Adreizhadur kartenn ar justis, hervez Henri II

Aozer : Alexandre Lepesteur / Meurzh 2021

Luziet-spontus e oa kartenn al lezioù-barn dindan ar Renadur Kozh. E dalc’h ar roue e oa ar justis, a-dra-sur, nemet dileuriet e veze gantañ lod eus ar galloud-se. Anv zo neuze eus justis dileuriet, meur a vazh d’ar skeul anezhi, eus traon da grec’h :

- Al lezioù-barn a eil renk : ar re-se dindan aotrou ar vro peurvuiañ. Bras o ferzh e buhez an dud.

- Al lezioù-barn izelañ : ar brovostiezh da gentañ penn, anezhi al live barnerezh diazez, karget da selaou ar c’hlemmoù ; neuze ar veliezh hag ar senesaliezh (e Breizh ne oa nemet senesaliezhioù), anezho lezioù a resev ar galvoù war-lerc’h setañsoù ar provostiezhioù pa ne vezont ket kaset d’ar Breujoù. Aotreet e oa ivez ar senesalioù da varn kement tamall graet ouzh tudjentil evit o frosez kentañ.

Ar breujoù, erfin, a oa lezioù-barn galv anezho. Breizh en he fezh a yae d’ober tiriegezh breujoù Roazhon, da lavaret eo an tiriad a oa dindan o c’hiriegezh.

Ouzhpenn al lezioù justis izelañ e krouas Henri II ar prezidialioù e 1552. Beliezh ha senesaliezh diouzh un tu, Breujoù diouzh an tu all, sed aze live al lezioù-se, lakaet da balioù dezho tostaat barner ha barnet, disammañ ar Breujoù un tamm bihan, met dreist pep tra degas arc’hant e-barzh ar c’hef dre grouiñ kargoù nevez.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Alexandre Lepesteur, « Adreizhadur kartenn ar justis, hervez Henri II », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 22/03/2021.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/adreizhadur-kartenn-ar-justis-hervez-henri-ii

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité