Ed-du pe gwinizh-du

Aozer : Patrick Hervé / Genver 2021

Ne oa bet anavezet an ed-du (pe gwinizh-du) gant ar Gornogiz nemet da vare Brezelioù ar Groaz ha ne voe degaset e Breizh nemet e fin ar XVvet kantved. Dereout a rae dres d’an douaroù-lann nevez-freuzet. Krediñ a rae d’an dud e oa bet krouet ar gwinizh gant Doue hag an ed-du gant an Diaoul. Ul louzaouenn a seurt gant ar rubar hag an trichin, lieskostezeged anezhe, eo an ed-du. Hañval awalc’h ouzh kraoñ bihan kalet-tre eo o greun. Akenoù a vez graet dioute. Kuit a deog e oa ar gounid ed-du hag aezet awalc’h e oa malañ o greun er gêr gant ur brev pe ur maen-milin. Abalamour da gement-mañ ez eo bet o bleud gris danvez boued ar beizanted e-pad pell.

Ed-du n’haller ket ober bara gante siwazh pa n’eus ket gluten enno da lakaat an toaz e go. Gant yod, krampouezh, kaletez pe farz-sac’h aozet gant ed-du eta o doa ranket ar Vretoned en em vagañ betek an XIXvet kantved… ha pelloc’h c’hoazh, goude ma oa aet al labour-douar war-raok ha ma veze gounezet segal ha gwinizh.

En XXvet kantved e oa koazhet ar gounid ed-du e Breizh. Eus China hag eus Kanada e oa bet ret o lakaat degas neuze da bourveziñ ar stalioù-krampouezh. Peogwir e oa danvez ar c’hrampouezh anezho just-awalc’h, ez int deuet da vezañ perzh eus skeudenn Breizh, kement ha ken splann ken e vezer krog d’o gounid adarre er vro war an ton bras.

Bleud ed-du - Foto gant Padrig Herve

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Patrick Hervé, « Ed-du pe gwinizh-du », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 13/01/2021.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/ed-du-pe-gwinizh-du