1745, Breizhiz hag Iwerzhoniz e Breizh en emsavadeg skosat diwezhañ

Aozer : Hubert Chémereau / Mezheven 2022
Charles-Edward Stuart (Prionnsa Teàrlach Stiùbhart), deuet da vezañ anavezetoc’h abaoe dindan e lesanv Bonnie Prince Charlie, a ya kuit eus Sant-Nazer d’un devezh hañv eus ar bloaz 1745. Skoazellet eo bet evit beajiñ betek Bro-Skos gant kumuniezh an Iwerzhoniz a zo o chom e Breizh, ha gant arc’hant paramantourien an Naoned. An hini diwezhañ eus ar re Stiùbhart (Stuart) zo bet kontet e avanturioù gant skrivagnerien awenet gantañ : Walter Scott ha Robert Louis Stevenson.

E 1745 ez eo war douar Breizh en em gav ul lodenn eus sord Charles-Edward Stuart, danvez roue e deir c’hurunenn : re Bro-Saoz, Bro-Skos hag Iwerzhon. Lestrañ a ra hemañ, mab da Jakez III a Vro-Saoz (Jakez VIII a Vro-Skos) ha 24 bloaz dezhañ, e Sant-Nazer d’ar 5 a viz Gouere 1745, etrezek Bro-Skos war an Du Teillay, ur vatimant kourser prim, 18 kanol en he bourzh. Merdeiñ a ra betek Enez ar Gerveur da gentañ evit en em gavout eno gant an Elizabeth. Ur vatimant kreñv honnezh, en he bourzh ur mell bagad brezel kaset gant roue Frañs, 700 soudard ennañ, lod anezho Iwerzhoniz en harlu, emañ dezho holl da skoazellañ an emsavadeg jakobat. Armet eo bet an Du Teillay gant an hini zo kabiten warni ivez, Antoine Walsh, un den a-bouez e-touez Iwerzhoniz an Naoned, en deus dispignet kalz eus e beadra e servij ar gostezenn jakobat.

Meur a skoazell e Breizh

D’an 9 a viz Genver 1743 eo e voe boulc’het hent e avanturioù gant Charles-Edward Stuart, pa ’z eas kuit eus ar gêr, sed ti e familh e Roma. Tiegezh kozh rouaned Bro-Skos a zo c’hoazh ur c’halz a dud a chom a-du gantañ du-hont en Uheldirioù. Abaoe an Akta Unaniñ e 1707 ne ren ket ar peoc’’h e pep lec’h eno, na tost, daoust ma ’z eo ar jakobidi ur bihanniver en Izeldirioù, dreist-holl e Dunedin hag e Glaschu rak er c’hêrioù-se e ra o mad ar vourc’hizien, ar goñversanted, eus kenwerzh Breizh-Veur o kreskiñ muioc’h-mui hag oc’h en em ledañ pelloc’h-pellañ. Iwerzhoniz diouzh o zu, dre gosteziñ gant un danvez roue eus ar gredenn gatolik, a zo leun a spi e c’hellint en em dennañ gantañ eus ar marzioù ma’z int bet arlezet gant ar Saozon.

Bez’ c’hell an hini diwezhañ eus ar re Stiùbhart tennañ splet eus madelezh ar roue Loeiz XV (gant muzul avat, p’emañ hennezh da vat e-barzh Brezel Hêrezh Aostria d’an ampoent), hag ivez eus aour ar Spagnoled, met dreist pep tra e rank kontañ war ar re a sav a-du gantañ evit pourchas armoù hag arc’hant dezhañ da gas e vrezel da benn. Hervez James McCearney e oa « un embregerezh prevez [kaset da benn], evel zo dleet sañset, anez gouzout d’ar galloudoù publik ». Un dra all a lavar an istorour c’hoazh, ha n’eo ket un draig : disoudardet evel ma oa kevredigezh Breizh-Veur da neuze, ne chome nemet klannoù Bro-Skos o talc’her o feadra hag o barregezh dezho o-unan evit gallout brezeliñ. E Breizh e kustum ar jakobidi en em vodañ e maner La Placelière, hag a zo d’ar paramantour Guillaume Grou. Hennezh, eme an istorour Jean Guiffan « ez eo kreñv e liammoù ouzh ar c’hlann iwerzhonat, peogwir eo euredet abaoe 1740 gant Anne Ó Shiell, merc’h henañ Luc Ó Shiell, anezhañ an trede pinvidikañ e-mesk Iwerzhoniz an Naoned ».

Charles Edward Stuart – darn eus ur skeudenn penn-kil-ha-troad – gantañ e vazh-komandant en e zorn. A-dreñv dezhañ e weler e vatimantoù-brezel. Stamp gant Nicolas-Jean-Baptiste de Poilly, 1746. Gallica / Levraoueg Vroadel Frañs : rann ar stampoù hag ar fotoioù, RESERVE QB-201 (116)-FOL.

D’ar c’houlz-se ivez ez a Charles-Edward Stuart dre guzh d’an Naoned evit mont e darempred gant Walsh. Mont a ra kuit Pariz e penn-kentañ miz Mezheven 1745, gant tud feal dezhañ. Ur wech erru e Breizh en em gav ar priñs gant ar re a sav a-du gantañ eno, da geñver un emvod kuzh, kement ha peurbrientiñ pep tra a-raok lestrañ. E-touez ar seizh gwaz-se, erruet didrouz hag evezhiek e Sant-Nazer, ez eus daou Skosad arroutet-tre war an hentoù-mor a gas d’an inizi Gall (Na h-Innse Gall), (Hebrides).

C’hwitadenn Bonnie Prince Charlie

D’an 23 a viz Gouere, da-c’houde eur ha dizeur e-leizh, ez erru ar priñs en enez Eirisgeidh, unan eus Na h-Eileanan Siar (Outer Hebrides). Kreskiñ a ra armead ar jakobidi a sizhun da sizhun. Gwintet eo standard – pe banniel – ar roue e Gleann Fhionnainn d’an 19 a viz Eost dirak 3.000 a dud eus an Uheldirioù. D’an 21 a viz Gwengolo, pilet arme ar roue George II gant ar jakobidi e Prestonpans, ar pezh a oa dic’hortoz. Goude dezhañ bezañ trec’h war e enebour en-dro hag adarre betek Derby, setu cheñchet penn d’ar vazh evit Charles-Edward Stuart avat. E miz Ebrel 1746 ez eus lakaet un echu – spontus – d’e avantur e Cùil Lodair (Cullodenn). Goude mizioù o kantren, hag ar soudarded ruz war e lerc’h, ez eo eus Breizh e teuio e silvidigezh. E miz Eost 1746, a-drugarez d’ar paramantour iwerzhonat Richard Butler eus Sant-Maloù, e kaser div vatimant davetañ. D’an 19 a viz Gwengolo, da-c’houde na pet eur ha dizeur c’hoazh, emañ Charles-Edward Stuart, gant un dek bennak a wazed eus e gostezenn, e-bourzh an Heureux, ur vatimant dindan urzhioù ar Malouad Marion Dufresne, hag a ra roud etrezek Rosko. Fest a vo evit distro ar priñs e Montroulez, ur gêr ma oa stank a-walc’h an Iwerzhoniz o chom enni da neuze.

La bataille de Culloden, huile sur toile de David Morier (XVIIIe siècle). Royal Collection Trust.: RCIN 401243.

Emgann Cùil Lodair, eoul war lien gant David Morier (XVIIIvet kantved). Royal Collection Trust.: RCIN 401243.

Buanek, herrus evel m’emañ an hini a reer anezhañ Bonnie Prince Charlie, e welo hennezh an dorioù o serriñ prestik dirazañ e kement lez zo tout en Europa, unan-hag-unan, lez ar re Bourbon paneveken. D’an 13 a viz C’hwevrer 1788, en Aostralia, Arthur Philip, gouarnour Kembre Nevez ar Su, a embann e sento da George III « rieg nemetañ ar rouantelezh, hep ket a var » hag a zinac’h war un dro neb sentur bennak da diskennidi Charles-Edward Stuart, marvet pemzektez a-raok e Roma. « Pebezh ironiezh en embann-se », eme an istorour aostralian Edward Duyker, « pa ouezer pegen pouezus eo bet Caledonia Australis, liammet war-eeun ouzh divroadeg ur bern tud eus an Uheldirioù da Aostralia, war-lerc’h dezho bezañ bet trec’het e Cùil Lodair ». E-pad marevezh ar romantelezh eo e vo savet mojenn Bonnie Prince Charlie, « ar roue tramor » hervez hengoun ar bobl.

 

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Hubert Chémereau, « 1745, Breizhiz hag Iwerzhoniz e Breizh en emsavadeg skosat diwezhañ », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 27/06/2022.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/1745-breizhiz-hag-iwerzhoniz-e-breizh-en-emsavadeg-skosat-diwezhan

LEVRIOÙ

  • Chémereau Hubert, La légende de Bonnie Prince Charlie, ArMen, n°202, sept 2014.
  • Chémereau Hubert, 1745, Le dernier des Stuarts à Saint-Nazaire, Place Publique, janvier 2015.
  • McCearne James, Charles Edouard Stuart: Un prince des ténèbres dans l'Europe des Lumières, Paris, Éditions du Rocher, 2008.
  • Pollitzer Marcel, Le prince à la rose blanche, Charles-Edouard, le dernier Stuart, Avignon, Edouard Aubanel Editeur, 1955.
  •  Roy Just-Jean-Etienne, Le dernier des stuart, Fouesnant, Yoran Embanner, 2006.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité