An dud bet e penn harz-labour al laezh. Daou rumm-tud, tri hentad stourmerien

Aozer : Jean-Philippe Martin / Du 2022

Georges Dauphin, ganet en Arzhanaou (Penn-ar-Bed) e 1935, a zo eus ar rumm-tud aet da sindikalourien labour-douar er C’hornôg goude bet oc’h ober o c’hoñje soudard en Aljeria. Emezelet eo er JAC (Jeunesse agricole catholique) hag aet e-barzh ur sindikad, evel na pet all. Enebiñ a ra tamm-ha-tamm ouzh tuadur renerezh broadel an FNSEA (Fédération nationale des syndicats d’exploitants agricoles), pa gav dezhañ ez a a-enep ar saverien loened, ha tostaat a ra neuze ouzh tu-kleiz ar sokialourien. Evel prezidant an FDSEA, etre 1969 ha 1973, ez eo bras e berzh e-pad harz-labour al laezh. Dilennet eo da vont da guzulier departamant sokialour e 1979 ha chom a raio betek 1992. Maer e gumun e vo ivez, eus 1983 da 2001.

Yaouankoc’h eo Marie-Renée Morvan (1940-2009) ha Jean-Charles Jacopin (ganet e 1947), o-daou a zo e-mesk ar beizanted sachet o mennozhioù gant re Mae 68, ha tost da neuze ouzh an tu-kleiz pellañ. Izili int eus CDJA Penn-ar-Bed (prezidant ar sindikad eo Jean-Charles Jacopin) hag eno emaint e penn ar gostezenn Paysans-Travailleurs, enebet ouzh renerezh ar CNJA (Centre national des jeunes agriculteurs) pa vennont-int kentoc’h kaout ur sindikalouriezh a labourerien, a stourmerien, gant o stourmoù diazezet diwar an dachenn. Skarzhet eo Jean-Charles Jacopin er-maez eus kooperativ Landerne, ur pennadig pad, war-lerc’h bezañ taget hennezh (17 a viz Mae). D’an deiz m’en em gav aloubet labouradeg Entremont (Kemper, 23 a viz Mae) emañ Marie-Renée Morvan o kemer perzh, ha tamallet e vo dezhi gant prefed ar Rannvro bezañ gwallgaset unan eus renerien an uzin laezh. Ezel eus Travailleurs-Paysans e vo Jean-Charles Jacopin da c’houde, ha gopret gant ar sindikad zoken, el live broadel, eus 1984 da 1986. Neuze ez aio gant Solidarité paysans, ur gevredigezh ez eo c’hoazh ezel anezhi e 2021. Kuitaet he deus Marie-Renée Morvan al labour-douar, ha Breizh ivez, evit mont da labourat evel klañvdiourez ar bred e klinikenn La Borde (Indre-et-Loire). Marvet eo e Kairo e-kerzh ur veaj a oa da gas anezhi betek Gaza evit skoazell Palestiniz ahont.

 

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Jean-Philippe Martin, « An dud bet e penn harz-labour al laezh. Daou rumm-tud, tri hentad stourmerien », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 24/11/2022.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/an-dud-bet-e-penn-harz-labour-al-laezh-daou-rumm-tud-tri-hentad-stourmerien

LEVRLENNADUR

  • DAUPHIN Georges gant François Prigent :  https://maitron.fr/spip.php?article21553.
  • MARTIN Jean-Philippe, Des « mai 68 » dans les campagnes françaises ? Les contestations paysannes dans les années 1968, L’Harmattan, 2017.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité