Bed bihan ar ZAD

Aozer : Tudi Kernalegenn / Gouere 2020

D’ar 15 a viz eost 2007 e voe digoret  Le Rosier, an ti kentañ bet ac’hubet er ZAD. Ac’hubidigezh ar ZAD avat ne grogas da vat nemet e miz eost 2009 da heul Sizhunvezh ar Rezistañs hag ar C’hamp stourm evit an hin. Neuze e teuas annezidi nevez da ac’hubiñ an tier dilezet pe da sevel lochennoù. A-benn ma teuas ar goañv e oa un tri-ugent bennak anezhe, a voe graet ar zadisted dioute adal neuze.

Tamm-ha-tamm e voe savet gante ur meni-kevredigezh padus ledet war dachenn an danvez-aerborzh. Ac’hubet e voe un tregont lec’h bennak, lochennoù dister e-kreiz ar c’hoadoù, tier dilezet bet ad-annezet, kozh kirri-kampiñ ha kêriadennoù tier-koad bihan. Da bep lec’h e berzhioù dibar, e idantelezh, e vuhez-eñ e-unan. E 2013 e oa bodet ar re galetañ sañset er Far-West, berzet strizh ouzh ar gazetennerien. E Les Fosses Noires e veze poazhet bara div pe deir gwech ar sizhun. E Le Sabot e voe kempennet ul liorzh bras a-stroll. E La Sècherie e krogas Radio Klaxon da skignañ hec’h abadennoù e miz c’hwevrer 2012, war 107.7 FM… an hevelep gwagenn ha radio gourhentoù Vinci. Daou lec’h avat, La Vache Rit ha La Chateigne  zo bet ur perzh bras gante.

La No-Taverne de Notre-Dame-des-Landes. Gwirioù miret-strizhUl lec’h degemer strolladoù dreist holl e oa La Chateigne, bet savet d’ar 17 a viz du 2012. Eno e oa un ti-kouskva, ur sal emvod, un atalier, un No-Taverne hag ur gegin a-stroll. Ul lec’h kreiz e oa er ZAD, koulz evit ar pourveziñ hag an aozañ. Eno e veze dalc’het emvodoù reoliek annezidi ar ZAD evit termeniñ o dalc’h boutin hag eskemm diwarnañ en tu all da interestoù an unan ha da perzhioù dibar pep lec’h ha pep strollad. Distrujet e voe d’ar 17 a viz mae 2018.

Ur pourpez bet prestet gant ul labourer-douar e oa La Vache Rit. Eno en em vode alies an emsav a-enep an aerborzh en e bezh. Eno e oa kreiz-kalon an darempredoù etre ar zadisted ha stourmerien an « diavaez » (ACIPA hag all…). Ul lec’h serriñ hag eskemm madoù e oa ivez : kozh dilhad, louzeier, profoù bet kaset gant kuzulioù skoazell hag all…

E miz ebrel ha miz mae 2018 e voe skubet ar ZAD dre heg. Lod eus ar zadisted avat a reas o soñj chom e Kêrnitron-al-Lanneier, oc’h ingaliñ o stad diouzh al lezennoù, dre emglevioù en em staliañ a verr-dermen peurliesañ.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité