An ti-pediñ kentañ

Aozer : Annie Bardel ha Ronan Perennec / Du 2016

An neved hag ar vered kentañ ac’h ae d’ober egorenn sakr ar manati. Kemmoù zo bet degaset enne eus an eil prantad d’egile. Dre c’hwec’h gwech e oa bet adkempennet an ti-pediñ, deuet da vezañ ur chapel sko ouzh iliz an abati. Daoust d’an holl cheñchamantoù-se e oa bet miret lec’h ha framm diazez al lec’h-sebeliañ betek ar XVvet kantved.

An tier-pediñ an eil war gorre egile (dres e lec’h ma oa savet an ti-pediñ kentañ) (V. Bardel, diwar A. Bardel ha R. Perenneg).  A – war-dro 500 ;  B – war-dro 660-700 ;  C – war-dro 850 ;  D – war-dro 950 ;  E – war-dro 1025 ; F – war-dro 1150

 

Troet gant Jean-Dominique Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Annie Bardel ha Ronan Perennec, « An ti-pediñ kentañ », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 22/11/2016.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/an-ti-pedin-kentan