Category: Glad dizanvez

Komzoù brezhoneg : videoioù nevez da zizoloiñ !

Publié le 19/06/2018

Pennadoù nevez a zo da welet war Bécédia e rann “Komzoù Brezhoneg” : atersadennoù deus brezhonegerien a-vihanik kaset gant Lors Jouin ha kinniget gant Skol Vreizh ha BCD. Komzoù brezhoneg a zo un heuliad pennadoù video enrollet gant Lors Jouin evit dastum komzoù gant tud brezhoneg, hag evit kaout un tañva deus liester ar parlantoù hag […]

Lenn ar pennad

“Komzoù brezhoneg”, ur chadenn klewelet nevez war Bécédia

Publié le 29/05/2017

Komzoù brezhoneg a zo un heuliad pennadoù video enrollet gant Lors Jouin evit dastum komzoù gant tud brezhoneg, hag evit kaout un tañva deus liester ar parlantoù hag an taolioù-mouezh e brezhoneg. Tregont video a zo bet produet gant Skol Vreizh ha 6 kenbroduet gant sikour Bretagne Culture Diversité. An destenn a zo bet skrivet […]

Lenn ar pennad

Bazhvalan kinniget da brezhonegerien bro Roazhoñ

Publié le 24/10/2016

Ur wech ar miz, d’ar Gwener da noz, e vez pedet brezhonegerien bro Roazhoñ da bakañ banne o kaozeal brezhoneg. E Skol an Emsav e vez staliet an Davarn vrezhonek. Ezhomm ‘z eus, eme an aozerien, da gaout seurt prantadoù evit kaout un digarez da vrezhonegiñ, evit ar re a zo o paouez deskiñ brezhoneg […]

Lenn ar pennad

Emvod publik war renabl ar GSD e Bro Kornôg Kreiz Breizh d’ar 4 a viz Gouere e Lokeoret

Publié le 17/06/2016

Un emvod publik a zo aozet d’ar 4 a viz Gouere e Lokeoret evit displegañ d’ar boblañs palioù ha mod implij renabl ar glad sevenadurel dizanvezel e Bro Kornôg Kreiz Breizh. Krog eo BCD/Sevenadurioù Breizh da sevel renabl glad sevenadurel dizanvezel Bro Kornôg kreiz Breizh gant sikour ar bodad Sevenadur Kuzul diorroiñ ar Vro ha […]

Lenn ar pennad

Ur chadenn video nevez enlinenn war lec’hienn BCD/Sevenadurioù Breizh

Publié le 11/12/2015

Ur chadenn video a zo bet lakaet enlinenn nevez’zo gant BCD/Sevenadurioù. Gouestlet eo d’ar raktres Bazhvalan / Baçadou. Adkavout a rit c’hwec’h atersadenn gant Daniel Giraudon, enklasker, a zegaso kuzulioù evit ar re a fell dezho mont e darempred gant brezhonegerien a-vihanik. Perak mont e darempred gant brezhonegerien a-vihanik ? Penaos kaout un eil emgav […]

Lenn ar pennad

Ha komz a reoc’h deus glad sevenadurel dizanvezel ? Ur renabl-perzh e kornôg kreiz Breizh

Publié le 25/11/2015

Bretagne Culture Diversité / Sevenadurioù Breizh, asambles gant Bro Kornôg Kreiz-Breizh, o deus lidet, d’ar yaou 3 a viz kerzu tremenet, renabl-perzh ar glad sevenadurel dizanvezel e tachennad kornôg Kreiz-Breizh. Treuzkaset a rann oadoù da rann oadoù hag adnevesaet ingal, kavout a reer ar glad sevenadurel dizanvezel (GSD) er pratikoù sokial, lidoù ha festoù, gouiziegezhioù […]

Lenn ar pennad

Ar c’hontadennoù e Breizh, talbenn an abadenn radio Sevenadurioù

Publié le 19/10/2015

Emañ an abadenn radio “Sevenadurioù” diwezhañ enlinenn. Talbenn ar miz-mañ : ar c’hontadennoù e Breizh. Un drugarez evit kaozeal deus “Il était une fois… en Bretagne, Contes, collectes & conteurs” un diskouezadeg niverel bet lakaet enlinenn gant BCD/Sevenadurioù. Gouestlet eo an abadenn-mañ da Albert Poulain, konter meur eus Piperia aet d’an aon d’ar 6 a […]

Lenn ar pennad

Ur renabl deus ar glad sevenadurel dizanvez Kornôg Kreiz-Breizh

Publié le 28/09/2015

Emañ ar gevredigezh Bretagne Culture Diversité / Sevenadurioù Breizh, asambles gant Bro Kornôg Kreiz-Breizh, o vont da renabliñ ar glad sevenadurel dizanvez e tachennad kornôg Kreiz-Breizh. Tri bloavezh e pado an enklask etre tout, ha 18 miz e pado e goulzad kentañ, hag a zo o paouez komañs. E kreiz Bro-Breizh, etre tri departamant (Aodoù-an-Arvor, […]

Lenn ar pennad

Bazhvalan : emañ ar gartenn enlinenn

Publié le 21/09/2015

Evit treuzkas ur yezh hag ur sevenadur er bed a-vremañ e vez aozet kentelioù pe stajoù, ha gwir eo ez eo ret hen ober ; met gall a reer ivez daremprediñ tud zo o deus desket o yezh hag o sevenadur a-vihanik. Lakaat an dud da gejañ outo eo pezh a glask BCD ober gant ar […]

Lenn ar pennad

Lid digeriñ Mézon du Cârouj

Publié le 15/06/2015

Digoret eo bet “La Mézon du Cârouj” ez ofisiel d’ar gwener 22 a viz mae tremenet e Mousterfil. Bet oc’h bet d’ober un dro du-mañ Mikaël ? Dilennidi, tud a youl-vat hag ur bern mignoned deus ar gevredigezh « La Jaupitre » a oa e Mousterfil d’an 22 aviz maeevit lid digeriñ “La Mézon du Cârouj”. La jaupitre […]

Lenn ar pennad