretania]

Abadenn “Sevenadurioù” diwezhañ ar c’houlz-amzer 2015/2016 gouestlet d’an dour

An dour vez evet, an dour vez implijet evit al labour, an dour benniget hag all : puilh eo an tem pa vez studiet talvoudegezh an dour er gevredigezh hengounel hag an holl gredennoù ha brizhkredennoù tro dro d’ar feunteunioù.

Laurent Gall, ethnolouzaouer, hon eus bet ar blijadur da zegemer evit lakaat ar gaoz war ar pradoù dourek hag ivez war ar beler pe kressen-dour.

[Da selaou en-dro dre amañ]

slide-radio-fildeleau

Sport ha breizhadelezh e abadenn radio Sevenadurioù miz mae

Da heul Gouel daouvloaziek al levrioù istor bet dalc’het e Pondi e fin miz Ebrel diwar-benn ar sport hag ar Redadeg evit ar brezhoneg loc’het n’eus ket pell ‘zo eus Sant-Ervlan hag a yelo war droad betek Lokoal-Menton, setu ni o pleustriñ gant an tem-mañ ivez !

Er rubrikenn Aktu e vo graet un tamm bilañs eus ar stummadur TAP pe POT e brezhoneg (Prantadoù Obererezhioù Tro-Skol) kenaozet gant BCD hag ar CNFPT.

Gant : Kenan An Habask, Helori Ar Gall-Carré, Roue Visant, Nicolas Amaury

Da selaou dre amañ :

Sevenaduriou-sport-et-identite

Emvod publik war renabl ar GSD e Bro Kornôg Kreiz Breizh d’ar 4 a viz Gouere e Lokeoret

Un emvod publik a zo aozet d’ar 4 a viz Gouere e Lokeoret evit displegañ d’ar boblañs palioù ha mod implij renabl ar glad sevenadurel dizanvezel e Bro Kornôg Kreiz Breizh.

Krog eo BCD/Sevenadurioù Breizh da sevel renabl glad sevenadurel dizanvezel Bro Kornôg kreiz Breizh gant sikour ar bodad Sevenadur Kuzul diorroiñ ar Vro ha dilennidi kumunioù ar vro. Holl lodennoù ar glad sevenadurel a vez taolet pled outo war an dachenn etrevroadel gant ar Feuremglev evit gwarez ar glad sevenadurel dizanvezel skrivet e 2003 gant an Unesco.

Fellout a ra d’an holl aktourien-se labourat asambles gant ar boblañs evit nevesaat ar ouiziegezh a zo war gladoù ar vro, penaos int bevet ha penaos e tegasont fouge ha peseurt skeudenn pozitivel ha dedennus e roont d’ar vro.

Padout a raio ar renabl e-pad pevar bloazh hanter ha meur a zarvoud a vo aozet a –hed an oberiadenn (kenstrivadeg, stalioù-labour evit ar skolidi ha liseidi, prezegennoù, emvodoù publik…).

Penaos e vo aozet ar renabl-mañ ?

Renabliñ ar glad sevenadurel dizanvezel a zo studiañ ar pleustroù bev c’hoazh hiziv e meur a zachenn : an artizanerezh hengounel (kantennerezh, gwiskamantoù) ; an anaoudegezhioù liammet ouzh an natur  (implij ar plantoù gant perzhioù mezhegel, diskoñterien, skiantoù-prenet war an endro) ; al lidoù ha gouelioù (pardonioù, meurlarjez, fest-noz, kenstrivadeg sonerezh) ; ar binvioù sonerezh (klarinetenn / treujenn gaol, violoñs, biniou, bombard, akordeoñs) ; ar glad dre gomz (sonioù ha gwerzioù, kontadennoù, rimadelloù, mojennoù…) ; ar yezh.

Ur wech renablet an holl elfennoù-se e labourimp da wareziñ ha da vrudañ anezhe.

D’an holl eo da gemer perzh e renabl glad sevenadurel ho pro

Pedet eo an holl da gemer perzh er renabl-mañ, da lavarout eo pep prantad deus ar raktres-mañ a sell diouzh pep anezad deus ar vro. Da bep hini eo neuze da lavarout deomp petra a zo glad pe hêrezh sevenadurel hervezhañ, ha penaos e fell dezhañ brudañ ha skignañ anezho.

[bloc-gris]

Evit kompren gwelloc’h palioù ha mod implij ar renabl ez oc’h pedet d’un emvod publik a vo aozet e Lokeoret d’al lun 4 a viz Gouere e sal ar gumuniezh-kumunioù da 8 eur noz. Pedet oc’h da zont da gemer perzh d’an devezh-mañ ! Deuit niverus !

[/bloc-gris]

 

Ur burev BCD/Sevenadurioù Breizh digoret e Sant-Brieg

Lidet eo bet digoridigezh burev BCD/Sevenadurioù Breizh staliet e Sant-Brieg d’ar meurzh 17 a viz mae tremenet. Pedet e oa bet izili ar c’huzul merañ ha kevelerien BCD/Sevenadurioù Breizh evit-se d’an devezh-se.

Staliet eo ar burev-mañ e Ti ar Vro/L’ôté war porzh al Légué. Servijout a raio deomp da lakaat kefridioù ha labourioù BCD/Sevenadurioù Breizh muioc’h war well ha da sevel raktresoù gant aktourien sevenadurel ar vro. Jérôme Floury a vo staliet hanter amzer e Sant-Brieg hag hanter amzer en Oriant.

 

Doserioù nevez e brezhoneg kinniget gant an arload Breizh App

25 doser e brezhoneg skrivet gant arbennigourien anavezet a zo kinniget bremañ war an arload savet gant Bretagne Culture Diversité. Lakaat da anavezout Breizh, he istor, he identelezh, he glad, setu palioù ar benveg-mañ aboae ur bloazh bremañ.

Tri doare a zo da dizhout an danvez evit an implijer : pe dre an temoù (istor, tudoniezh, yezhoù, douaroniezh ha glad dre gomz), pe dre ur rizenn amzer pe c’hoazh dre ur gartenn etreoberiant (douarlec’hiet e vez an doserioù).

Kemennadennoù « push », kinniget evel degouezhennigoù war Breizh, a gelaouo an implijer pa vo deus doserioù nevez staliet war Breizh App.

Na c’hortozit ket, pellkargit Breizh’App !

[bloc-gris]

Berr ha berr, petra eo Breizh’App :

  • Un arload divyezhek (galleg-brezhoneg),
  • 95 doser e galleg,
  • 25 doser e brezhoneg,
  • Tu’zo d’an implijer bezañ douarlec’hiet. Kinniget e vo dezhañ an doserioù tost deus al lec’h m’emañ ,
  • 499 skeudenn,
  • 70 skrivagner.

Pevar doser nevez bep miz a vo kinniget gant Bretagne Culture Diversité war an arload Breizh App.

Pellkargit evit Android : https://play.google.com/store/apps/details?id=com.bcd.breizhapp

Hag evit iOS : https://itunes.apple.com/app/id914794602

[/bloc-gris]

 

Abadenn radio Sevenadurioù : Ar rouedadoù

Emañ an abadenn radio “sevenadurioù” diwezhañ enlinenn. Gouestlet e oa ar miz-mañ d’a rouedadoù.

Komzet ez eus bet deus Bretania.bzh, porched sevenadurioù Breizh, deus rouedadoù labour BCD/Sevenadurioù Breizh, deus ar gevredigezh Dastum ha deus an arload Stag.

[Da selaou en dro dre amañ]

Nozvezh Philippe Durand e Brest

Un nozvezh evit enoriñ Philippe Durand, aozet gant Gwarez filmoù, a vo dalc’het d’ar gwener 26  a viz c’hwevrer 2016 adalek 8eur noz e sinema Studios e Brest.

Philippe Durand (1932 – 2007) a zo bet barzh, kazetenner, senarier ha sevener evit ar sinema hag ar skinwel. Sevenet en deus ivez un hanterkant film bennak, re verr ha re grenn, e 35 mm ha 16 mm. En o zouez, Le Pays blanc (1975) ha Yezh ar vezh (1979) a ziskouez pegen tomm e oa ouzh e vro hag he yezh.
Gwarez Filmoù ha Chantal Durand, e wreg ha frammerez an darn vrasañ eus e filmoù, a ginnig deoc’h enoriñ ar sevener gant un dibab tri film.

KEMENNADENN D’AR GAZETENNERIEN – Nozvezh Philippe Durand 26 a viz C’hwevrer 2016

An abadenn radio “Sevenadurioù” diwezhañ da bellgargañ

Emañ an abadenn “Sevenadurioù” diwezhañ enlinenn, da bellgargañ war lec’hienn radiobreizh.net.

Petra eo ur vro ? Pegen lies eo ar respontoù pa vez savet ar goulenn-mañ !
Perak ez eo ar broioù e Breizh un dra gwriziet ken don e kalon an dud ? Deus pelec’h e teu ar santimant ken kreñv da vezañ eus “ur vro” ?
Ha deus peseurt broioù emaomp o komz ? “Hengounel”, “istorel”, “Voynet”…

[bloc-gris] An abadenn :

Sevenaduriou-PaysTu zo deoc’h selaou abadennoù all war ar bajenn : Sevenadurioù-radio.

[/bloc-gris]