Alain Goutal (ganet e 1948)

Aozer : Céline Chanas / Ebrel 2022

Breizhad e oa e dad hag eus ar Berri e vamm, met deuet eo Alain Goutal d’en em staliañ e Breizh e 1972. Liesstumm eo doareoù an arzour, dre ma lake e varregezhioù e servij ar vandenn-dreset, an tresadennoù kelaouennoù, met ivez ar skritelloù a lake war-wel e engouestloù personel, dreist-holl war-zu sevenadur Breizh pe difenn an endro.

Ken-diazezer eo bet eus «Quai des Bulles», festival bannoù-treset Sant-Malo, lec’h ma felle dezhañ demokratelañ ha talvoudekaat an arz poblek evel ar vannoù-treset. Kenlabourat a rae gant meur a gelaouenn, en o zouez Pilote, Frilouz, Je lis des histoires vraies, Nitassinan, Le Canard de Nantes à Brest, Oxygène, Cinémaction, Greenpeace, Bretagne Actuelle, Bretagne Magazine…

Splann e oa e zoare fent pa seller ouzh e dresadennoù, flemm-dresoù ha ludresadennoù, evel pa seller ouzh e flemm-dresadennoù politikourien troet da loened. Ma ‘ z eo skort ar binvioù implijet gantañ e vez puilh e nevezadurioù koulskoude : reiñ a reas lañs da c’hiz ar skritelloù war baper kraft, pa veze da gentañ-penn un diskoulm teknikel evit sevel skritelloù war baper gell.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Céline Chanas, « Alain Goutal (ganet e 1948) », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 4/04/2022.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/alain-goutal-ganet-e-1948

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité