An abad Elie Gautier

Aozer : Thomas Perrono / Kerzu 2020

Elie Gautier, bet ganet d’ar 27 a viz gouere 1903 e Dinan, e departamant Aodoù-an-Hanternoz, zo bet rektor Bretoned Pariz eus fin an eil brezel bed betek deroù ar bloavezhioù 1970. Bet kelenner war ar brederouriezh e lise ar Gordennourien e Dinan a-raok ar brezel e stagas hemañ gant un dezenn diwar-benn ar Vretoned divroet e Pariz, o kas goût petra a oa bet kaoz d’an divroañ-se ha peseurt efedoù ekonomik ha sokial a oa bet d’e heul war tud ha tirienn departamant Aodoù-an-Hanternoz. D’an 10 a viz even 1950 e tispakas e labour, a reas berzh, e Skol-veur ar Sorbonne. Ken stank e oa danvez e glaskerezh ken e voe maget gantañ meur a levr da zisplegañ penaos e oa aet peizanted an departamant war baouraat kement ha ken gwazh m’o doa ranket divroañ.

En e levr bet embannet e 1953 « L’émigration bretonne. Où vont les Bretons migrants ; leurs conditions de vie » (Ar Vretoned divroet. Da belec’h ha da be vuhez ?) e livas ar skeudenn resisañ ha klokañ ma c’halle eus dilec’hiadegoù ar Vretoned abaoe deroù an XXvet kantved. Ober kemm a reas etre dilec’hiadegoù a-vloaz-da-vloaz an devezhourien ac’h ae da serriñ trevadoù er Beauce pe e Jerzenez diouzh an divroañ da vat ha da viken da Bariz. N’eo ket diamzeriet labour an abad Gautier evit c’hoazh en deizioù a-vremañ, ken stank eo ar roadennoù bet serret gantañ koulz war dachenn ar poblañ, an armerzh hag an dereoù sokial. Arabat ankouaat evit afer-se e oa Elie Gaoter un abad bet maget e spered gant lezennoù sokial digemm an iliz. Evitañ e oa eus an divroañ ur wallenn a ranked stourm outi ken mort evel m’en raed un hanter-kantved kentoc’h.

Estroc’h evit skrivañ levrioù a reas an abad Gautier evit stourm ouzh an divroañ. E-touez Bretoned Pariz en greas ivez. Sevel Ti ar Vretoned a reas e 1947 gant ar soñj sikour ar Vretoned yaouank da gavout bod ha labour eno. A-vloaz da vloaz e teuas al lec’h emgav-se da vezañ kalon kumuniezh Bretoned Pariz hag o c’hreizenn sevenadurel. Gantañ e voe roet lañs da bardon Sant-Erwan a vodas dekmiliadoù a Vretoned e lisoù Lutesia en-dro da « dugez Bretoned Pariz ».

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Thomas Perrono, « An abad Elie Gautier », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 7/12/2020.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/an-abad-elie-gautier

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité