Ar Redadeg

Aozer : Jeanne Toutous / Mae 2021

Ar Redadeg zo un darvoud diazezet war ur redadeg a-eilet bet savet e 2008 da geñver daou‑ugent vloaz ar skolioù Diwan, un darvoud deuet diwar youl kerent skolidi hag awenet gant ar C’horrika, e Bro-Euskadi an hanternoz, lec’h ma weler emsaverien politikel ha sevenadurel, kelennerien, skolidi hag o zud, o treuziñ ar vro dek devezh pad. Ma oa disterig er penn-kentañ, ha ma oa disfiz outañ zoken, eo kresket ar Redadeg a vloaz da vloaz. Noz-deiz e red an dud a-youl vat a‑dreñv da garr ar son, o reiñ an eil d’eben ar vazh-test, arouez treuzkas ar yezh. Pep den, pep kevredigezh, pep strollad a c’hell prenañ unan eus kilometroù an hent, ha roet e vo ar gounidoù da Ziwan evit un hanter, ha da raktresoù liesseurt e Brezhoneg evit an hanter all, hervez an dibaboù graet gant tud ur juri bodet a-ratozh. Un tem hag ur ganaouenn a vez dibabet evit pep darvoud, war skouer ar C’horrika, hag ur fest-noz vras a vez aozet e dibenn an hent. Meur a gumun eus Breizh istorel o deus bet lakaet o anv evit bezañ lech degemer penn-kentañ pe dibenn ar Redadeg. An hent dibabet evit an darvoud a rank plegañ ouzh meur a ezhomm : tremen dre ar pemp departamant, tremen dre un niver bras a gumunioù anavezet evit nerzh an emsaverien evit ar yezh enno. Unan eus perzhioù pennañ ar gouel, bezañ ur fest a vod an dud, hag evel-se reiñ ur skeudenn eus ur stourm leun a startijenn. Bep daou vloaz e vez dalc’het, abalamour ma c’houlenn kement a strivoù evit an aozadur, hag evel-se e laosk plas da zarvoudoù all ar bloavezhioù ma n’eus ket eus ar Redadeg. Abaoe 2018 e kemer perzh en EuroKorrika, rouedad Europat ar redadegoù er yezhoù rannvroel, an holl anezho war an hevelep patrom.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Jeanne Toutous, « Ar Redadeg », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 27/05/2021.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/ar-redadeg

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité