Gaston Sébilleau, artizan

Aozer : Hubert Chémereau / Gwengolo 2023

An hini koshañ e-touez diazezourien ar Seiz Breur a oa Gaston Sébilleau, bet ganet e Sant-Brieg e 1894. Diskouez a ra yaouank-tre bezañ donezonet evit an tresañ hag ar c'hizellañ. Gant ar brezel e vez harzet e studioù arzel. Dic'haret eo bet pa zeu en-dro e 1917. Da Redon ez a da labourat d'an heskennerezh nevez-krouet gant e dad. Un atalier ebenouriezh a vez savet gantañ buan war-lerc'h ouzhpenn, ul lec'h evitañ da grouiñ kement hag en deus ezhomm.

Anavezout a ra Reun Kreston e Sant-Nazer. O mignoniezh kreñv hag o c'henlabour arzel a grog gant krouidigezh ar Seiz Breur hag a bado o buhezioù-pad. E diazez an « doare Seiz Breur » emañ e labour, kement hag hini Joseph Savina, a oa kizeller hag ebenour.

Armel a veze kavet e-touez arrebeuri sal-debriñ an Osté. Oberiet eo bet e 1925 gant Jeanne Malivel, Reun Kreston ha Gaston Sébilleau. Mammenn : Mirdi breizhek an departamant. Niverenn renabl : 1994.50.1

Digeriñ ur stal kinklañ hollek a ra er Baol evit pourchas perc'henned al letioù meur hag ar villaoù. Kenlabourat a ra evit kement-se gant Reun Kreston ha gant an arkitektour André Batillat, daou vignon dezhañ a orin eus Sant-Nazer. Mennout a ra dezho neuze sevel ha kinklañ ur villa « Seiz Breur » er Baol, o fal diskouez krouidigezhioù al luskad enni : modernelezh awenet gant ar savouriezh tiez hengounel hag an arzoù poblek breton. Met ne vez ket kaset o mennad da benn, defot arc'hant. Er bloavezhioù 1930 e rank pellaat un tamm diouzh al luskad abalamour d'e labour en heskennerezh. Daoust da se e kemer perzh da vat e pabell Breizh e Diskouezadeg hollvedel 1937.

Engouestlet eo Gaston Sébilleau abred er Rezistañs evel e vignoned eus Sant-Nazer. Labourat a ra a-dost-berr gant ar Special Operations Executive (SOE) breizhveuriat hag implij a ra e heskennerezh evit kuzhat e obererezhioù. Ar re yaouank bodet er strollad Liberté e Sant-Nazer a vez lakaet e darempred gantañ gant Reun Kreston, a oar emañ dindan evezh an Alamaned. Kuzhat a ra an ebenour daou vugel yuzev ivez. Arestet eo Gaston Sébilleau e miz Mezheven 1944. Gloazet eo pa 'z eo taget an tren a gas anezhañ d'an Alamagn. Dont a ra a-benn da dec'hout met divrec'het eo.

Deskiñ a ra an ezel koshañ eus ar Seiz Breur skrivañ ha tresañ gant an dorn kleiz, rak dic'houest eo da vevañ hep krouiñ. Puilh e vez e labour arzel betek e varv e 1957. Ur skouer a chom eñ eus ar pezh a zo bet degaset gant bed an artizaned d'ar c'hrouiñ e Breizh.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Hubert Chémereau, « Gaston Sébilleau, artizan », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 28/09/2023.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/gaston-sebilleau-artizan

LEVRLENNADUR

  • Le Couédic Daniel et Veillard Jean-Yves (dir.), Ar Seiz Breur 1923-1947, la création bretonne entre tradition et modernité, Terre de Brume/Musée de Bretagne, 2000.
  • Monnier Jean-Jacques, Résistance et conscience bretonne 1940-1945, Yoran Embanner, 2007.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù