Boutrouelle : tamallet e gaou ?

Aozer : Gauthier Aubert / Mezheven 2023

E deroù an afer ez eus un den, Henry Boutrouelle e anv, un Norman a 45 bloaz, munuzer war e vicher, hag o vevañ didrubuilh en e gêr nevez, lec'h m'eo bet dimezet gant ur Roazhonadez, Julienne Jumel hec'h anv, e 1706. Divugel eo ar c'houblad. Daoust ha krog eo an tan abalamour d'ur gwallzarvoud boutin er gêr ? Daoust hag e oa abalamour d'ar boeson ? Pe daoust hag e ranker soñjal ez eus bet trouz etre an daou bried, betek ma klaskfe Boutrouelle lazhañ e vaouez ? Anv a zo bet eus an holl draoù-se, met ne ouzer dare, ha d'ar muiañ tout e c'heller menegiñ e oa kustum da dud ar bobl boesoniañ betek re d'ar Sul. Gouzout a ouzer hiziv eo chomet bev Boutrouelle war-lerc'h an tan-gwall : gwelet eo bet e Montviron, e barrez a Normandi, un nebeud mizvezhioù goude. Graet e vez « bourc'hiz eus Roazhon » anezhañ du-hont… Gwir eo e oa munuzerien ivez an holl dud bet tamallet outo bezañ entanerien, ha harzet evit se goude an dizeur. N'eo ket dibosupl en dije kement-se lakaet an dud da soñjal e oa kablus Boutrouelle. O kondaoniñ an den-mañ pa oa aet diwar wel e kave ar gevredigezh an tu d'en em zivlamañ eus he mankoù fallakr dirak an tan, koulz lavaret. Skeudenn skouer hag aes an artizan mezvier en deus servijet d'an dud d'en em unvaniñ en-dro o lakaat ar bec'h warnañ. Met ar vrud he deus tamallet ivez, d'ar mare-hont dija, ar soudarded a vefe entanerien ha laeron, ha zoken un irienn bennak aozet gant pennoù bras evit en em veñjiñ eus afer Pontkalleg ! Met a vuzul d'an amzer ez eus bet disoñjet seurt teoriennoù, ha chomet eo Boutrouelle gant perzh an entaner en 19vet kantved. E vrud fall, pell goude e varv, a zo bet amplaet gant ar berzh a rae d'ar mare-se al lennegezh c'hallek troet war ar renkadoù kaezh, al labourerien hag ar beorien dañjerus, pa vefe ar re dThénardier pe romant an Assommoir.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Gauthier Aubert, « Boutrouelle : tamallet e gaou ? », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 6/06/2023.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/boutrouelle-tamallet-e-gaou

LEVRLENNADUR :

  • Aubert Gauthier, Provost Georges (dir.), Rennes, 1720. L’incendie, Rennes, PUR, 2020 (avec en particulier deux contributions de David Garrioch sur l’incendie proprement dit).
  • Charil de Villanfray Michel, Reconstitution de la propriété urbaine après l’incendie de Rennes en 1720, Rennes, Presse de Bretagne, 1923.
  • Fillaut Raymond (dir.), Rennes, des combattants du feu aux techniciens du risque, Rennes, Amicale des sapeurs-pompiers de Rennes, 1999.
  • Le Boulch Matthieu, Rennes, fabrique et formes de la ville, 1420-1720, thèse de doctorat d’histoire, sous la direction de G. Aubert et P.-Y. Laffont, Université Rennes 2, 2020.
  • Leloup Daniel, Rennes. Une capitale en pan-de-bois, Morlaix, Skol Vreizh, 2017.
  • Nières Claude, La reconstruction d’une ville au XVIIIe siècle. Rennes 1720-1760. Rennes, Université de Haute-Bretagne, Institut armoricain de recherches historiques, vol. 13, 1972.
  • Rioult Jean-Jacques, « Hôtel de ville [de Rennes] » et « Demeures [de Rennes] », in Pérouse de Montclos Jean-Marie (dir.), Bretagne : dictionnaire/guide du patrimoine, Paris Monum-Éditions du patrimoine, 2002, p. 402, 407-409.
  • Richer Antoine, Le Grand Incendie. L’incendie de Rennes de 1720, mémoire de master 1 sous la direction de Aubert Gauthier, Université Rennes 2, 2018.

WEB-LENNADUR :

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù