Bretania, ul lec'hienn diwar-benn glad Breizh

Mae 2023

Ul lec'hienn internet eo Bretania, Porched Sevenadurioù Breizh. Enni e vez bodet un niver bras a deulioù niverelaet (testennoù, skeudennoù, sonioù, videoioù...) herberc'hiet gant aozadurioù a labour war ar glad e Breizh, ha gallout a reer neuze anavezout anezho dre un nor nemetken.

Savet eo bet ar porched niverel diwar volontez Rannvro Breizh ha douget eo ganti. Bevaet e vez gant BCD Sevenadurioù evit ma vefe aesoc'h kavout kalz a deulioù dibar, hag evit ma vefent gwelet gwelloc'h ivez.

Harpet eo Bretania war ur rouedad vras a oberourien (mediaouegoù, levraouegoù, kreizennoù dielloù, kevredigezhioù, tud prevez...) o devez fontoù arouezel eus danvez ar sevenadur hag ar glad e Breizh. Ouzhpenn da 400 000 diell niverel a gaver war ar porched e miz Gwengolo 2019.

Mont a ra en-dro ar servij evel ul lusker enklask. Gallout a reer kavout teulioù o skrivañ ur ger-alc'hwez, anv ur gumun pe un oberour. Kinniget e vez dibaboù dre demoù war bajenn an degemer ivez.

Kit diouzhtu war vBretania evit furchal glad Breizh : www.bretania.bzh.

MENEGIÑ AR PENNAD

, « Bretania, ul lec'hienn diwar-benn glad Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 15/05/2023.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/bretania-ul-lec-hienn-diwar-benn-glad-breizh

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù