Aozañ redadegoù war varc’h-houarn e Breizh : un arz

Aozer : Yves-Marie Evanno / Ebrel 2022
Trawalc’h eo gwelet tost da 300 000 arvester e deroù ar bloavezhioù 2000 da geñver Priz Meur Ouest-France, aozet e Ploue, evit meizañ pebezh birvilh a gustum sevel e Breizh diwar ar redadegoù war veloioù. Berzh a ra ar re-se er vro-mañ o vezañ ma kar an dud ar marc’h-houarn evel-just, met ivez abalamour ma ’z eo barrek an aozerien da sachañ e-barzh ar jeu, bep bloaz, koulz tud a zegas o arc’hant ha tud a lak o nerzh a-youl-vat. Re wir eo ez eus bet prenet skiant war an dachenn-se e Breizh abaoe ouzhpenn ur c’hantved.

Ur c’hiz deuet abred er vro

Kerkent hag e fin an XIXvet kantved ez eus bet kaset en-dro redadegoù war varc’h-houarn e Breizh. D’ar mare-se e oa deuet stankoc’h-stankañ ar redadegoù er c’hêriadennoù, dre berzh ar c’hevredigezhioù beloioù a veze krouet a vil vern. Er redadegoù aozet gant ar re-se e ranke ar rederien, a bep eil, mont ar buanañ posubl hag er c’hontrol diskouez pegen ouesk e oant da vont... ar gorrekañ ma c’hallent. Goude ar berzh bras graet gant ar c’hentañ Pariz-Brest-Pariz e 1891 ez eus bet broudet kleuboù niverus da aozañ o redadegoù andur dezho o-unan, evel hini Pariz-Naoned-Pariz e 1892, hini Montroulez-Gwipavaz e 1892, pe hini Roazhon-Brest-Roazhon e 1894… Gant an diaes ma ’z int da aozañ avat, ne zeuer ket a-benn d’o lakaat da zalc’her a vloaz da vloaz.

War-nes loc’hañ evit c’hwec’hvet ha diwezhañ tennad Tro Frañs, d’an 18 a viz Gouere 1903, en Naoned. Mirdi Breizh : 996.0061.10.Gant ar c’hantved nevez ez a daou dra a-du gant an aozerien redadegoù, avat. Diouzh un tu ez eus digresk war priz ar beloioù, kement ma c’hell an dud prenañ pep a unan, ar pezh a zigor ur marc’had ledan-tre. Evit lakaat anavezout o merk n’eo ket seizhdaleetoc’h al labouradegoù o postañ arc’hant er redadegoù. Ha diouzh an tu all, ar bobl a ya sod-nay gant Tro Frañs. O welet pegement a skouerennoù a vez gwerzhet gant L’Auto, kazetenn bemdeziek ar sport ha mamm-gozh ar gazetenn L’Équipe, da heul ar berzh graet gant Tro Frañs, setu ma teu skiant d’ar c’hazetennoù pemdeziek er rannvroioù eus galloud bras ar marc’hhouarnerezh evel mod kehentiñ. L’Ouest-Éclair a ro lañs d’he redadeg « Tro Breizh » e 1911, adanvet ganti prestik e galleg « Hentad ar C’hornôg » evit dedennañ he holl lennerien. Torret eo al lañs a-daol-trumm gant ar Brezel Bras, ha kalz redadegoù en em gav nullet, evel hini Pariz-Brest-Pariz a oa da vezañ graet e 1916.

Oadvezh aour ar redadegoù war varc’h-houarn e Breizh ?

Goude ar brezel emañ adarre ar redadegoù en o bleuñv e Breizh. Ar re vrudetañ anezho eo ar re a vez paeroniet gant un embregerezh kazetenniñ, sed a vez taolet warno sklêrijenn ar mediaoù-se. Hentad ar C’hornôg (Le Circuit de l’Ouest) ha Manche-Océan zo bet lakaet o-daou e-giz-se e-kreiz al leurenn, an eil lusket gant Paris-Soir  e 1938 pa oa bet adlañset egile gant Ouest-Éclair e 1931. E-skeud-se e vez ivez kant ha kant redadeg e bourc’hioù ar vro, divrud-krenn ha nann-ofisiel ar braz anezho. Pe e ve graet ar redadegoù-se war an hentoù pe en ur velodrom e sav birvilh hag entan e-leizh diwarno.

 War-nes loc’hañ, da geñver ur redadeg e 1924 e Sant-Nikolaz-ar-Pelem. Ar bir a ziskouez A.Tondeur, a oa tad d’an hini en deus roet ar foto. Mirdi Breizh : 991.0161.2.Ur c’halz eus ar redadegoù-se zo bet dihanet e-pad an Eil Brezel Bed. Daoust d’an dihan avat int deuet prestik e-barzh, diouzhtu goude ar brezel. Ha graet berzh adarre, kerkent. Muioc’h-mui a rederien eus broioù estren a vez sachet gant Tro ar C’hornôg (le Tour de l’Ouest) a gaver neuze war-lerc’h Hentad ar C’hornôg, koulz ha gant Manche-Océan. Honnezh a zeu a-benn da zedennañ ar re a oa pennoù-bras ar marc’h-houarn da neuze, evel Charly Gaul, Jean Brankart peotramant Tom Simpson. Engroeziadoù bras a zeu d’ar redadegoù-se bep bloaz. Betek 100 000 arvester zo bet kontet gant La Liberté du Morbihan a-hed an hent evit Manche-Océan e 1958. N’eus ket da souezhiñ o welet un hevelep kont, rak un « oadvezh aour » a zo ivez d’an ampoent-se e kriteriom Kallag hag e Hentad ar Stêr-Aon e Kastellin. A-viliadoù eo e teu an dud da arvestiñ bep bloaz ouzh kampioned vrasañ ar marc’h-houarn : Jacques Anquetil, Raymond Poulidor, Eddy Merckx, Luis Ocaña…

Redadegoù diasur o flanedenn, niverus avat

Aner e vije klask sevel al listenn eus an holl redadegoù marc’h-houarn a zo bet e Breizh abaoe an Eil Brezel Bed. Bresk an traou koulskoude, peogwir e vez diazezet ar redadegoù-se war an arc’hant roet gant sponsorien, ar yalc’hadoù publik, ha bolontez hag amzer an aozerien a ra war-dro a-youl-vat. Diasur e vez ar jeu ken e vez, dalc’hmat, n’eo ket ur wech hepken. Gwir eo an dra-se evit kement redadeg a zo, brudet bras ha pa vefe ar re-se. Aet Tro ar C’hornôg da get e 1959, Manche-Océan e 1964 (a-raok dont da vev adarre e 1983)… Heñvel tra evit a sell ar c’hriteriomoù, e barr o brud er bloavezhioù 1990, hag aet da netra dindan a-boan dek vloaz, war-bouez unan a ranker menegiñ : Rond ar C’horriganed e Kamorzh.

War velodrom Roazhon, diouzh an noz, 23 a viz Meurzh 1978. Mirdi Breizh : 2014.0021.98.3.Endra ma ya redadegoù zo da get, bep bloaz, e teu reoù all da gemer o lec’h e-pad pellik pe pellikoc’h amzer, evel Redadeg ar Greunit (Ruban Granitier Breton) adalek 1967 pe Tro Bro-Leon adalek 1984. Hedro ha pa vefent, e chom stank ar redadegoù war varc’h-houarn dre ar vro. E-kichen reoù zo, a-ratozh evit ar baotred a vicher (Bretagne Classic, Route Adélie, Priz Meur Pluveleg, Tro Penn-ar-Bed…) e vez reoù all gouestlet d’an « amatourien » (Manche Atlantique, Essor Breton, Souvenir Louison Bobet, Kreiz Breizh Elites…). Diskrapañ ha keveziñ start a vez graet enno, sed e vezont evezhiet a-dost gant renerien ar skipailhoù a vicher. Deuet eo Trofe Kreiz Mor-Bihan da vezañ unan eus ar redadegoù dave a vez merket war an deiziadur etrebroadel. Gouestlet eo d’ar re yaouank hag aet eo ar maout eno er bloazioù diwezhañ gant paotred talantet-bras evel Mathieu van der Poel pe Remco Evenepoel… Erfin, diouzh tu ar merc’hed emañ ar marc’hhouarnerezh o tiorren ivez, da heul Priz Meur Ploue ar merc’hed, ur redadeg a-bouez war deiziadur UCI World Tour ar merc’hed. Div redadeg etrebroadel nevez zo deuet war wel abaoe 2018 : Kreiz Breizh Elites Dames ha Bretagne Ladies Tour.

Degemerus ar vro

Ouzhpenn ar redadegoù bloaziek e vez degemeret ingal e Breizh Tro Frañs ha Tro an Dazont (le Tour de l’Avenir). Bras eo ar skiant-prenet er vro ivez evit a sell aozañ kampionadoù : trizek gwezh kampionad Frañs war an hentoù ha seitek gwezh kampionad Frañs cyclo-cross abaoe 1954. Dre deir gwezh eo bet aozet kampionad ar bed ar cyclo-cross e Breizh abaoe 1982. Brasañ enor a zo : Ploue en doa roet bod da gampionad ar bed war an hentoù e 2000.

E Ploue, war hent ar Priz Meur, 1986. Dastumadeg prevez Yves-Marie Evanno.Brudet eo Breizhiz bremañ evit o barregezh da aozañ ur redadeg eus ar re vrasañ dindan berr-berr amzer diouzh ret. E 1982 o doa kroget an dud a-youl-vat ken prim ganti ma oa bet gallet aozañ diwar dizh ur redadeg a-benn d’an eur dre skipailh, etre An Oriant ha Pluveleg, e-lec’h an hini a oa bet ranket nullañ 72 eurvezh kentoc’h tra-penn d’un diskrog-labour gant micherourien govelioù bras Usinor. E miz Gwengolo 2016 ez eo kampionad Europa a voe roet bod dezhañ e Pluveleg ar wezh-mañ, e-lec’h Nice bet drastet daou viz kentoc’h gant gwalldaol spontus ar 14 a viz Gouere. E Ploue eo, pevar bloaz goude, e-kreiz kleñved-red ar c’hovid-19, e voe degemeret prim-ha-prim ar redadeg a oa da vezañ graet en Italia. Hag e Gregam eo e voe kavet an tu da saveteiñ kampionad Frañs ivez.

LEVRLENNADUR : 

 

  • Cadiou Georges, Les pionniers du cyclisme breton de 1869 à 1939, Chateaulin, Locus Solus, 2015.
  • Evanno Yves-Marie, Perrono Thomas et Prigent François, « Fin de cycle pour le cyclisme breton », in Le Gall Erwan et Prigent François, C’était 1958 en Bretagne. Pour une histoire locale de la France, Rennes, éd. Goater, 2018, p. 484-505.
  • Musset Gurvan et Charmentray Bernard (avec la participation de Hinault Bernard), La Bretagne du vélo, Spézet, Coop Breizh, 2008.
  • Ollivier Jean-Paul, L’aventure du cyclisme en Bretagne, Plomelin, Palantines, 2007.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité