Albert Jugon : ur mac’hagned Breizhad a oa eno p’eo bet sinet emglev Versailhez

Aozer : Erwan Le Gall / Here 2020
N’eo ket ur fed gwall anavezet : tro-kein kannaded an Alamaned karget da anzav drouziwezh Berlin gant o sinadurioù war feuremglev Versailhez, d’an 28 a viz Even 1919, en em gave ur Breizhad yaouank anvet Albert Jugon bet ganet e Mousterel an-Il. Met peseurt mod e oa erru eno ar c’hontour-skoazeller yaouank-se, aet da Argenteuil, e korn-bro Pariz, da labourat ?

Er bloaz 1913 e oa aet Albert Jugon da gorn-bro Pariz d’en em staliañ, evel forzhig a Vretoned yaouank a-ziwar ar maez. Moarvat e oa aet da glask ur fortun gwelloc’h, dre ma oa an eil bugel en un tiegezh a eizh a vugale, ha ne veze ket peadra da vagañ an holl en tiegezh-bihan-se e Mousterel-an-Il, ar barrez vihan-se a gaver etre Roazhon ha Komborn. Daou vloaz a oa dija ne veve ket ken diwar goust e dud, dre ma oa bet soudardet d’an 10 a viz Here 1911 er 155vet rujumant troadeien, un unvez gwarnizon staliet e Commercy, e departamant ar Meuse. Daou vlaoz e pade amzer servij an dud yaouank da neuze.

Disheñvel eo Albert Jugon diouzh an niver bras a Vretoned yaouank aet d’en em staliañ e Pariz koulskoude. Ur skoliad diouzh ar vegenn e oa, e 3de renk paotred kanton Mousterel-an-Il evit ar sertifikad. Abalamour da-se ez eo anvet korporal d’ar 26 a viz Gwengolo 1912. Ur wech distroet d’ar vuhez sivil, e diskar-amzer ar bloaz 1913, e c’hell pakañ ul labour a skoazeller en un ti-bank eus Pariz, a-drugarez d’e live skol. Siwazh ! Ne bado ket en tu all d’un nebeud mizioù koulskoude, ha pa darzh an engalvadeg ez eo tapet Albert Jugon en-dro dindan an armoù, er 1añ rujumant troadeien drevadennel (RIC), un unvez staliet e Cherbourg.

Ur brezel dibad

Kuitaat a ra e rujumant an Normandi d’ar 7 a viz Eost diouzh an noz evit mont war-zu harzoù Belgia. Ha da heul, badeziant an tan, spontus, e-doug emgann gwadek Rossignol (d’an 22 a viz Eost 1914), hag a vo heuliet gant ur retred ken spontus all, ha ne echuo ken met gant emgann ar Marn (6-9 a viz Gwengolo 1914). A-benn neuze ec’h adtap arme ar Frañs hent an tagadennoù en-dro. Ha d’ar 15 a viz Gwengolo 1914 ez eo prest ar 1añ RIC d’en em gannañ dirak kêr Ville-sur-Tourbe, er Marn. Evel ma c’hoarvez alies e koll an istorour neudenn an istor e kalon an emgann, dres p’eo taget Albert Jugon gant ur boled tennet gant ur fuzuilh alaman.

Lezet eo ar c'horporal Jugon evel marv war an dachenn emgann, pezh a lak splann pegen diaozet e oa servijoù yec’hed an arme dirak ar brezel. E-keit ma oa  en e c’hourvez war an dachenn emgann e teuas un aluzener da nouenniñ anezhañ, met skrabañ a reas un nebeud gerioù war un tamm paper : « Kasit ar re all ganeoc’h, ha goude-se hepken, ma chom amzer ganeoc’h, dalc’hit soñj ouzhin amañ. ». Hag ar Breizhad neuze da sevel en-dro da serr-noz, da vale betek un ti-gar nepell, lec’h ma vefe bet kemeret e karg gant un Ambulañs . Evitañ e voe penn-kentañ un hir a hentenn yec’hed a gaso anezhañ d’ober tro bro-Frañs an ospitalioù brezel, betek fin ar brezel : Brienne-le-Château, Moulins, Bourdel pe c’hoazh Pariz, er Val-de-Grâce, ha goude-se e fiziad an di-glañvourien e kazarn an Touralioù en XXvet arondisamant.

Heuliadurioù hep distro

Treuzvevet en doa Albert Jugon, met gouzañv a rae koulskoude diwar e c’hloazadennoù spontus : gant ar boled en doa taget e benn e oa distrujet e ziv javed, an hanter eus e fri hag e chink, ha kement all evit pezh a sell e lagad dehou, ha skizhet e deod. E miz Here 1914 e tisplege en ul lizher d’e vreur : « Da lâr dit mag on mac’hagnet : n’hellan ket komz ken, ha ne welan met dre ul lagad hepken ». Padal d’ar mare-se ne raed nemet krog gant kammedoù kentañ ar surjianerezh rapariñ, war dremmoù dreist-holl. Koulz eo lavaret eo da heul ar brezel-se e oa bet loc’het. Diskouezet eo bet gant an istorourez Sophie Delaporte e oa bet heuliet Albert Jugon gant aked bras, abalamour ma oa-eñ un dae evit medisinerezh ar mare. Pell e oa ar brezel da vout echu koulskoude, ha kreskiñ a rae kalz niver ar soudarded mac’hagnet, betek ma teuas da vezañ poanioù ar Breizhad da vout ordinal mui-pe-vui e bed ar surjianerezh rapariñ, evel ur melezour eus ar feulster a rae e reuz war dachennoù emgann ar Brezel Bras. Etre 11 ha 14 % eus soudarded bro-Frañs a voe gloazet o dremm etre 1914 ha 1918, hag en o zouez etre 10 ha 15 000 anezho a c’heller ober « gloazidi meur o dremm » outo.

Estreget tagadennoù o c’horf eo o c’hlañvadurioù-se. Sevel a reont goulenn identelezh ar soudarded mac’hagnet, ha da heul prantadoù diwaskañ hir ha don, evel ma anzav Albert Jugon e-unan e miz Du 1915. Sklaer eo e sell warnañ e-unan : « Ma rankan chom un den dreistordinal evel m’emaon bremañ, neuze ne dalvez ket ar boan din bevañ ken. Meur a wech em eus bet tro da verzhout pegen skoet e c’hell bezañ an estrañjourien pa welont ac’hanon, ha dre-se e rankan chom bac’het ». Hag abalamour d’e neuz nevez e rank dispartiañ diouzh Anjela, e wreg da zont. Sklaer an traoù : ma ranker adsevel dremm Albert Jugon, daoust d’an oberatadennoù poanius-meurbet, e ranker adsevel e liamm gant ar gevredigezh ouzhpenn da-se.

Anaoudegezh

Ha ne chom ket diseblant a-grenn ar gevredigezh-se ouzh poanioù ar re a groger d’ober «Dremmoù torret» outo just a-walc’h. Da’n 21 a viz Du 1917, pa zistro er galloud ec’h embann Georges Clemenceau, prezidant ar C’huzul, dirak kannaded ar Vodadeg Vroadel ez eus «gwirioù dreist hor re» gant soudarded, gwirioù n’o deus ket ar siviled ha n’int ket bet war an Talbenn. Gant an dro-spered-se e oa an Tigr pa felle dezhañ e vefe pemp eus ar soudarded mac’hagnet tro-kein ar gannaded alaman e-doug sinadur feuremglev Versailhez, evit lakaat splann kiriegezh Berlin ma oa tarzhet ar brezel. E-touez ar pemp den mac’hagnet-se e kaver neuze Albert Jugon.

Ha n’eo ket bet dibabet dre zegouezh tamm ebet. Adal1916 e oa bet embannet gantañ e rankfe bezañ miret tiez a-ratozh evit ar soudarded gloazet o dremm, rak hervezañ n’eus nemet ar re a c’houzañv a c’hell kompren o foanioù. A-drugarez d’e live studi uhel e oa gouest da gas war-raok difraeoù melestradurel evit e geneiled gloazet. E 1921, gant Bienaimé Jourdain hag ar c’horonal Picot, e savas ur gevredigezh gouestlet da zifenn interestoù a-fed dafar ha gwirioù ar soudarded gloazet en o dremm. O ger-stur ? « Mousc’hoarzhin memestra ».

Evit daou abeg eo dedennus buhez Albert Jugon. Rak en tu all da vout un arouez eus ar feulster bet delazhet war gorf ar soudarded war an tachennoù emgann e-doug ar Brezel Bras, e tiskouez ivez pegen don eo roudoù ar brezel war gevredigezh ar Frañs da neuze.

 

Bet troet diwar ar galleg gant : Sten Charbonneau

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Erwan Le Gall, « Albert Jugon : ur mac’hagned Breizhad a oa eno p’eo bet sinet emglev Versailhez », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 17/10/2020.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/albert-jugon-ur-mac-hagned-breizhad-a-oa-eno-p-eo-bet-sinet-emglev-versailhez

LEVRLENNADUR

 

  • Delaporte Sophie, « Portrait d’Albert Jugon. Gueule cassée de la Grande Guerre », Sociología histórica, 4/2014, p. 11-34.
  • Delaporte Sophie, Les Gueules cassées, les blessés de la face de la Grande Guerre, Paris, Noesis- Agnès Viénot, 1996.
  • Long François-Xavier, « Les blessés de la face durant la Grande Guerre : les origines de la chirurgie maxillo-faciale », Histoire des sciences médicales, Tome XXXVI, n° 2, 2002, p. 175-183.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité