Chapel Sant Jozef : ur grouidigezh vodern eus Breizh

Aozer : Jean-Jacques Monnier / Genver 2017
Daoust ma n'eo ket gwall anavezet gant an dud e talvez ar boan dizoleiñ chapel skolaj Sant-Jozef Lannuon, bet savet er bloavezhioù 1930. O sellet outi e tesker meur a dra diwar-benn an dihuniñ sevenadurel hag arzel a c'hoarvezas e Breizh en XXvet kantved, peurgetket dre gevredigezh ar Seiz Breur.

Istor

En XIXvet kantved e veze implijet chapel bihan Urzh ar Gabusined, bet savet e penn kentañ ar XVIIvet kantved, gant Breudeur ar skolioù kristen hag o skolidi. E penn kentañ an XXvet kantved e voe kaset ar Vreudeur maez dre nerzh al lezennoù lik. E 1907 e teuas beleien kloerdi Landreger da staliañ e savadurioù goulo Lannuon, goude ma oa bet lammet diganto gant ar Stad ar skol lec'h ma kelennent. Mont a rae mat en-dro an ensavadur nevez, deuet da vezañ skol Sant-Jozef. Re vihan e oa deuet ar chapel da vezañ. Goulennet e voe sikour un arkitektour eus ar Vro, James Bouillé e anv, a oa o chom e Perroz, hag eñ ezel eus ar Seiz Breur abaoe 1928 ha diazezour da Strollad an Droellen (e galleg: Atelier breton d'art chrétien) e 1929, asambles gant Langleiz. Muioc'h digabestr o deus gellet labourat enno eget en un iliz-parrez, pell ma oant eus pouezh soñjoù an dud.

Mont a rae en-dro Strollad an Droellen evel ur genvreuriezh saverien eus ar Grenn-Amzer, enni an holl micherioù. Artizaned eus ar Vro e oant kazi-holl. Tregeriad e oa ar mañsoner Kerambrun, ar c'hizeller Le Bozec, an ebenour Le Merrer, an houarnerien Garzunel ha Le Mercier, ha eus Roazhon e oa ar vreudeur Rault, paotred ar gwerennoù-livet. Pep tra a oa bet krouet ha sevenet etre 1936 ha 1937.

Dor-dal ar chapel. Foto : Philippe Carvou.

 

Modernelezh

E diavaez ar chapel e verzher unvaniezh an hollad savouriezh: ar porched, en Norzh, a zo savet gant granit gwenn ha skiltroù teñval a bep eil. Araozañ e vez ul leurenn-iliz daroù skiltr bras, graet gant «mein Lannuon» glas. Evit sklêrijennañ diabarzh an iliz ez eo bet didoullet an nor koad derv gant pavezioù gwer melen. A-us d'an nor emañ ur C'hrist Roue betoñs div-liv, astennet e zivvrec'h war ur groaz keltiek.

Sebezennet e vezer, en diabarzh, gant ar stummoù, ar gouloù hag al livioù. Stumm un elipsenn he deus ar volz, skañv-tre anezhi. Ar gwaregoù, dezho stumm ur barabolenn, a zo bet graet gant betoñs houarnet glaswenn. Melen eo an distokoù etrezo pa 'z eo glas-teñval lodenn kreiz an nev. Sklaer eo an iliz, goulaouet ma 'z eo gant ar gwerennoù-livet, al lukanoù tric'horn ha livioù an diabarzh : n'eo ket tres an hengoun breton a zo warni tamm ebet. Savet e oa bet ul lec'h fresk ha joaius evit ar re yaouank a oa rediet mont d'ar chapel bep mintin evit an oferenn-bred. Gant daroù ledan gwer liv (glas ha melen dreist-holl) sternet e mailhoù simant e oa bet graet ar gwerennoù-livet – ha ne oant ket livet, just a-walc'h. Nevez-flamm e oa seurt teknik d'ar mare-se.

Heverk eo ar c'hinklerezh ivez. An arkitektour eo en deus treset karrelladur an nev hag ar chantele, evit lakaat anezhañ da glotañ gant livioù diabarzh ar chapel, reoù ar volz dreist-holl. Treset en deus an daou gador granit Ploumanac'h hag an houarnioù goveliet, a zo bet kaset da benn gant artizaned eus ar Vro war-lerc'h. Memes doare-soñjal a oa gant an hini en deus graet war-dro kinklañ diabarzh ar chapel, Langleiz e anv (1906-1975), a oa livour, barzh, skrivagner ha kelenner e Skol an Arzoù-Kaer e Roazhon. Ur freskenn-voger vras en deus livet gant livioù dous a-dreñv d'ar chantele evit kinklañ ar penn-iliz. Outi e vez gwelet bugale ha skouted o rentañ enor d'ar Familh Santel. Heverk eo Hent ar Groaz dreist-holl, ul livadur dre eoul ekspresour-tre graet war lien marouflet. Bizajoù an dud a zo dous, taer pe distummet gant ar boan. Livet int evel e bandennoù treset modern, warno kasoni ha truez mesk-ha-mesk. Bev e seblant bezañ taolennoù ar Basion.

Spered araokaour an arkitekt a vez gwelet e lec'h all ivez : peogwir ne oa ket plas a-walac'h da heul an nev eo bet lakaet an tour war gostez ar savadur. Gant betoñs eo bet savet hag en diazenn e kaver ar sekretiri. O tiskenn gant un nebeut diri e kaver ur gleuzenn, enni un oratouer hag ur sal-emvod.

Ur freskenn en hent ar Groaz bet livet gant Langleiz. Foto : Philippe Carvou.

Krouidigezhioù all

James Bouillé hag e genlabourerien o deus labouret war savadurioù relijiel all e Groñvel, Gwareg, an Arvor, Logivi-Plaeraneg, Rostren ha Skrigneg. Langleiz en deus sevenet seiz hent-ar-groaz, hini Surzhur en o zouez. Met e chapel Sant-Josef ez eo e kaver ar muiañ a zoareoù nevez er memes lec'h. Se zo kaoz en doa sevenet Mirdi Breizh er bloavezh 2000 ur vrav a vaketenn koad eus ar chapel gant al liorzh tro-dro, evit un diskouezadeg veur gouestlet da emsav ar Seiz Breur. E foñs ar chapel e c'heller gwelet anezhi c'hoazh.

Kribenn buhez-labour Bouillé e oa bet chanter Lannuon, dre ma oa bet karget eus ar raktres a-bezh. N'eo ket bet fiziet labour ken bras all ebet ennañ war-lerc'h ha yaouank e oa Bouillé pa varvas e 1945. E savadurioù modernoc'h, evel iliz Donges, e voe adkemeret lod eus an traoù a oa nevez en arkitektiezh ha kened ar Seiz Breur.

Souezhusañ traoù

En ur gêr vihan, 6000 annezad enni ha pell eus an heñchoù bras, eo bet gouest artizaned eus ar Vro da ijinañ ur grouidigezh nevez penn-da-benn. Diskouez a ra an arkitektour James Bouillé bezañ ur c'hrouer hardizh, hag a anaveze betek an teknikoù modernañ. Ul liorzh en deus sevenet asambles gant ar chapel, ha lakaat anezhi da vezañ un tamm eus he en-dro, daoust d'ar retoù en doa (nebeut a blas, bommoù savadurioù koshoc'h).

Daoust ma 'z eo bet implijet al lec'hioù-mañ (hag e vez c'hoazh) gant miliadoù a dud yaouank, ha gant o zud a-wechoù, nebeut-tre anezho o deus meizet pegen prizius int. Abaoe 1995 emañ ar chapel e renabl ar Monuments historiques met n'eo ket bet kevrennet ha prevez eo c'hoazh. Diaesoc'h eo neuze arc'hantaouiñ labourioù kempenn ha reneveziñ, ha diaesoc'h ivez d'an dud gweladenniñ ar chapel.

An doare da soubañ ar chapel nevez en en-dro a oa a-raok, o lakaat war-wel an elfennoù koshoc'h, a zo betek hiziv ur gentel vrav a skiant en arkitektouriezh, pa vez c'hwitadennoù alies e Breizh er rannad-mañ, ur rannad a c'houlenn kaout amzer, ur sell war hir-dermen hag arc'hant.

N'eus ket anv eus ar chapel-mañ er muiañ eus al levrioù-touristañ gall. Gall a rafec'h krediñ neuze ne c'hall ket an traoù graet er vro – a vije warlerc'hiet pe d'ar gwellañ, ekzotek – nag ijinañ traoù nevez na kaout un dalvoudegezh hollvedel. Amañ ez eus un oberenn eus ar vro, ganti un dalvoudegezh hollvedel, pe europat d'an nebeutañ, ha liammet gant un emsav arzel eus Breizh ha digor war ar bed.

 

 

Troet gant Lena Catalan-Marcos

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Jean-Jacques Monnier, « Chapel Sant Jozef : ur grouidigezh vodern eus Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 19/01/2017.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/chapel-sant-jozef-ur-grouidigezh-vodern-eus-breizh

Levrlennadur

  • Monnier Jean-Jacques, Caillebot Olivier, Histoire de Bretagne pour tous, Morlaix, Skol Vreizh, 1 livre + 4CD.
  • Le Couedic Daniel et Veillard Jean-Yves (dir.), Ar Seiz breur, 1923-1947, la création bretonne entre tradition et modernité, Rennes, Apogée-Musée de Bretagne, 2000 (réédition Palantines).

Video enlinenn

  •  Chapell Sant-Job, aozet gant Ouest-Armor Image : da sellet enni war  tv-tregor.net

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù