Abaoe ugent vloaz, Tavarn ar Roue Morvan en Oriant !

Aozer : Gael Briand / Gwengolo 2022

Chom a ra c’hoazh ar roue Morvan e-barzh spered hag ijin an dud e Bro Pourlet. Abaoe 1999 e vez anvet « Roue Morvan Kumuniezh » ar gumuniezh kumunioù war-dro Prizieg. An anv « Bro ar roue Morvan » a gaver ivez evit an touristerezh. Tavarn ar Roue Morvan an hini eo avat, muioc’h c’hoazh, war plasenn Polig Montjarret en Oriant, a zegas he lod da vrudañ an haroz breizhat damvojennel.

E 1993 eo, er C’hroesti, e oa bet ganet an anv tavarn-se, deuet ken brudet abaoe, kalon Emvod ar Gelted en Oriant. Irène Ar Menteg a oa-hi ganet e Bro Pourlet hag e-barzh kultur Breizh, sed e faote dezhi kaout ur preti a vefe ivez ul lec’h a sonerezh. « Ni ’oa o klask penaos lavaret eus pelec’h e teuemp. D’ar c’houlz-se ne veze ket komzet kalz eus ar roue Morvan. Ma mamm-gozh a oa o chom en un tiegezh e-kichen al lec’h ma kreder e vije bet kamp ar roue. Me ez eo an tu disent ha disuj eus ar paotr a zo plijet din : klotañ a rae gant ar skeudenn a faote din reiñ d’am ostaleri ! » Pa oa deuet Irène da staliañ he zavarn d’an Oriant e 1999, ne grede ket d’he fourchaserien e vije bet deuet a-benn, peogwir e kave dezho ne oa ket lec’hiet mat. « Ul lec’h er-maez eus ar c’hreiz e oa » emezi, « ur parklec’h evit an dud a yae da greiz-kêr ». Gwez zo bremañ war ar blasenn, ugent vloaz goude, ha deuet eo ar Roue Morvan da vezañ ul lec’h emgav na n’eus ket e bar evit paotred ha merc’hed an Oriant a bep kouch, a ya di peogwir e vez begon atav hag evit debriñ pe evañ gant prizioù dereat. « Un deiz bennak, war ar blasenn-mañ, ne vo ken met tud war o zreid ! » Abaoe 2019 ez eo Julien Ar Menteg, mab Irène, a zo e penn an afer. « Hennezh a lavar atav : bezañ bet en Oriant hep tremen dre an Davarn a zo evel bezañ bet e Pariz hep gwelet an tour Eiffel », eme e vamm diwar fent. Ur wir garantez a vag honnezh ouzh he micher : « kemend-all a blijadur am bez amañ dalc’hmat, a vloaz da vloaz. Emvod ar Gelted eo ar mare ma ’n em gav asambles amañ tout hor pratikoù : ar re gustum evel-just, met ivez o zud-kar o vakañsiñ e Breizh ». Hep ankouaat ar re deuet da guriuziñ, ar re-se hag a c’houlenn hep komz re greñv, en ur dremen dirak an davarn, piv eo ar roue Morvan !

 

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Gael Briand, « Abaoe ugent vloaz, Tavarn ar Roue Morvan en Oriant ! », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 8/09/2022.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/abaoe-ugent-vloaz-tavarn-ar-roue-morvan-en-oriant

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité