André Dezarrois, istorour an arzoù

Aozer : Jean-Jacques Monnier / Gwengolo 2023

André Dezarrois, bet ganet e 1889 hag a orin eus an Touren, a oa un den desket anezhañ. Soudardet eo bet e 1914 ha gloazet en ur rejimant troadegiezh. Dont a ra da vezañ nijer-brezel war-lerc'h. E fin ar brezel eo bet gloazet peder gwech, meneget pemp gwech, medalennet gant al Legion a Enor ha tizhet gantañ ar grad a gabiten. Mont a ra da heul war-zu an embann arzel hag ar mirdioù. Adlañsañ a ra ur gelaouen arzel, skoazell a ra mirour mirdi an Orangerie ha ren a ra war-lerc'h mirdi ar Jeu de Paume, nevez-digoret e 1922. Klask a ra diwezhatoc'h saveteiñ oberennoù difetis a oa en arvar da vezañ devet gant an nazied en un aotodafe o tiskouez anezho e Pariz gant an tem « arz etrebroadel dizalc'h ».

Ezel e oa eus Kevredigez *Broadel Breiz (URB) hag eus ar Gorsedd dija (abaoe 1938 ha 1939) ha desket en doa un tammig brezhoneg. Setu-eñ d'en em lakaat er vuhez sevenadurel vreton da vat ha d'emezelañ er Bleun-Brug. Tomm-kenañ eo ouzh kêr Sant-Maloù, lec'h m'en deus prenet un ti. Kenbrezidant ar c'hevredad istor hag henoniezh eo ha dont a ra da vezañ mignon d'al livour Jean-Julien Lemordant, hag ouzhpenn da Yves Hémar, James Bouillé, Langleiz ha Reun Kreston, izili ar Seiz Breur ar pevar anezho. Sikour a ra André Dezarrois da sevel ar babell vreton (« Ty Breiz ») en Diskouezadeg hollvedel (Diskouezadeg etrebroadel an arzoù hag an teknikoù lakaet e pleustr er vuhez vodern) e Pariz e 1937.

Soudardañ a ra en-dro e miz Gwengolo 1939, pa grog ar brezel. Perzh an arme vreizhveuriat kevredet a varc'hata, met lakaet eo a-gostez gant renad Vichy da heul ar faezhidigezh. Mont a ra diouzhtu e-barzh ur rouedad Rezistañs graet gant ur strollad ofiserien a savo war-lerc'h an aozadur sivil hag arme. E 1941 emañ e-touez krouerien Framm Keltiek Breizh, lec'h ma adkav war un dro stourmerien sevenadurel breton hag ar muzikologour Georges Henri Rivière, a zo neuze e penn mirdi broadel an arzoù hag an hengounioù pobl. E 1942 eo anvet e poellgor aliañ Breizh evit habaskaat e arc'hadurioù, daoust m'emañ eñ a-du ganto da vat war an dachenn sevenadurel. Harzhet eo gant soudarded alaman e miz Mezheven 1944 en e gastell familh e Touren. Tec'hout a ra kuit ha dont a ra en-dro da Vreizh war velo o tegas dielloù e strollad rezistanted. Dont a ra neuze da vezañ ofiser liammañ evit arme ar jeneral Patton.

War-lerc'h an Dieubidigezh ez a André Dezarrois da gaout komiser ar republik Victor Le Gorgeu evit goulenn gantañ e vije miret ar gounidoù sevenadurel graet evit Breizh. Bac'het eo diouzhtu er c'hamp Margueritte e Roazhon, evel kalz a stourmerien sevenadurel pe bolitikel breton, a oa diskred warno da vezañ kenlabourerien, gwir pe gaou. Dizalc'het eo un nebeud sizhunvezhioù diwezhatoc'h hag anvet eo komander al Legion a Enor ha resev a ra ar vedalenn a stourmer youlat er Rezistañs. Adkavout a raio e bost-labour er mirdioù stad. Ur bourc'hiz bras a oa anezhañ, ha bras e oa ivez e garantez evit Breizh hag he sevenadur, hengounel kement ha modernaet. Ur stourmer a-zevri ouzh an holl renadoù totalitaer a oa anezhañ ivez.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Jean-Jacques Monnier, « André Dezarrois, istorour an arzoù », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 28/09/2023.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/andre-dezarrois-istorour-an-arzou

LEVRLENNADUR

Le Couédic Daniel, « André Dezarrois ou Janus chez les Bretons » in Du folklore à l’ethnologie, de D-M Boëll, J. Christophe, R. Meyran, éditions de la Maison des sciences de l’homme, 2009.

 

 

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù