Charles de Gaulle hag Enez-Sun

Aozer : Erwan Le Gall / Ebrel 2022

Enez-Sun ez eus dezhi, hep mar ebet, ur plas ispisial e planedenn ar jeneral de Gaulle. Evel alies gant an den-se avat, sekred anezhañ, ha tamm ebet ordinal, n’eo ket aes dispartiañ an traou etre den e vuhez prevez hag an hini a oa enkorfet ennañ « ur serten soñj eus Frañs ».

An dekred a ro da Enez-Sun ar Groaz a Gompagnunez an Dieubidigezh zo embannet d’an 1 a viz Genver 1946. Da neuze, emañ Charles de Gaulle e penn Gouarnamant da c’hortoz Republik Frañs. Met o vezañ ma ne zeu ket a-benn da lakaat da dalvezout e soñjoù diwar-benn al lezenn diazez, e ro e zilez 19 devezh war-lerc’h. Setu pa zeu da Enez-Sun d’an 30 a viz Eost 1946 evit reiñ da Seniz ar vedalenn-se leun a lorc’hañs, emañ war-nes « treuziñ an dezerzh » e-pad hir amzer. A-hend-all, evel pa vije bet ar gwallamzer oc’h ober dezhañ ur seurt serr-lagad, e rank ar Jeneral ober daou zevezh dale kent mont d’an enez : gant an avel-tourmant a oa, ne c’halle ket ober an treizh eus Brest… « Treuziñ an dezerzh », avat, ne vo echuet gantañ da ober nemet e 1958, da heul an enkadenn en Aljeria, padal e vo bet e-keit-se un droiadig dre Enez-Sun ur wezh c’hoazh.

Anat eo koulskoude ne vir ket an obererezh politikel ne vire ket e vije tomm e galon ouzh Enez-Sun, hag e karje an enez-se zokenoc’h. En e levr eñvorennoù brezel, Mémoires de guerre, skrivet gantañ pa oa o « treuziñ an dezerzh », e skriv Charles de Gaulle kement-mañ : « En deizioù diwezhañ eus miz Mezheven e erruas e Kernev-Veur ur flotig bagoù-pesketa o tegas d’ar jeneral de Gaulle an holl wazed yac’h ha divac’hagn eus Enez-Sun. A zeiz da zeiz, dre welet o tont war hon zu ar baotred-se, birvidigezh splann enno, graet taolioù-kaer gant kalz anezho evit erruout betek ennomp, e teuemp da vezañ mennetoc’h-mennetañ ». O tostaat ouzh fin e vuhez, e lavar c’hoazh kement-mañ diwar-benn deizioù teñval miz Mezheven 1940 d’e genlabourer tost Pierre-Louis Blanc a oa  e penn servij-kelaouiñ en Elysée : « Peseurt Frañsizien a oa en-dro din da neuze ? Yuzevien dizall, un dornad noblañsoù, holl besketourien galonek Enez-Sun ».

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Erwan Le Gall, « Charles de Gaulle hag Enez-Sun », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 5/04/2022.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/charles-de-gaulle-hag-enez-sun

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité