François Le Her

Aozer : Bernez Rouz / Genver 2022

Ganet e 1892 e Plourin-Gwitalmeze, François le Her a zo boureler pa dremen dirak lez an Asizoù e Kemper. Tamallet vez outañ bezañ gwallet ur plac’h yaouank. Dont a ra a-benn d’en em dennañ o tiskouezh ur baperenn faos. E 1923 emañ e Pariz, kontroler en tramway. Eizh miz war lerc’h an afer Seznec e tiskler d’ar polis en doa kejet gant Pêr Kemener war lerc’h e vije aet diwar-wel. Met diskredik e chomo ar juri rak ne oa ket gwall sklaer e desteni.

Pelloc’h e 1930 e kemer perzh er reuz zo savet gant ar barner Herve evit didamall Seznec. Eno e kej gant Jeanne Le Her, merc’h henañ ar galeour. Dont a ra da vezañ e vestrez ha goude e wreg. ‘Pad ar brezel ez eus bet tamallet outañ flatrañ rezistanted d’ar Gestapo. En toull eo bet lakaet e Sant Pabu. Met dont a ra a-benn d’en em dennañ ur wech ouzhpenn o kontañ gevier d’an ofiserien a zalc’he ar c’hamp.

Pa teu Guillaume Seznec en-dro e 1947, e klask tennañ arc’hant digantañ oc’h embann en doa graet un testeni faos e 1924. Set ‘zo savet bec’h etre Jeanne Seznec hag he gwaz. Houmañ a lazho anezhañ a daolioù pistolenn e 1948. Didamallet voe gant juri an asizoù e Kemper.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Bernez Rouz, « François Le Her », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 3/01/2022.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/francois-le-her

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité