31 a viz Genver 1969 : ar wezh ziwezhañ ma voe gwelet ar Jeneral e Roazhon

Aozer : Erwan Le Gall / Ebrel 2022

D‘an 31 a viz Genver 1969 eo e voe gwelet ar jeneral de Gaulle evit ar wezh ziwezhañ e Roazhon. Homañ, pa vo lavaret, ar gêr gentañ eus un Dro Breizh a vo echuet gantañ e Kemper d’an 2 a viz C’hwevrer. Dezhañ 79 vloaz dija, ez eus anezhañ ur prezidant gwanaet e c’halloud, war-lerc’h ur mell emsavadeg a-enep dezhañ, a zo bet en he barr hep mar ebet e miz Mae 1968. Uzet eo gant bezañ e penn ar vro, eme lod. Kejañ ouzh an dud an hini eo ez eo deuet da ober e ledenez Arvorig koulskoude, evel pa vije o klask kadarnaat en-dro e reizhveli bolitikel e-kerzh an nebeud deizioù-se.

War ar poltredoù tennet e Roazhon d’an 31 a viz Genver 1969 gant Sigismond Michalowski, dielloù hag a zo gwarezet e Mirdi Breizh, e weler ar Jeneral o treuziñ-didreuziñ kêr asambles gant ar maer Henri Fréville, en ur Simca kabrioled a zo bet staget enni ur varrenn-harpañ : e-giz-se e c’hell ar Prezidant en em zalc’her en e sav ha bezañ a-wel d’an holl. Peadra da ziskouez war un dro meurded an hini a zo e penn ar Stad met ivez pegen tost emañ hennezh ouzh ar bobl. Rak daoust hag-eñ n’eo ket gwir ez eo dilennet abaoe 1965 dre ar mouezhiañ hollek eeun ? War plasenn an Ti-Kêr e weler an den kozh da vat o vourrañ e-kreiz an engroez, ha tennet zo bet poltredoù eus Roazhoniz yaouank deuet niverus da welet ar Prezidant. Diouzh gwelet o dremmoù war ar fotoioù-se ez eus birvilh enno, sur, ha war a seblant ez eo ken solut all atav diazez de Gaulle e-mesk ar bobl.

Diaes eo, evit afer-se, nompas santout tamm pe damm blaz an diamzeriañ er veaj Roazhon-se, graet gant gwaz an 18 a viz Mezheven. Kamm-amzeriañ zokenoc’h, pa vo lavaret, pa weler poltred Prezidant ar Republik, ganet e diwezh an XIXvet kantved, dirak maketenn tour modern ar Pelloù (Les Horizons) savet gant an arkitektour Georges Maillols. Evel pa ‘n dije Charles de Gaulle « graet e amzer » dija, mod pe vod.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Erwan Le Gall, « 31 a viz Genver 1969 : ar wezh ziwezhañ ma voe gwelet ar Jeneral e Roazhon », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 4/04/2022.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/31-a-viz-genver-1969-ar-wezh-ziwezhan-ma-voe-gwelet-ar-jeneral-e-roazhon

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité