Un teul war Pont-Aven, kêr al livourien war Bécédia

Amerikaned an hini oa an arzourien gentañ a reas kêr al livourien eus Pont-Aven e kreiz an XIXvet kantved, pell kent ma teuas eno Paul Gauguin hag Émile Bernard. A-drugarez d’ar gentidi-se e teuas Pont-Aven da vezañ ur stal-livañ war ar maez hag annez krouerien o klask awen. Displegañ a ra Estelle Guille des Buttes-Fresneau war Bécédia istor al liamm don a zo etre al livourien ha Pont-Aven.

 Paul Gauguin, « mestr » skol Pont-Aven, bet o chom eno alies-mat etre 1886 ha 1894 an hini a vezer techet da lakaat da bennkaoz brud Pont-Aven, « kêr al livourien » anezhi, dre ar bed-holl. Gouzout mat a ouzer koulskoude e oa en em staliet an arzourien gentañ eno adalek kreiz an XIXvet. Amerikaned e oa ar re-se dreist-holl, desachet gant ar maezioù gwirion hag an henvoazioù chomet bev. Ur pleg bras eo bet alies, e buhez an arzourien-se, ar prantad o doa bevet el lec’hioù nevez-se, e norzh Europa peurliesañ, asambles gant kumuniezhioù arzourien all.

“Komzoù brezhoneg”, ur chadenn klewelet nevez war Bécédia

Komzoù brezhoneg a zo un heuliad pennadoù video enrollet gant Lors Jouin evit dastum komzoù gant tud brezhoneg, hag evit kaout un tañva deus liester ar parlantoù hag an taolioù-mouezh e brezhoneg.

Tregont video a zo bet produet gant Skol Vreizh ha 6 kenbroduet gant sikour Bretagne Culture Diversité. An destenn a zo bet skrivet evit pep pennad (ur stumm “komzet” hag ur stumm adskrivet hag adlennet gant Francis Favereau), evit sikour ar re a zo o teskiñ da gomprenn ar pezh vez lavaret en ur kaout pinvidigezh ar yezh komzet.

Da welet war lec’hienn Bécédia : http://www.bcd.bzh/becedia/br/komzou-brezhoneg.

Ur skouer, Armand Le Goff deus Karaez :

Gouel broadel ar brezhoneg, an distro !

E 1998 ‘oa bet dalc’het Gouel broadel ar brezhoneg ‘ba Langoned evit ar wech diwezhañ. d’an 19 hag an 20 a viz mae o tont e vo lidet ar brezhoneg en dro ba’r bourk !

Ur program pinvidik a vo kinniget d’an dud : sonerezh, c’haoriaoù, sinema, prezegennoù… peadra ‘vit kemer plijadur e brezhoneg !

Ur stand a vo dalc’het gant Bretagne Culture Diversité ‘vit brudañ pezh vez kinniget d’ar vrezhonegerien ganeomp (Bazhvalan, Bécédia…) d’ar sadorn 20.

Bécédia, ul lec’hienn enni danvezioù digent war Breizh hag he annezidi

Digor eo Bécédia abaoe ar 26 a viz genver tremenet. Plediñ a ra Becedia gant danvezioù a bep seurt : istor, geografiezh, tudoniezh, sokiologiezh.

Dedennus eo koulz evit ar re a fell dezho dizoloiñ hag ar re entanet, hag ivez evit ar gelennerien a fell dezho pinvidikaat o c’hentelioù. Pep grefen a zo studiet gant un arbennigour war an danvez ; e-giz-se e vez savet tamm-ha-tamm un hollouezhiadur dibar, lies e stumm ha nevesaet dibaouez.

Danvez e brezhoneg

Ouzhpenn 70 teul tematek e brezhoneg a vez kinniget hiziv war al lec’hienn. Kavout a reer ivez 12 tamm deus ar web heuliad “Gwir vretoned” hag holl abadennoù Sevenadurioù kinniget war ar rouedad Radiobreizh.

[Mont war Bécédia]

Digoridigezh Bécédia d’ar 27 a viz genver : ul lec’hienn gant danvez dibar war Breizh ha war tud ar vro

D’ar 27 a viz genver o tont e vo digoret « Bécédia ». Kinniget e vo gant al lec’hienn nevez-mañ an holl danvez produet gant BCD/Sevenadurioù Breizh (doserioù tematek, dafar evit ar skol, diskouezadegoù niverel, teulfilmoù-web, abadennoù radio…).

Lies eo an tachennoù studiet : an istor, an douaroniezh, an tudoniezh, ar sokiologiezh, ar sonerezh, an arzoù, ar glad sevenadurel ha naturel, ar yezhoù, ar gevredigezh… An holl danvezioù-mañ a ya da sevel un holloueziadur unan ha dibar, lies ar stumm kinniget hag adnevesaet e vo ingal an titouroù. Digor eo al lec’hienn-mañ d’ar re a fell mont pelloc’h gant danvez Breizh met ivez d’ar gelennerien a fell azasaat o kentelioù. Pep tem a zo diorroet gant un arbenigour.ez.

Emgav d’ar 27 a viz genver !