Ar feulster war ar maez e Breizh en XIXvet kantved

Aozer : Annick Le Douget / Gwengolo 2022
Ar maezioù e Frañs, en XIXvet kantved, n’int ket lec’hioù peoc’hus ma klever ton dous ar bugul hag ar verjelenn, na tost da vezañ. Ha maezioù Breizh n’eus ket anezho un nemedenn, trawalc’h eo sellet e-barzh dielloù ar justis evit en gwelet, pa ’z eus anv enno eus feulster forzh pegement hag a bep seurt. Pep prosez zo dezhañ perzhioù dioutañ e-unan met en tu-hont da se, daoust ha lavaret a c’heller ez eus rummoù fedoù hag a zo perzh eus maezioù Breizh ez spisial, peotramant ma vo lavaret e mod all : daoust ha gizioù hag emzalc’hioù zo a vefe spisialded ar vro-mañ hag a zougfe an dud d’ar feulster ?

Henstumm ar c’hann a-stroll, ar feulster evel ul lid

Ar feulster n’eo ket hepken tra an dorfedourien hep feiz na reizh, met un dra ordin en darempredoù etre bourc’hioù ha kêriadennoù war ar maez. Setu penaos e sav kannoù a-stroll etre paotred yaouank eus parrezioù pe karterioù disheñvel diwar digarezioù toull, ha da-c’houde e adsavont adarre gant ar soñj d’en em veñjiñ. Kannoù kalet-tre anezho, ferv-spontus zoken, ken e teu da Vreizhiz ur vrud a « ouezerezh » hervez soñj pennadurezhioù ar justis.

Daou beizant war o dilhad giz Brieg : unan, gantañ ur penn-bazh dindan e gazel zehoù, zo oc’h astenn e zorn kleiz ; an hini a-zehoù zo savet e zorn kleiz gantañ, darev da skeiñ en dorn astennet gant egile. Maendresadenn gant Henri-Désiré Charpentier (XIXvet kantved). Mirdi Breizh : 920.0068.18.

Bez’ e ranker anzaviñ eo padet pell-mat e maezioù Breizh ar c’hannoù etre kumunioù, da vihanañ betek fin an XIXvet kantved, pelloc’h alies, ha ne oa ket anezho kozh restachoù eus un amzer wechall. Ar feulster-se, warnañ liv an henstumm, zo ur gozhijenn hag a chom bev abalamour ma vez toleret gant ar pep muiañ eus ar boblañs evel frouezh eus an hengoun, evel arouez eus an enor restaolet, evel merk gourelezh ha nerzh ar baotred yaouank, talvoudoù priziet bras e kumuniezhoù tud a vev er c’hêriadennoù.

Ar feulster a-enep ar galloud : ur feulster tud war ar maez, ez spisial ?

En hanterenn gentañ eus an XIXvet kantved e weler c’hoazh meur a gaouad emsavadegoù a c’heller gwelet evel feulster a-enep ar galloud. En o zouez kabaladoù peizanted, da skouer ar re liammet ouzh an douaroù-koñje e 1828 er Poc’hêr, peotramant ar preizherezh gwinizh ha bleud pa vez berrentez edoù. Peñseerien a vez ivez stank a-walc’h c’hoazh er mareoù-se, heñvel o doare e mod pe vod ouzh an doareoù eneberezh a vez er maezioù.

Padal, e-keit ma ya an hevelep fedoù war rouesaat, e vez tud o rebelliñ aliesoc’h-aliesañ a-enep paotred an urzh, ar re a zo dindan ar Stad, adalek 1845. E penn uhelañ ar renk evit Frañs a-bezh emañ Penn-ar-Bed, pell dirak an departamantoù amezek. Ar boeson a c’hoari ur roll, hep mar ebet ; koulskoude ez eo dreist pep tra ur respont feuls, pe e vije trumm pe goude kuzuliata, pe hiniennel pe a-stroll, ouzh ar moustrerezh war torroù-lezenn a zo nevez ha kontrol da gizioù ar vro. Rak merzet e vez enebouriezh ouzh paotred an urzh pa vez lakaet e pleustr reolennoù nevez bountet war an dud gant ar velestradurezh, diwar-benn gwirioù ar c’hoadeier pe an aocha. Splannoc’h c’hoazh e teu an enebouriezh da vezañ ur wech lakaet da dalvezout lezenn 1844, kreñvaet ganti ar moustrerezh war torroù-lezenn ar chase, ha neuze lezenn 1873 a voustr war ar mezverezh foran.

Trois Bretons au cabaret, estampe anonyme. Musée de Bretagne: 2010.0028.14.

Diwar an direizh ma vez kavet lezennoù zo, a zeu tidek da gemm kiz ha kustum an dud, e sav enno ur santimant a amjustis ha neuze enebouriezh taer a-enep lakaat ar re-se e pleustr. War hiroc’h dermen avat e teu an nevezenti-se, bountet eus an diavaez war an dud, da vezañ degemeret a-benn ar fin. Er rannvroioù pellañ eus Pariz eo, tamm pe damm, e weler seurt emsavadegoù a-hend-all, ar pezh a ziskouez emeur aze gant un henstumm dre vras kentoc’h eget gant un dra liammet ouzh ar vreizhadelezh.

Feulster ar pemdez : ur feulster « a-ziabarzh »

Estreget feulster a-stroll a vez e Breizh, feulster hiniennel a vez ivez. Tavet e vez war hennezh avat, alies, tra-penn d’ar gwask a vez lakaet gant tud ar vourc’h pe ar gêriadenn hag a lak o normoù-int da dalvezout, kuit a emzalc’hioù er-maez eus an normoù-se, kement ha dalc’her an unander sokial en o c’humuniezh. Ha pa ya an dud tavedek e kounnar, an imor a sav enno a zo ken diroll ken n’oufe den ebet bezañ mestr warni… Kasoni maget ouzh un amezeg, cheu savet diwar un heritaj, susitoù ankivil, dilez madoù e-barzh ur familh, setu aze abegoù a zo bet kaoz da « dorfedoù bras » n’eus dezho na rapar na digoll.

E-barzh ar feulster-se « a-ziabarzh » e ranker kontañ ivez ar feulster etre priedoù, ha bezomp soñj er c’heñver-se e oa dibosubl terriñ un dimeziñ e-pad ul lodenn vras eus an XIXvet kantved. Chom a ra ral a-walc’h e savje feulster en tiegezhioù ma vev asambles meur a remziad oad. Padal n’eus war ar maez na skoilh na harz, pe dost, evit diwall ar re a vez gwallet pe gwallgaset e mod pe vod. En ur gevredigezh ma ren ar batriarkelezh, n’eus anv nemet eus aotrouniezh ar gwaz er c’houblad : arabat mont a-enep d’ar veli-se pe he lakaat da vrallañ, gant aon rak lakaat en arvar urzh an traoù er gêriadenn. Emellout ouzh aferioù an nesañ er gumuniezh, e Breizh, a vez graet en ur lakaat hed ha dre gomz, er c’hontroll da rannvroioù zo. Peurvuiañ e chom a sav an emeller war treuzoù an ti, rak n’eus nemet tud-kar a gement a gemerfe ar riskl da vont dreisto, a-enep d’o santimant alies, evit degas o skoazell d’an hini gwallgaset pe reuziet. Betek ar justis hec’h-unan a weler o chom en entremar ha war vete-gouzout kent mont e-barzh ti ur familh bennak : war an dachenn brevez e van ar feulster etre priedoù en XIXvet kantved eta.

Intérieur d'une ferme en 1843, dessin d'après Emile Montigneul. Musée de Bretagne: 2017.0000.4983.Hervez ar pennadurezhioù, pelloc’h eget natur an torfedoù e Breizh, an danvez a lak ar feulster da darzhañ eo a zo diouti hec’h-unan : war ar re-veur a voeson evet gant tud ar vro, ur fed gwir na pa ve, e vez taolet ar bec’h dalc’hmat-dalc’hmat. Subjektiveloc’h eo ar vrud a « ouezerezh » a vez lakaet war gont Breizhizeliz, sed ur bobl vrezhonek n’haller ket kavout penn dezhi, war a greder, tamm kizidigezh enni hervez kont peogwir ne oar ket an dud-se ar yezh a vez komzet gant pennoù-bras ar justis.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Annick Le Douget, « Ar feulster war ar maez e Breizh en XIXvet kantved », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 12/09/2022.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/ar-feulster-war-ar-maez-e-breizh-en-xixvet-kantved

LEVRIOÙ

LE DOUGET Annick, Violence au village, La société rurale finistérienne face à la justice, (1815-1914), Rennes, Presses universitaires de Rennes, 2014.

CARLUER Jean-Yves (dir.), Violence et société en Bretagne et dans les pays celtiques, Brest, CRBC, 2000.

CHAUVAUD Frédéric, MAYAUD Jean-Luc (dir.), Les violences rurales au quotidien, Actes du 21e colloque de l’Association des ruralistes français, Paris, Boutique de l’Histoire, 2005.

CORBIN Alain, « L’histoire de la violence dans les campagnes françaises au XIXe siècle, Esquisse d’un bilan », Ethnologie française, t. 21, n° 3, 1991, p. 224-236.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité