Emsavadeg Plougoñ

Ur stourm enep-nukleel bet kaset – hag ur ral eo - da bennvat
Aozer : Gilles Simon / Du 2016
Diwar glevet ar c’heloù e oa ur greizenn nukleel da vezañ savet war Beg ar Raz e Penn-ar-Bed, e oa en em savet tud ar C’hab hag ar re gentañ eus ar gostezenn bolitikel ekologour, adalek 1976 ha betek 1981. Cheu bras a oa bet e-doug an enklask foran diwar-benn talvoudegezh ar greizenn-se, er goañv eus ar bloaz 1980, etre ar vanifesterien ha paotred an urzh. D’ar 24 ha d’ar 25 a viz Mae e teuas 100 000 a dud da gemer perzh en ur fest dirak Bae an Aon e Plougoñ. Ur wech aet ar sokialour François Mitterand da brezidant nevez-dilennet ar Republik e vo dilezet ar raktres kerkent.

Ur stourmadeg savet tammig ha tammig

E-kerzh ar goañv e 1975 en em savas tud evit ar wech kentañ a-enep an nukleel en Erdeven, ul lec’h hag a seblante plijout kenañ da zifennourien an atom. Lakaet he doa ar Stad ul lec’h all war he roll ivez : hini Porzh-Moger (Ploñger, e Goueled-Leon). E miz Kerzu 1975 e voe bodet tud ar c’henurzh enep-nukleel kentañ e Ploñger. Embannet e voe neuze gant an emsaverien, tud yaouank anezho, dindan 30 vloaz alies, « Skrid diazez Porzh-Moger », unan eus sichennoù an ekologiezh politikel e Breizh.

Diouzh ar gostezenn all e veze studiet pehini e vefe al lec’h gwellañ. E-keit-se avat, e veze gwiadet ur rouedad CLIN (komiteoù lec’hel evit kelaouiñ diwar-benn an nukleel) evit skignañ dre ar vro an arguzennoù enep-nukleel. D’an 9, d’an 10 ha d’an 11 a viz Mezheven 1976 e voe tud Plougoñ war ar stern noz-ha-deiz, o stankañ an hentoù a-benn mirout ouzh ar c’heologourien a sontañ an douar e Feunteun-Aod. Ganet e oa komite difenn Plougoñ, hag aet en e benn Jañ-Mari Kerloc’h, maer PS ar gumun, ar pezh en deus lakaet daou rumm tud eus ar gevredigezh da stourm a-gevred gant pep a bal. Plougoñiz diouzh un tu, a oa savet da gentañ-penn diwar goust ur sindrom NIMBY (Not In My Backyard : War ma leur-gêr ’vo ket), da lavaret eo e oa o fal pennañ difenn o ziez, o zro-war-droioù ha kement zo. An ekologourien yaouank diouzh an tu all, re ar gevredigezh Evit Buhez ar C’hap, hag a venne brudañ dre ar stourm arguzennaoueg an ekologiezh politikel. Un dimeziñ iskis moarvat, hag en deus roet tro da Blougoñiz da brezeg un tamm mat muioc’h a-vras, ha d’an ekologourien da chom dalc’hmat tost d’an dachenn, tost da breder tud ar barrez.

Da c’hortoz dilennadeg Kambr ar Gannaded, a oa da vezañ e miz Meurzh 1978, e voe lakaet teuliad ar greizenn nukleel dindan ar golo-pod. En diskar-amzer 1978 e voe dibabet Plougoñ da vat evit sevel honnezh, gant ar C’huzul Rannvro (25 a viz Gwengolo) koulz ha Kuzul Meur Penn-ar-Bed (29 a viz Du). Daou bezh manifestadeg enep-nukleel a voe aozet neuze, unan e Brest (23 a viz Gwengolo, 10000 a dud), unan all e Kemper (18 a viz Du, 8000 a dud) met ne voe cheñchet netra evit afer-se. E miz Gwengolo e oa bet savet ur GFA (stroll font labour-douar) e Plougoñ, kement ha lakaat an diberc’hennañ douaroù da dapout dilañs. D’an 3 a viz Mezheven 1979 en em vodas 10000 a dud e Plougoñ evit mañsoniñ maen kentañ ur c’hraou-deñved mod all ha mod nevez e Feunteun-Aod. E-skeud-se e veze Jean Kergrist o foetañ bro-Vreizh evit c’hoari e furlukin, Ar C’hlown atomek, evit brudañ ar mennozhioù enep-nukleel (1000 abadenn).

Frailhet e voe an talbenn enep-nukleel avat. Disklêriañ a reas maer Plougoñ e miz Du 1979 e c’hallje degemer ar greizenn war e gumun a-benn ar fin. Ha reuz da heul e-touez an emsaverien, betek an diskoulm a zeuas pa voe dilennet Annie Carval, 36 vloaz anezhi ha gwreg ur martolod a genwerzh, evel prezidantez ar c’homite difenn. Gant ur plac’h e penn e teuas ul liv nevez ha modern d’ar stourm. D’an 23 a viz C’hwevrer 1980 avat e voe cheñchet tu gant kevredad Su Penn-ar-Bed ar PCF, ha kostezet gant difennourien an atom.

Monumant an Dorn Gwer – pa n’eo ket glas - e koun ar stourm ouzh ar c’hreizennoù nukleel, manifestadeg an 30 a viz Meurzh 1975 - Erdeven. Wikimedia - Bruno Corpet
Jean Kergrist, « Ar c’hlown atomek ». War ar c’hleuz e weler Felix ar Garreg, e gamera gantañ war e skoaz, o filmañ "Des pierres contre les fusils", 1980. Dastumad Jean Kergrist

Tolpadeg enep-nukleel ar 16 a viz Meurzh 1980, « Erru e Beg ar Raz », Diellaoueg Departamant Penn-ar-Bed (1 J 606)

Dre berzh an enklask foran kaset en-dro e Plougoñ (31 a viz Genver – 14 a viz Meurzh 1980) e veze digarez d’an enebourien da sevel o mouezh ha da vezañ klevet er mediaoù. Taolioù kaer ha kreñv zo bet : stoc’het an hent (dre bemp kwech), deuet ur saver-deñved da ziwall e vandenn war douaroù Feunteun-Aod d’ober, lidet « oferenn pemp eur » bep abardaez. Roll merc’hed Plougoñ a zo bet a-bouez bras d’ar poent-se evit ma rafe berzh an emsavadeg. Gwragez martoloded a genwerzh ar braz anezho, ez int en em lakaet da vat e-barzh ar jeu, ken e oa un eston hag ur bam zoken evit an dud. Alies e veze o gwazed er maez, war vor, setu ma oa boaz ar merc’hed-se da gemer perzh e-barzh buhez sokial hag ekonomikel ar gumun, ken ma voe kavet poellek ganto kemer perzh er stourm ivez. Ameli Kerloc’h, ha hi ezel oberiant eus ar PCF ha kentañ eil-vaerez er c’huzul-kêr, a gave alies ar gerioù a zeree evit hentañ war an tu mat kounnar ar vanifesterien.

E Kemper e veze barnet ar vanifesterien a oa bet harzet gant ar jañdarmed-mobil, ar pezh a gase an traoù pelloc’h war dachenn ar justis, peadra da reiñ mouezh a-enep taerder ar polis. An heklev eus stourm Plougoñ ne rae ken met dassoniñ larkoc’h er feson-se, ha troiñ muioc’h-mui war-zu ur stourm liammet ouzh ar vreizhadelezh. Hervez enebourien ar greizenn ez eo Breizh hag ar Vretoned an hini eo a oa taget. D’ar 16 a viz Meurzh e teuas 50000 a dud da Veg ar Raz d’ar « fest » evit klozañ an enklask diwar-benn talvoudegezh ar greizenn.  

Un diskoulm politikel

En he barr e voe an emsavadeg d’ar 24 ha d’ar 25 a viz Mae 1980 pa voe lidet « Gouel ar Pantekost enep-nukleel » e Plougoñ. War-dro 100 000 a dud a zeuas d’ur pezh mell fest bras-spontus dirak Bae an Aon. Kement-mañ holl ne oa ket bet a-walc’h, koulskoude, evit lakaat difennourien an atom da ziskregiñ, ha gwaskañ a raent c’hoazh war ar gwiridig, dre brenañ douaroù e Feunteun-Aod. Dilennadeg prezidant ar Republik a oa da vezañ a-raok pell, sed e teuas a-benn enebourien ar greizenn da sachañ evezh François Mitterrand a oa war ar renk evit ar PS. D’an 9 a viz Ebrel 1981, e Brest, e tistagas Mitterrand frazenn gentañ e brezegenn dirak ur mor a dud : « N’emañ ket na ne vo ket Plougoñ war ma roll a greizennoù nukleel ».

D’an 10 a viz Mae 1981, pa voe dilennet François Mitterrand da brezidant ar Republik, e voe fin war ar memes tro d’ar raktres kreizenn nukleel e Plougoñ. D’ar 27 a viz Mae, goude kentañ Kuzul ar Vinistred, e embannas Loeiz ar Peñseg, o paouez dont da vezañ anvet ministr ar Mor, e oa dilezet an afer. D’an 28 a viz Mezheven 1981, gant « fest an trec’h » e Plougoñ, e voe lakaet un termen d’an emsavadeg enep-nukleel eno.

skritelloù

Setu un darn eus ar bruderezh a veze implijet da neuze gant ar re a save a-enep ar greizenn nukleel.

 

 

Troet gant Stefan Moal

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Gilles Simon, « Emsavadeg Plougoñ », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 28/11/2016.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/emsavadeg-plougon

levrlennadur

  • Borvon G., Plogoff, un combat pour demain, embannadurioù Cloître, Saint-Thonan, 2004.
  • Conan R. et Laurent A., Femmes de Plogoff, La Digitale, Kemperle, 1981.
  • Ito R., Luttes antinucléaires en Bretagne, Thèse de 3e cycle en sociologie (sous la direction d’Alain Touraine), Skol ar Studioù Uhel e Skiantoù Sokial (EHESS), Pariz, 1981.
  • Kernalegenn T., Luttes écologistes dans le Finistère. Les chemins bretons de l’écologie (1967-1981), Yoran Embanner, Fouenant, 2006.
  • Pichavant R., Les Pierres de la liberté, embannadurioù Morgane, Douarnenez, 1981.
  • Plogoff, la révolte, ouvrage collectif, Le Signor, Ar Gelveneg, 1984.
  • Simon G., Plogoff. L’apprentissage de la mobilisation antinucléaire, PUR, Roazhon, 2010.
  • Touraine A., La Prophétie anti-nucléaire, Seuil, Pariz, 1980.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù