1966 : ur mordreizher evit Mao

Aozer : Hubert Chémereau / Genver 2021

D’an eil a viz mae 1966 e voe lakaet war o gennoù, e  kal nenn 1 Chanterioù ar Meurvor atlantel, tammoù kentañ eus kein ur mordreizher bet urzhier gant Republik Pobl China. Ar Yao-Hua a voe graet anezhañ, al lestr diwezhañ bet savet e Sant-Nazer en ur c’hal war-draoñ, e lec’h e oa bet savet an Normandie hag ar France en e raok.

E kreiz an Dispac’h sevenadurel en em gavas c’hwec’h ijinour chinat e-mesk o c’heneiled nazerat da eveshat savadur ar Yao-Hua. Mont a reas ar vatimant-se da astenn flodad ar China Ocean Shipping Company (COSCO), ur mordreizher kemmesk anezhañ dre ma c’helle kargañ marc’hadourezh koulz ha beajourien (betek 300 anezhe). Merdeiñ a reas war al linenn China-Tanzania e reter Afrika, da gas eno micherourien ha sternidi chinat enrollet evit sevel an hent-houarn Tan Zam etre Dar-es-Salaam ha mengleuzioù kouevr Zambia. War ar renk kentañ e oa bet lakaet gant RPC he c’henlabour gant ar broioù war-sevel, da ziazezañ emled he darempredoù etrevroadel.

D’an 10 a viz kerzu 166 e nije en avel banielloù ruz bras-divent China o femp steredenn, a-us ar c’hal nenn 1. Deuet e oa dileuridi Bro-China, chupennoù e-giz Mao gante, da drugarekaat micherourien Sant-Nazer o profañ da bep hini anezhe ur vedalennig poltred Mao Zedong warni. War vourzh ar Yao-Hua e oa ar Sturier-Meur ivez, eus traoñ ar c’houc’h d’ar vourzh uhelañ, eus he staon d’he fenn a-dreñv, en e sav pe get, diseblant, sirius pe mousc’hoarzhus. D’an 8 a viz gwengolo e loc’has ar mordreizher kuit eus Sant-Nazer da gaout Shangaï. Daoust d’an Dispac’h sevenadurel bezañ aet da velbi ha bezañ war-nes mont da vrezel diabarzh, e loc’has ar Yao-Hua davet al linenn China-Tanzania da gaout ur mordreizher all bet savet e Sant-Nazer : ar Jian-Hua, bet anvet Foch gwechall, bet moret e 1951 hag adprenet gant China e 1966.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Hubert Chémereau, « 1966 : ur mordreizher evit Mao », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 12/01/2021.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/1966-ur-mordreizher-evit-mao

Chémereau Hubert, « Yaohua, un paquebot chinois à Saint-Nazaire », Le Chasse-Marée, septembre 2014, p. XX-XX.

Faligot Roger, « Les services secrets chinois de Mao aux JO »,  Paris, Éditions du Nouveau Monde, 2008.

Baul Patrick, « 150 ans de paquebots à Saint-Nazaire », Spézet, Coop Breizh, 2012.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité